Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1913/Thomas a Akin

Eus Wikimammenn
◄   Koletta Thomas a Akin Iann Doue   ►



ar seizved devez a viz meurs


SANT THOMAS A AKIN, DOKTOR EUZ ANN ILIZ
————


Thomas, unan euz ar brasa sperejou a zo bet biskoaz, a ioa ganet e rouantelez Napl er bloaz 1226. D’ann oad a bemp bloaz, e oue lakeat er skol gant menac’h Menez-Kasin, ha goudeze e oue kaset da gear Napl da ober he studi. Eno e reaz anaoudegez gant eur manac’h euz a Urs sant Dominik, hag e kemeraz he-unan sae ann Urs-ma. Ne oa c’hoaz neuze nemed seitek pe drivac’h vloaz; lod a lavar zoken ne oa nemed pevarzek vloaz.

He vamm, o veza klevet ann dra-ze, a redaz dioc’htu da Napl enn esper tenna he mab euz ar gouent. Mes d’ann ampoent Thomas a ioa dija pell : kaset oa bet da Rom gant he zuperiored. He vamm a ieaz di var he lerc’h ; mes, pa erruaz, Thomas a ioa adarre diblaset ac’hano evit dont da Baris, Neuze he vamm a skrivaz da zaou vab all e devoa enn arme, hag a gemennaz d’ezho diouall mad hent Paris evit diarbenn ho breur hag ober d’ezhan distrei d’ar gear. Ann daou vab all-ze a reaz ker brao ho c’hefridi ma oue paket Thomas gantho ha kaset enn dro da di he vamm.

Houma e devoue eur joa vraz o velet he mab ; rak kredi a rea oa sur brema da zont a benn anezhan. Ne espernaz eta nag he foan, nag he amzer. evit hen dizalia da vont da vanac’h. Mes, kaer e devoue ober ha lavaret, Thomas a respounte ato oa galvet gant Doue d’ar stad-se, hag e felle d’ezhan senti ouz Doue. He vamm a zavaz erfin kement a zrouk ennhi ma roaz urs da lakaat he mab er c’hloz enn eunn dourell euz ar maner. Eno den n’en devoue kounje da gomz outhan nemed he ziou c’hoar. Ar re-ma a reaz ive kement a ioa enn ho galloud evit gounit ho breur ; mes, e leac’h he c’hounit, hi eo a oue gounezet ganthan. Unan anezho a ieaz da leanez goudeze, hag eben en em droaz ive da zervicha Doue a greiz kaloun.

Etre daou, breudeur kosa ar Zant a erruaz er gear euz ann arme. Pa glevchont oa Thomas ken aheurtet ha biskoaz enn he zonj, ne ouent mui treac’h d’ho c’hounnar, ha setu hi hag en em deuler var ho breur ha regi d’ezhan he zae a vanac’h. Fallakr aoualc’h e ouent, ouspenn, evit kas eur plac’h fall d’he gambr, hag ar pez divergont-ma a glaskaz dioc’htu he zougen d’ar pec’hed. Mes ar Zant, o veza goulennet sikour digant Jezuz ha Mari, a gemeraz eur c’hef tan enn oaled hag a reaz d’ezhi tec’het kuit. Doue a rekoumpansaz raktal he zervicher evit ar viktor en doa gounezet varnhan he-unan, o rei d’ezhan ar c’hras da veza diouallet hiviziken diouz tentasionou ar c’hig. Daou vloaz a ioa pe dost m’edo Thomas er prizoun e ti he vamm pa oue diskennet euz he dourell dre eur prenest gant ann Tadou euz a Urs sant Dominik : ar re-ma a ioa en em glevet evit ann dra-ze gant unan euz he c’hoarezed. Ar Zant a zistroaz rak ehun da Napl el leac’h ma reaz he veuiou er bloaz varlerc’h, ha divar neuze e oue lezet e peoc’h gant he vamm ha gant he vreudeur. Goude beza great he veuiou, e oue kaset da Gologn da studia ann theoloji. He vestr oa ann habila doktor euz ann amzer-ze. Enn eunn hevelep skol ha gant ar spered en devoa, Thomas a deuaz he-unan da veza hibil-braz ; mes he humilite a rea d’ezhan kuzat he zeskadurez. O veza ne gomze nemed oc’h red, ar skolaerien all o doa leshanvet anezhan ann Ejenn mud. Hogen, eunn devez ar rejant a lavaraz d’ezho : « — Ann hini a hanvit ann ejenn mud a vlejo ker krenv divezatoc’h ma vezo klevet he vouez dre bevar c’horn ar bed. »

