Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1913/Siprian ha Justina

Eus Wikimammenn
◄   Kleophas Siprian ha Justina Kom ha Damian   ►



ar c’houec’hved var ’nn ugent a viz guengolo


SANT SIPRIAN HA SANTEZ JUSTINA, MERZERIEN
————



Siprian a ioa eur sorser pe eur sorser pe eur majisian braz, o chom e kear Antioch. Kerkent hag ann oad a zeiz vloaz oa bet goestlet d’ann doueou faoz gant he dud, ha goude beza bet er skol gant ann habila majisianed euz he amzer, oa deuet da veza treac’h d’ezho holl. Eunn den fallakr oa c’hoaz gant ann dra-ze, ha laza a rea goazed, merc’hed ha bugale, evit en em zervichout euz ho goad hag euz ho bouzellou da ober he daoliou sorserez.

D’ann ampoent ez oa ive enn Antioch eur plac’h iaouank, he hano Justina, hag a ioa nevez gounezet d’ar feiz kristen. Ar plac’h iaouank-ma e devoa eur gened dispar, hag eunn devez m’edo o vont d’ann iliz, eunn alvokad paian euz a gear he remerkaz, ha prest goude e c’houlennaz anezhi da bried. Mes Justina e doa dija great he zonj da jom bepred guerc’hez, hag a roaz distro d’ann alvokad.

Hema neuze, dallet gant ann amourouzded, a ieaz da gaout Siprian, hag a lavaraz d’ezhan enn eur denna daou loiz aour euz he c’hodell : « — Anaout a rit-hu enn Antioch eur gristenez iaouank, hanvet Justina ? Mar gellit, dre eunn taol maji, lakaat hounnez d’am c’haret, ann daou loiz aour-ma a vezo d’ehoc’h. »

Ar sorser a respountaz e raje ar pez a c’houlennet diganthan, ha raktal e c’halvaz ann diaoul d’he zikour. Epad teir nozvez dioc’htu, ann diaoul a implijaz he holl ardou evit trei kaloun Justina ; mes koll a reaz he boan, hag ar gristenez iaouank her c’hasaz bep vech divar he zro enn eur ober sin ar groaz hebken. Abarz ar fin ann diaoul a anzavaz oc’h Siprian n’en doa galloud ebed var guir zervicherien Jezuz-Krist.

Ar c’homzou-ma a ieaz doun e spered Siprian. « — Me zo sot, emezhan, o servicha ann drouk-spered, mar d-eo Jezuz-Krist treac’h d’ezhan. » Kerkent e redaz d’en em strinka da dreid eur belek santel, he hano Euzeb, enn eur lavaret : « — Hiviziken me fell d’inn adori Doue ar gristenien. » Euzeb her briataz gant karantez ha gant joa, ha goude beza he gelennet var guirioneziou ar relijion, e pedaz ann eskop Anthim d’he vadezi.

Divar neuze ar majisian braz n’en devoue mui ken sonj nemed da ober pinijenn evit he bec’hejou tremenet. Dija en doa devet he levriou milliget ; mes ann dra-ma ne oue ket aoualc’h d’ezhan. Diskleria a eure dirak ann holl dud fidel ne oa bet diagent nemed eunn troumpler hag eur fallakr, hag en despet da gement-se ne ehane da vouela ha da hirvoudi enn eur lavaret : « — Siouaz d’inn ! siouaz d’inn ! Petra am euz-me great bete vrema ! » Mes ar belek Euzeb a roe nerz d’he galoun enn eur gomz d’ezhan euz a vadelez hag euz a drugarez ann Aotrou Doue.

Epad ann amzer-ze, ar gristenez iaouank Justina a iea ive larkoc’h-larka var hent ar zantelez. Mes etre daou e oue douget eul lezenn a varo a enep ar gristenien gant ann impalaer Dioklesian, ha Siprian ha Justina a oue galvet dirak Eutolm, gouarner ar Phenisii. Ar gouarner-ma a reaz dispenn korf Justina a daoliou fouet, hag hini Siprian gant ivinou houarn, ha goudeze e roaz urz d’ho stleper ho daou enn eur gaoter leun a bek, a zoa hag a goar, lakeat da virvi enn eunn douez. Mez dont a rejont ac’hano heb beza skaotet tamm ebed. Eutolm, mantret o velet kement all, a lavaraz neuze ho c’has da Nikomedii, el leac’h m’edo Dioklesian d’ann ampoent. Ann impalaer ho c’houndaonaz raktal da veza dibennet, hag ho merzerenti a erruaz d’ar 26 a viz guengolo euz ar bloaz 304.


SONJIT ERVAD

Ann amourouzded a zo goest da lakaat ann den da verza he ene d’ann diaoul. Beillit eta var ho kaloun gant ar brasa evez enn aoun na ziouante ennhi eur garantez direol bennag, ha na ve ar garantez-se kaoz d’ehoc’h da goueza e nouzped pec’hed nag erfin d’en em goll da viken. Mes, mar fell d’ehoc’h, e guirionez, miret ho kaloun dioc’h ann tan milliget-ze, beillit ive var ho taoulagad hag hoc’h holl skianchou ; dre ar re-ze evel dre gen aliez a brenestr pe a zor ec’h en em zil ann enebour. Diouallit na rofac’h digor d’ezhan.