Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1913/Pulkerii

Eus Wikimammenn
◄   Trankuillin Pulkerii Elizabeth a Bortugal   ►



ar seizved devez a viz gouere


SANTEZ PULKERII, GUERC’HEZ
————


Ar zantez-ma e devoue ann henor da veza merc’h ha merc’h-vihan, c’hoar ha, pried da eunn impalaer ; mes ann dra-ze a zo nebeut a dra e skoaz ar brud hag ar c’hloar a dennaz var he hano dre he aked da zifenn ar feiz katholik a enep ann heretiked euz he amzer. Ne oa nemed nao bloaz pa varvaz ann impalaer Arkaad, he zad ; mes bez’e devoa dija eur furnez dreist he oad, ha setu perak ar re a oue karget da c’houarn ar lez, da c’hortoz ma vije major he breur Theodoz, ne reant morse netra heb goulenn kuzul diganthi. Ar vro o veza e peoc’h d’ann ampoent, ann holl a grede n’oa ken kaoz da gement-se nemed vertuziou ha santelez ar brinsez iaouank.

Houma a veve enn he falez evel eul leanez enn he c’houent. Sevel a rea enn noz da bedi Doue, pell e chome da vedita, ha kustumm oa ive da gastiza he c’horf dre bep seurt pinijennou. D’ann oad a bevarzek vloaz, e voestlaz he guerc’hded da Zoue. Lakaat a eure ober eunn aoter euz ar re gaera evit iliz Konstantinopl, ha var ann araok euz ann aoter-ze oa merket e roe anezhi evel eunn testeni solanel euz ar veu e doa great.

Pulkerii a zervichaz da vamm d’he c’hoarezed ; mes poania a reaz muioc’h c’hoaz da gelenn ervad he breur, petra bennag ne oa nemed bloaz pe zaou kosoc’h evithan. Doue a vennigaz he foan, ha Theodoz a oue skouer ann impalaered kristen keit ha ma sentaz ouz he c’hoar. Mes ann teodou fall a droaz he galoun, hag ar Zantez en em dennaz er meaz euz ar palez hag er meaz euz a gear evit beva he-unan gant Doue. Gras e kave beza evelse pell dioc’h trouz ar bed, ha gellout tremen he holl amzer o pedi hag o vedita.

Mes allaz ! kerkent ha ma oue eat kuit euz a balez ann impalaer, ar peoc’h hag ann euruzded a dec’haz ive euz ar rouantelez. Neuze he breur a anavezaz he faot hag a c’halvaz anezhi da zont enn dro. Dont a eure ; mes ne jomchont mui pell asambles. Theodoz a varvaz prest goude, ha Pulkerii a heritaz euz he gurunenn. Pa oue pignet var ann tron, e timezaz da eur jeneral, he hano Marsian, goude beza en em glevet ganthan da veva ato ho daou evel breur ha c’hoar. Kredi a rea e vije easoc’h d’ezhi gouarn ar rouantelez p’e devije eur goaz d’he zikour.

D’ar mare-ze e savaz diou herezi nevez etouez ar gristenien, hini Nestorius hag hini Eutiches. Nestorius a lavare ez oa e Jezuz-Krist daou bersounach, persounach Doue ha persounach ann den, hag Eutiches a lavare, er c’hountrol, n’ez oa nemed eunn natur.

Pulkerii n’e devoue repoz ebed ken na oue flastret ho fenn d’ann hereziou nevez-se, ha koundaonet Nestorius hag Eutiches. Ober a eure kement dre he c’homzou ha dre he liziri dre he aliou hag he gourdrouzou, evit diarbenn ann heretiked ha startaat ann dud fidel er feiz, ma veritaz beza meulet gant ann eskibien e konsil Kalsedoan evel eunn eil santez Helena, ha trugarekeat gant ar pab sant Leon evit beza sikouret ann Iliz da c’hounit ar viktor var he brasa enebourien.

Ar zantez-ma a reaz sevel ive eur maread ilizou enn henor d’ar Verc’hez ha d’ar Zent, ha meur a hospital evit ar re glanv. He c’harantez evit ar beorien a ioa heb he far, ha ne falvezaz d’ezhi kaout ken heritourien nemetho. Mervel a reaz leun a veritou d’ann dek a viz gouere euz ar bloaz 453, oajet a nao bloaz ha tri-ugent.


SONJIT ERVAD

Santez Pulkerii a zervichaz da vamm d’he c’hoarezed, ha poania a eure c’hoaz muioc’h da gelenn ervad he breur Theodoz abalamour hema ne c’hortoze nemed he oad evit beza impalaer. Evelse ive, pa varv ann tad hag ar vamm enn eunn tiegez el leac’h ma’z euz meur a grouadur, ar mab pe ar verc’h kosa a dle servichout da dad pe da vamm d’ho breudeur ha d’ho c’hoarezed iaouankoc’h evitho ; ha mar d-euz etouez ar re-ma unan bennag hag a zo galvet gant Doue da vont da velek pe da leanez, e tleont ive kaout c’hoaz muioc’h a zoursi euz a hennez pe euz a hounnez eged euz ar re all, ha labourat hervez ho galloud da zikour kas da benn ar pez a fell da Zoue ober euz ho breur pe ho c’hoar. Ouz ho gervel, Doue en deuz taolet enn ho c’haloun eunn haden euz ann env. Mes ann haden-ze a zo red lakaat evez anezhi evit ma tiouano ha ma teuio da vad.