Ar c’homzou-ma ne zalejont ket da zont da vir. D’ann oad a zaou vloaz var ’nn ugent, Thomas a oue lakeat he-unan da rejanti e Kologn, hag abarz nemeur e oue ker brudet hag he vestr. Eur mirakl eo en defe gellet ober e ken nebeut a amzer kement a draou hag en deuz great. Rejantet en deuz epad meur a vloaz e Paris, e Rom, e Bologn hag e Napl ; skrivet en deuz eur bern levriou hag a zo eunn tenzor evit ann Iliz ; prezeget en deuz ive e kalz plasou, ha gant kement-se holl e tremene bemdez meur a heur euz ann deiz hag euz ann noz o pedi hag o lenn skridou ann tadou santel, ha ne vanke morse da boent ebed euz a reolenn he Urs.

Ar pab Urban IV a gargaz sant Bonavantur hag hen da ober offis ar Zakramant meulet ra vezo e latin. Pa oue echu ho labour gantho, ann daou zant a ieaz d’hen diskouez d’ar pab. Thomas eo a lennaz da genta ar pez en doa skrivet. Hogen, dre ma lenne, sant Bonavantur a roge goustadik ar pez en doa great he-unan, ha pa deuaz he dro da lenn, ec’h en em strinkaz da dreid Urban enn eur lavaret : « — Tad Santel, va labour-me ne d-eo netra e kichen hini Thomas ; setu perak em euz sonjet he regi, ha ne jom mui anezhan nemed ann tammou paper-ma. » Evit guir, n’euz netra kaeroc’h ha dudiusoc’h eged ann himnou Sacris Solemniis... Ver-bum supermim... Pange, lingua... hag ar proz Lauda, Sion, Salvatorem... a vez kanet bep bloaz da c’houel ar Zakramant.

Eunn devez m’edo sant Thomas o pedi dirak eur grusifi, Jezuz he-unan a lavaraz d’ezhan : « — Skrivet mad oc’h euz divar va fenn-me, Thomas ; pe seurt paeamant a fell d’ehoc’h-hu da gaout ? » « — Paeamant ebed, eme ar Zant, nemedhoc’h hoc’h-unan, o va Zalver. »

Sant Thomas a varvaz er bloaz 1274, oajet hebken a hanter-kant vloaz, enn eur vont d’ar c’honsil jeneral a Lion. Leshanvet eo bet ann Doktor anjelik abalamour d’al levriou dispar en deuz great, hag ar pab Leon XIII en deuz choazet anezhan evit Patroun ann holl skoliou katholik euz ar bed.


KENTELIOU SANT THOMAS

Da genta. — Ann nep en deuz aoun rak koll istim ann dud, hag en deuz poan pa vez disprijet, a vezo diez d’ezhan beza eur c’hristen parfet.

D’ann eil. — Ann ene n’en em blij ket o pedi n’ez ai nemeur araok var hent ar zantelez.

D’ann trede. — Ne goumprenann ket e c’hellfe eunn den c’hoarzin ha beza laouen mar d-ema e stad a bec’hed marvel.

D’ar pevare. — Ar pez a renker evit beza salvet eo kaout eur guir volontez d’en em zavetei.