◄ Visant Ferrier | Selestin | Aphraat ► |
r zant-ma a ioa ganet e Rom, hag a oue hanvet da
bap er bloaz 422, goude maro sant Bonifas. Gouarn
a eure ann Iliz epad dek vloaz gant eur furnez vraz. Ar
pez a glaske dreist peb tra oa silvidigez ann eneou, ha
n’en doaken ioul nemed da velet ar guir relijion oc’h
en em astenn muioc’h-mui dre ar bed.
Abalamour da ze e lavaraz da zant Jermen, eskop
Aoserr, mont euz he berz da ober eunn dro da Vro-Zaoz
gant aoun na deuje kristenien ar vro-ze da veza touellet
gant ann heretiked. Abalamour da ze ive e kasaz sant
Pallaad ha sant Patris da brezeg ann Aviel d’ar Skoted ha
d’ann Irlanded, daou bobl hag a ioa c’hoaz paian hag
hanter-c’houez.
D’ar mare-ze, Nestorius, eskop pe batriarch Konstantinopl, en em lakeaz da lavaret ne oa ket ar Verc’hez Vari mamm da Zoue, ha ne dliet ket rei ann hano-ma d’ezhi. Enn hor bro-ni, ar vugale azo enn oad da ober ho fask a c’hoar holl ez euz e Jezuz-Krist diou natur, natur Doue ha natur ann den, mes n’ez euz nemed eur persounach, persounach Mab Doue. Ar Verc’hez Vari a zo eta mamm da Zoue p’e guir eo mamm da Jezuz-Krist, ha p’e guir n’ez euz e Jezuz-Krist nemed eur persounach hag a zo Doue evel ann Tad hag ar Spered-Santel. Mes Nestorius en doa chenchet ar gentel-ze euz ar c’hatekiz. « E Jezuz-Krist, emezhan, ez; euz daou bersounach, per sounach Mab Doue ha persounach ann den ; hogen, ar Verc’hez n’eo mamm nemed da bersounach ann den, ha rak-se n’e ket e guirionez mamm da Zoue. »
Beleien ha tud fidel Konstantinopl a skrijaz kenta tro ma klevchont eunn hevelep blasphemm er gador. Mes eur vech all e klevchont goasoc’h c’hoaz, hag enn dro-ma ar bobl holl a laoskaz eur griadenn estlammuz, hag a dec’haz kuit euz ann iliz gant he heuz hag he spount. Ar brud euz a gement-se o veza eat betek ann ermited koz o doa tremenet ho buez pell dioc’h trouz ar bed, ann ermited-ma a deuaz ho-unan da rei dirak ann holl hag a vouez huel testeni d’ar feiz katholik. « Ia, emezho, ar Verc’hez Vari a zo mamm da Zoue; setu petra e deuz desket ato ann Iliz d’he bugale, ha prest oump da skuill hor goad evit difenn ar virionez-se. » Sant Selestin a ioa bepred var evez evit diarbenn ar fals kredennou e kement leac’h m’en em ziskouezent. Pa glevaz petra ioa erruet e Konstantinopl, ec’h asamblaz dioc’htu eunn nebeut eskibien e Rom, ha goude beza kemeret kuzul digantho, e koundaonaz Nestorius da veza eskummunuget ha torret euz he garg, nemed en em zislavaret a raje dre skrid a benn dek devez. Mes ann eskop aheurtet-se ne reaz van euz ar zetans douget gant ar pab, hag a gendalc’haz da lavaret ne oa ket ar Verc’hez Vari mamm da Zoue.
Neuze e oue asamblet eur c’honsil jeneral e kear Ephez, ha kerkent ha ma oue digoret, ar c’honsil-ma a reaz ar pez en doa merket sant Selestin, da lavaret eo, e lamaz he garg digant Nestorius hag e taolas ann eskummununugenn varnhan. Hogen, tud fidel Ephez n’o doa ket labouret enn devez-se, kement a vall o doa da c’houzout petra raje ann esbibien; n’o doa ket zoken sonjet dibri, mes chomet oant azalek ar mintin e kichen dor ann iliz el leac’h m’edo Tadou ar c’honsil. Pa deuaz ar re-ma er meaz dioc’h ann abardaez, ha pa oue klevet petra o doa great, ann holl a zirollaz da grial a bouez-penn : « Aze eo ! Setu roet lamm da enebour ar Verc’hez! Henor ha gloar da Vari ! Henor ha gloar da vamm Doue!!! » Biskoaz ar bobl n’oa bet laouenoc’h; ober a reaz koumpagnunez d’ann eskibien betek ho lojeiz, ha dioc’h ann noz e oue allumet tanteziou a joa e kement korn a ioa e kear.
D’ar mare-ze, ez oa ive e Frans beleien hag a gave abeg e skridou sant Aogustin, a ioa nevez maro. Mes sant Selestin a skrivaz da esbibien ar vro, hag a lavaraz d’ezho : « — Aogustin a zo bet ato a-unan gant Ilis Rom, hag istimet gant ar pabed a zo bet em raok-me evel unan euz ar brasa doktored; red e d’ehoc’h eta lakaat da devel ar re o defe c’hoant da damall anezhan goude he varo. »
Evelse, pa ne d-ea ket ann traou ehun aoualc’h enn eunn tu bennag, sant Selestin a haste affo lakaat urs e kement-se. Ar zant-ma a varvaz e Rom er bloaz 432, goude beza bet ann eur da velet ar peoc’h o ren adarre etouez ann holl dud fidel, ken e kostez ar Zao-Heol, ken e kostez ar C’huz-Heol.
E buez sant Selestin e kavomp testeniou kaer euz ar garantez hag euz ar respet o doa ar gristenien evit ar Verc’hez enn amzer genta euz ann Iliz. Setu aze ive penaoz e tleomp karet hag henori mamm Doue. Red e d’eomp beza prest ato da ziskouez d’ezhi hor c’harantez, hon respet hag hon devosion, heb aoun ebed rak ann dud. Eur guir zervicher da Vari ne c’houfe biken mont da goll; mes ne c’hellomp ket kounta var ar baradoz mar on euz mez oc’h en em lakaat e renk he zervicherien hag he bugale.