Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1913/Ren

Eus Wikimammenn
◄   Bertin Ren Ginivelez ar Verc’hez   ►



ar seizved devez a viz guengolo


SANTEZ REN, GUERC’HEZ HA MERZEREZ
————



Ar zantez-ma a ioa ganet e kear Aliz er Bourgogn, a dud a lignez huel. He zad hag he mamm a ioa paianed ho daou ; mes he mamm a varvaz enn eur lakaat anezhi er bed, hag ar vaouez a oue klasket d’he maga a ioa kristenez, hag eur gristenez vad. Houma he c’helennaz abred var guirioneziou ar feiz, ha d’ann oad a nao bloaz e oue badezet heb gouzout dare d’he zad. Divar neuze Ren n’e devoue mui ken ioul nemed da blijout da Jezuz-Krist, ha prest goude e reaz he zonj da jom bepred guerc’hez.

Etre daou, Olibrius, gouarner Frans d’ann ampoent, a ieaz da ober eur bale da Aliz. Eno en devoue tro da velet Ren e ti he zad, a ioa he hano Klemant, ha raktal e sonjaz he goulenn da bried. Klemant a oue foug ennhan o klevet ar goulenn-ma hag a asantaz dioc’htu. Goulskoude, o veza ma renke ar gouarner mont d’ann Allemagn, Klemant hag hen en em glevaz da c’hortoz eur pennad abarz ober ann eured.

Epad ann amzer-ze, Klemant a dlie ive obten asant he verc’h. Mes, kerkent ha ma oue toullet kaoz d’ezhi, Ren a respountaz grons n’e devije biken ken pried nemed Jezuz-Krist. He zad n’he lezaz ket da lavaret hirroc’h : kement a zrouk a ioa ennhan o velet oa kristenez he verc’h ma reaz he frizounia var ann heur enn eunn dourell euz he vaner, gant eur c’helc’h houarn enn dro d’he c’horf hag eur jadenn a bep tu evithe delc’her stag ouz ar mogeriou.

Olibrius, o veza distroet euz ann Allemagn, n’oa ket evit kredi ar pez a oue kountet d’ezhan divar benn Ren. Pedi a eure he zad da zigas anezhi dirazhan, ha pa oue erruet, ec’h eseaz da genta he gounit dre gomzou flour ha dre bromesaou kaer. Mes ar gristenez kalounek ne reaz van evit he glevet, hag a zalc’he mad ato d’he feiz ha d’ar bromesa e devoa great d’he Zalver Jezuz.

Neuze ar garantez en doa ar gouarner evithi a droaz enn eur gounnar direiz. Rei a eure urs d’he diviska enn noaz ha da zispenn he c’horf epad div heur, da genta a daoliou fouet, ha goudeze gant ivinou houarn. Goad ar Zantez a boullade var ann douar ; mes hi a veule Doue, hag a ioa bepred kel laouen ma’z oa mantret he bourrevien. Olibrius he-unan en devoue mez o veza ker kriz e kenver eur plac’h ker iaouank, rak Ren ne oa c’hoaz nemed seitek vloaz, hag a lavaraz erfin ehana hag he c’has d’ar prizoun.

A veac’h oa erruet eno, ha serret ann or varnhi, ma’c’h en em roaz da gousket. Hogen, epad he c’housk, e velaz eur groaz vraz-vraz, hag e beg ar groaz-se eur goulm hag a ziskleriaz d’ezhi e resevche antronoz kurunenn ar verzerenti. Ar c’helou-ma a reaz kement a blijadur d’he c’haloun ma tihunaz enn eunn taol kount ; mes peger souezet ne oue-hi ket pa remerkaz oa he c’horf ker iac’h ha ken dibistig ha biskoaz !

Ar gouarner, o veza klevet petra ioa c’hoarvezet, a gemeraz ar burzud-se evit eunn taol maji pe eunn taol sorzerez, hag a ieaz muioc’h-mui enn egar. Ordren a eure staga ar Zantez ouz eur peul, he divreac’h astennet e kroaz, ha devi d’ezhi he stomok hag he c’hosteziou gant goulou var elum. Goudeze e lavaraz souba anezhi enn eur veoliad dour ien. Mes a veac’h oa diskennet er veol ma pareaz adarre el leac’h m’oa bet poazet gant ar goulou, hag ar goulm e devoa guelet dija dre he c’housk er prizoun a deuaz da blava var he fenn. Er memes amzer ann douar a grenaz, ar gurun a grozaz, hag euz a greiz ar c’hoabr gour-zigor e oue klevet eur vouez o lavaret : « — Deuit, Ren, deuit da reseo ar gurunenn a zo dleet d’ho nerz-kaloun ha d’ho vertuziou. »

Ar mirakl nevez-ma a reaz da eur maread paianed anaout raktal ar virionez euz ar relijion gristen. Mes Olibrius a jomaz bepred aheurtet, ha gant aoun na zavche ar bobl enn he enep, e roaz urs da zibenna ar Zantez. He merzerenti gloriuz a erruaz er bloaz 253 goude donedigez hor Zalver.


SONJIT ERVAD

Magerez Ren a gelennaz anezhi abred var guirioneziou ar feiz. Pa vez red kas, eur c’hrouadur d’ar marti, e renker teuler evez da be leac’h he gas, n’e ket hebken abalamour d’ar c’henteliou a c’hell he vagerez da rei d’ezhan pa deui da gaout eunn tammik skiant, mes evit eur rezoun ali c’hoaz. Peurvuia ar vugale a zun techou fall ho magerez asambles gant he leaz. Evelse, mar d-eo ar vagerez techet da eva, ar c’hrouadur maget ganthi a vezo ive. Mar renkit eta, mammou kristen, klask eur vagerez d’ho pugale, choazit-hi etre kant ha mil. Mar renkit, a lavarann ; rak, mar gellit maga hoc’h-unan ho pugale, eo eunn dever evidhoc’h hen ober.