Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1913/Stephan, Kenta Merzer

Eus Wikimammenn
◄   Ginivelez hor Zalver Stephan, Kenta Merzer Iann Avieler   ►



ar c'houec'hved var'nn ugent a viz kerzu


SANT STEPHAN, KENTA MERZER
————


Ar gristenien genta a rene eur vuez santel meurbed. Aketuz oant da vont da zelaou ann Ebestel, da bedi asambles gantho ha da gommunia euz ho dorn. N’o devoa holl nemed eur galoun hag eunn ene. Nikun anezho ne zonje e vije d’ezhan he-unan hebken ar pez en devoa ; mes peb tra a ioa boutin entrezho. Setu perak ne oa paour ebed enn ho zouez ; rak ar re o devoa tiez pe zouarou ho guerze hag a zigase ar priz anezho d’ann Ebestel. Ar re-ma neuze a ingale ann arc’hant-se etre ann holl dud fidel, enn eur rei da bep hini hervez he ezomm. Ar garantez a vreudeur o doa evelse ar gristenien genta ann eil evit egile a rea d’ar bobl kaout eunn istim hag eur respet braz evitho, hag ann niver anezho a greske a zeiz da zeiz.

Gant ann amzer goulskoude, e savaz eunn trouz bennag enn ho zouez divar benn ar boued hag ann aluzennou a veze ingalet bemdez entrezho. Raktal ann Ebestel a asamblas ann diskibien all hag a lavaraz d’ezho : « — Hor breudeur ker, ann dever kenta euz hor c’harg-ni eo prezeg ann Aviel, ha n’e ket just d’eomp lezel ann dever-ze a gostez evit servicha ac’hanhoc’h ouz taol. Choazit eta evit al labour-ma seiz den ha n’euz netra da lavaret anezho, seiz den hag a ziskouez dre ho furnez ema ar Spered-Santel o ren enn ho c’haloun. Evidomp-ni or bezo aoualc’h da ober o pedi hag o vaga hoc’h eneou gant komzou Doue. »

Ann diskibien all a gavaz mad ar pez a lavare ann Ebestel. Choaz a rejont eta seiz avieler hag a vije enn ho c’harg pourvei ar gristenien euz ar pez a zell ouz magadurez ar c’horf. Hogen, Stephan a oue ar c’henta euz ar seiz avieler-ze. Pa ouent choazet ho zeiz, ann diskibien ho digasaz dirak ann Ebestel, hag ar re-ma a lakeaz ho daouarn varnho enn eur bedi, evit rei d’ezho ann Urs sakr m’oant galvet da reseo.

Levr histor ann Ebestel a ra e daou c’her meuleudi ar zant-ma : « — Stephan, eme al levr-se, a ioa eunn den leun a feiz ha leun euz ar Spered-Santel. » N’e ket souez eta ma rea burzudou ha miraklou braz etouez ar bobl, ha ma lakeaz eur maread Iuzevien da anaout ar virionez euz ar relijion gristen.

Hiniennou evelato a droaz enn he enep, hag a glaskaz herpel outhan. Mes treac'h e oue d’ezho bepred enn he respounchou ; rak ar Spered-Santel he-unan a gomze dre he c’hinou. Neuze ann dud aheurtet-se hen tamallaz da veza blasfemmet a enep Moizes hag a enep Doue, hag a reaz he gas dirak konseil braz Jerusalem.

Hogen, tud ar c’honseil-ma, o veza sellet ouz Stephan, a gave d’ezho guelet eunn eal dirazho. Mes ar Zant o veza rebechet d’ezho e reant ato ar skouarn vouzar ouz mouez ar Spered-Santel hag o devoa lakeat hor Zalver d’ar maro, ann dud-se a ieaz kement a zrouk ennho ma verve ho goad ha ma skrigne ho dent gant ar gounnar o doa ouz ann avieler kalounek.

Etre daou, Stephan a zavaz he zaoulagad etrezek ann env, hag a velaz eno ann Aotrou Doue enn he c’hloar ha Jezuz azezet enn tu deou d’he Dad. Neuze e lavaraz d’he varnerien : « — Me vel ann env digor ha Mab ann den azezet enn tu deou da Zoue. » O klevet ar c’homzou-ze, ar re a ioa er c’honseil en em daolaz holl varnhan enn eur iouc'hal a bouez-penn, hag enn eur lakaat ho bizied da stanka ho diouskouarn abalamour d’ar blasfemm en doa laosket ar Zant, var ho meno.

Bounta a rejont evelse Stephan da vont enn ho raok er meaz euz a gear, evit he laza a daoliou mein, hag ar re o devoa douget testeni enn he enep a ieaz da rei ho dillad da ziouall da eunn den iaouank hag a ioa he hano Saol.

Goulskoude ar Zant a bede Doue, epad m’edot o vanna mein outhan, hag a lavare : « — Salver Jezuz, resevit va ene. » Goudeze ec’h en em lakeaz var bennou he zaoulin, hag e lavaraz gant eur vouez krenv : « — Va Doue, pardounit d’ezho ar pec'hed-ma. » Ar gomz-se a oue he gomz diveza, ha raktal e tremenaz e gras Doue hag he Zalver.


SONJIT ERVAD

Ar Iuzevien o devoa goall-gaset ha lakeat d’ar maro ar bropheted hag hor Zalver he-unan : ober a rejont ar memes tra dar re a ioa bet karget gant hor Zalver da brezek ann Aviel var he lerc’h. Mes seul-vui ma reer brezel d’ar virionez, seul-vui e teu da c’hounit ha d’en em skigna. Goad ar verzerien a zo evel eunn had, ha var ann had-se e sav eunn eost puill a gristenien nevez. Evel Jezuz-Krist, skouer ann holl verzerien, Stephan a varv enn eur bedi evit he vourrevien.