Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1913/Tarak

Eus Wikimammenn
◄   Fransez Borjia Tarak Seraphin   ►



ann unnekved devez a viz here


SANT TARAK, MERZER
————



Tarak a ioa eur zoudard koz, o chom er Silisii d’ar mare ma tougaz ann impalaer Dioklesian eul lezenn a varo a enep ar gristenien. O veza bet diskuillet da Vaksim, gouarner Tars, ar gouarner-ma her galvaz dirazhan, hag a gomzaz outhan evelhenn :

« — Pehano oc’h euz ? » « — Kristen ounn, » a respountaz Tarak. « — N’e ket ann dra-ze a c’houlennann, eme Vaksim, livirit d’inn hoc’h hano. » « — Kristen ounn, » eme Darak adarre. Var gement-ma ar gouarner a roaz urs da derri he zent d’ar zoudard koz, enn eur lavaret d’ezhan : « — Arabad e d’ehoc’h respount eunn dra e plas eunn all. »

« — Mad, eme Darak, kristen ounn, a lavarann d’ehoc’h eur vech c’hoaz, hag hennez eo va guir hano. Brema, mar oc’h euz c’hoant da c’houzout hirroc’h, va zad a rea Tarak ac’hanon, hag enn arme oann hanvet Viktor. » « — Pe seurt micher oc’h euz hag euz a be vro oc’h ? » « — Soudard ounn, ha Glaodiopolis enn Izaorii eo va bro ; mes, o veza m’oann kristen, em euz kuiteat ar zervich. » « — Penaoz oc’h euz bet ho kounje ? » « — Her goulennet em euz digant Publion, va c’habiten, hag hema en deuz hen roet d’inn raktal. »

Neuze Maksim a lavaraz da Darak : « — Selaouit, truez am euz ouzhoc’h abalamour m’az oc’h koz dija ; mes red e d’ehoc’h senti ouz ann impalaered. Deuit eta da ginnig ezans d’ann doueou evel a reont-hi, e kement leac’h ma vezont. » Mes Tarak a respountaz kerkent : « — Relijion ann impalaered a zo eur relijion faoz. » O klevet ar respount-ma, ar gouarner a lavaraz skei var ginou ar zoudard koz, ha goudeze e reaz he ziviska enn noaz hag he skourjeza. Mes Tarak a jome ato stard enn he feiz, ha Maksim a ordrenaz erfin he deuler er prizoun karget a jadennou.

Etre daou, ar gouarner a ieaz da gear Mopsuest, ha Tarak a oue kaset di d’he heul. Eno Maksim a glaskaz adarre lakaat ar zoudard koz da adori ann idolou ; mes, o velet ne c’houneze netra varnhan, e lavaraz d’ar vourrevien : « — Dalc’hit he zaouarn var glaou beo ken na vezint rostet-holl. » « — Eur pez kaer evit ann dra-ze, eme Darak dioc’htu ; me n’em euz aoun nemed rak eunn tan, rak ann tan a bado da viken enn ifern. » « — Setu ho taouarn rostet-holl, eme ar gouarner ; daoust ha n’e ket poent d’ehoc’h beza fur ha kinnig ezans d’ann doueou ? » « — Ah ! eme Darak, c’houi gred oc’h deuet a benn ac’hanon dija ; n’oc’h ket erruet eno c’hoaz, a drugare Doue, ha ne erruot biken zoken. » « — Stagit anezhan, eme Vaksim, a-istribil oc’h eunn treust, he benn d’ann traon, ha c’houezit tan dindan gant keuneud hag a rai kalz moged. » « — Petra eme Darak, n’em euz ket bet aoun rak ho tan, ha e fell d’ehoc’h va spounta gant moged ! » « — Digasit guinegr ha c’hoalenn, eme ar gouarner, ha taolit anezho d’ezhan enn he fronellou. » « — Ho kuinegr n’e ket krenv, hag ho c’hoalenn n’euz blaz ebed ganthan, » eme ar zoudard koz. « — Lakit moutard etouez. » « — Me lavar d’ehoc’h, Maksim, eme Darak, ho pourrevien zo faziet ; mel eo o deuz roet d’inn e leac’h moutard. » Var gement-se ar gouarner a lavaraz : « — Aoualc’h evit hirio ; kasit-hen d’ar prizoun enn dro. »

Euz a Vopsuest Maksim a ieaz da Anazarb, ha Tarak a renkaz adarre mont d’he heul. Er gear-ze ar zoudard koz a oue faoutet d’ezhan he vuzellou, draillet he vizach, sanket dindan he gazeliou mein begok ruziet oc’h ann tan, trouc’het he ziskouarn, hag erfin diskroc’hennet he benn ha goloet goudeze a c’hlaou beo. Mes, kaer a ioa he vourrevi, chom a rea bepred fidel d’he Zoue ha treac’h e oue ato d’he vourrevien.

Neuze ar gouarner her c’houndaonaz da veza debret gant al loaned gouez. Mes al leonez a oue laosket varnhan a c’hourvezaz eharz he dreid heb ober drouk ebed d’ezhan. O velet ann dra-ze, Maksim a roaz urs d’he zibenna, ha setu ar pez a oue great var ann heur. He verzerenti a erruaz er bloaz 304.


SONJIT ERVAD

Sant Tarak a ioa eur zoudard koz ha ne grene ket dirak ar gouarner Maksim hag he vourrevien. C’houi a zo ive soudarded da Jezuz-Krist, ha ne dleit ket spounta ken nebeut dirak enebourien ar relijion hag ann Iliz, a zo ker stank enn hon amzer-ni. Peger reuzeudik e veac’h-hu m’o pefe mez oc’h anzao hag o tifenn ho feiz dirak ar seurt tud-se ! Rak neuze Jezuz-Krist en devezo mez ive oc’h anzao ac’hanhoc’h dirak he Dad, ha mar en deuz Jezuz-Krist mez oc’h anzao ac’hanhoc’h dirak he Dad, petra deuot-hu da veza goude ar vuez-ma ?