Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1913/Roza a Viterb

Eus Wikimammenn
◄   Fiakr Roza a Viterb Lorans Justinian   ►



ar pevare devez a viz guengolo


SANTEZ ROZA A VITERB, EUZ A DREDE URS SANT FRANSEZ
————


Ar zantez-ma a ioa gaaet e Viterb enn amzer ma rea ann impalaer Frederik II, leshanvet Baro-Ruz, eur vrezel sakrilach d’ann Iliz ha d’ar pab. Doue he joazaz, hag hi c’hoaz iaouankik, evit difenn ar guir relijion a enep ann heretiked a ioa a dud gant ann impalaer-ze, ha krenvaat ar gristenien gatholik er feiz.

Ar c’homzou kenta a deuaz euz he ginou a oue ann hanoiou santel a Jezuz hag a Vari, har kenta tra a reaz pa c’hellaz bale he-unan a oue mont d’en em strinka d’ann daoulin dirak ar grusifi ha dirak imach ar Verc’hez. D’ann oad a dri bloaz e tigasaz adarre e buez eunn eontr d’ezhi hag a ioa maro eunn devez a ioa.

Ar brud euz ar mirakl-se o veza redet dre gear, ne oue ken kaoz gant ann dud nemed euz a Roza. Mes houma n’e ket plijout d’ann dud eo a glaske, mes plijout da Zoue. Epad c’houec’h vloaz dioc’htu e chomaz kuzet enn eur gamprik e ti he zad, hag eno e tremene he holl amzer o pedi, o labourat, hag o kastiza he c’horfik ken tener c’hoaz dre ar rusta pinijennou. Ne deue euz he c’hambr nemed evit mont d’ann iliz pe da vizita ar beorien.

Abarz ar fin e kouezaz klanv ha toc’hor zoken. Mes d’ann amgoent m’edo dija var he zremenvan, ar Verc’hez Vari he fareaz enn eunn taol kount enn eur lavaret d’ezhi guiska sae Trede-Urs sant Fransez hag en em lakaat da brezeg ar binijenn d’ar bobl. Prest goude, hor Zalver he-unan en em ziskouezaz dirazhi astennet var he groaz ha leun-c’hoad he gorf.

Roza a zentaz ouz ar Verc’hez. ha goude beza guisket sae Trede-Urs sant Fransez, setu hi da brezeg a vouez huel dre ar ruiou ha var ar plasennou evel propheted Israel guech all. Ne oa c’hoaz neuze nemed nao pe zek vloaz. Goulskoude ar bobl a zelaoue anezhi gant respet ; rak anat oa d’ann holl e komze ar Spered-Santel he-unan dre he ginou.

D’ar mare-ze, ez oa kalzik heretiked e Viterb. Ar re-ma a ieaz enn egar ouz Roza abalamour ma tiskoueze d’ezho sklear ne oa nemed gevier oc’h ho heul, hag edo ar virionez gant ar pab hag ann Iliz katholik. Klask a rejont ober d’ezhi tevel ; mes ne c’helljont ket dont a benn euz ho zaol. Neuze e poulzchont ar gouarner d’he c’has kuit euz a gear. Ar gouarner a roaz skouarn d’ezho, hag eunn devez Roza hag he zud o devoue urs da guitaat Viterb var ann heur. Hogen, ann dra-ma a ioa er goanv, hag ann henchou a ioa goloet a erc’h. Ar Zantez hag he zud a oue kollet enn eur dreuzi eur c’hoat, hag a jomaz hed ann noz da vale heb gouzout e pe leac’h edont. Tad ha mamm Roza a vouele ; mes hi a ioa bepred laouen : euruz oa abalamour ma c’helle gouzanv eunn dra bennag dre garantez evit Jezuz-Krist.

Antronoz evelato ec’h errujont e Soriano, ha kerkent ar Zantez en em lakeaz da brezeg adarre, Konsoli a eure tud fldel ar gear-ze enn eur lavaret d’ezho e varvche heb dale ann hini a rea brezel d’ann Iliz. Ar pez a lavare a deuaz da veza guir ; rak ann impalaer Frederik II a varvaz er bloaz-se d’ann trizek a viz kerzu.

Euz a Zoriano Roza a ieaz c’hoaz da veur a gear all, hag e peb leac’h ne ehane da alia ar bec’herien da zistrei ouz Doue ; poueza a rea ive var ar zentidigez a dle ann holl gristenien d’ar pab. Eunn droiad ec’h en em daolaz e kreiz eunn tan braz heb kaout drouk ebed, hag ar mirakl-ma a lakeaz eur zorserez keretik da zigeri he daoulagad da sklerijenn ar feiz.

Pa oue klevet e Viterb oa maro ann impalaer Frederik II, ar bobl a gasaz ar gouarner kuit, hag a c’halvaz Roza da zont enn dro. Ar Zantez a oue digemeret gant he c’henvroiz evel eur rouanez. Mes dija e devoa gounezet he c’hurunenn er baradoz, ha prest goude e varvaz, er bloaz 1252, oajet hebken a zaouzek pe drizek vloaz.


SONJIT ERVAD

Santez Roza enn eur brezeg a boueze var ar zentidigez a dle ann holl gristenien d’ar pab. Ar pab a zalc’h var ann douar plas hor Zalver Jezuz-Krist. Rak-se ann nep her selaou a zelaou Jezuz-Krist he-unan ; mes ive ann nep hen disprij a zisprij Jezuz-Krist, hag ann nep a zisprij Jezuz-Krist n’ez euz baradoz ebed evithan. Lakit ann dra-ze doun enn ho spered, ha bezit ato leun a respet evit hon Tad santel ar Pab.