Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1913/Philipp Neri

Eus Wikimammenn
◄   Gregor VII, Pab Philipp Neri Mari-Madalen Pazzi   ►



ar c’houec’hved var ’nn ugent a viz mae


SANT PHILIPP NERI
————


Philipp a ioa ganet e kear Florans enn Itali a dud a zoujans Doue, hag a roaz a-vihanik merkou anat euz he zantelez da zont. Goude beza great he studi, e oue kaset da di eunn eontr d’ezhan a ioa marc’hadour ha pinvidik-braz. Plijout a eure kement d’he eontr ma felle da hema sina he holl danvez d’he niz. Mes Philipp a reaz fae var ar fortun gaer-ze, hag a c’houlennaz kounje digant he dad hag he vamm da vont da Rom. Eno ec’h en em gargaz da ober skol da vugale eunn dijentil, hag epad ann amzer-ze e teskaz he-unan ar philosophi hag ann theoloji. Heb dale e oue unan euz ann habila tud iaouank euz he oad ; mes he humilite a rea d’ezhan kuzat he vouiziegez.

D’ann ampoent-se e veve dija evel eur manac’h. Ne rea nemed eur pred bemdez, hag avechou zoken e chome tri devez dioc’htu heb dibri tamm. Aketuz oa da vizita ar seiz iliz veur euz a Rom, hag aliez e tremene ann noz e guered Kallist o sonjal e Doue hag er baradoz. Boaz oa ive da vont da velet ann dud klanv d’ann hospitaliou, ha sevel a eure eur vreuriez evit digemeret, servicha ha kelenn ann dud paour a deue da bardouna var beziou ann Ebestel.

Ann tan euz a garantez Doue a ioa ker krenv enn he galoun ma veze klevet aliez o lavaret: « — O va Doue, p’e guir oc’h ken din da veza karet, perak n’oc’h euz-c’houi roet d’inn nemed eur galoun ? Perak da vihana n’eo ket brasoc’h ha ledanoc’h va c’haloun ? » Diou euz he gostou a deuaz da choueza hag erfin da derri dre ann nerz euz ann tan-ze.

D’ann oad a C’houec’h vloaz ha tregont, he gonfesour a reaz d’ezhan kemeret ann Ursiou sakr, ha goude ma oue beleget, e oue karget da govez. Hogen, evel konfesour, n’en doa ket he bar evit lakaat ar bec’herien da zistrei ouz Doue, hag ober d’ezho kaout keuz d’ho fec’hejou. Anaout a rea stad ar c’houstiansou dre ar c’houez a gleve gantho ; gant ar re a ioa pur e kleve c’houez vad, ha gant ar re n’oant ket pur e kleve c’houez fall.

O veza ma teue eur maread tud da c’houlenn kuzul diganthan er meaz euz ar gonfesion, ar Zant en em lakeaz da ober konferansou d’ezho enn he gambr. Mes heb dale ne oue ket a blas aoualc’h eno, hag e reaz ar c’honferansou-se enn eunn orator a ioa azioc’h iliz Sant-Jerom. Neuze e c’halvaz beleien all d’he zikour, ha setu aze penaoz e savaz eur Gongregasion nevez, hanvet Kongregasion ann Orator, euz a hano al leac’h ma veze great ar c’honferansou.

Doue a gargaz he zervicher a bep seurt grasou dreist-ordinal. Avechou, a greiz medita pe offerenna, e veze dibradet he gorf diouz ann douar, hag e veze remerket eur sklerijenn gaer o para enn dro d’ezhan. Avechou all ec’h en em gave e meur a leac’h asambles, hag aliez e vele ar Verc’hez hag ann elez. Bez’en devoue ive ann donezoun a viraklou, hag eleiz a dud klanv hag a dud toc’hor zoken a oue pareet ganthan.

Eunn devez, enn eur palez a Rom, eur paotrik pevarzek vloaz, he hano Paol, a ioa prest da vervel hag a c’houlennaz ann Tad Philipp. Raktal ez ejot da glask ar Zant ; mes oc’h offerenna edo. Pa oue echu he offerenn ganthan, ec’h hastaz mont ; mes re zivezad oa : ar paotrik a ioa tremenet, Dija oa goalc’het he gorf evit beza lienet. Goulskoude Philipp en em strink d’ann daoulin eharz he dreid, a daol dour benniget varnhan hag a douch outhan enn eur grena. Kerkent, tra estlammuz ! ar paotr a zao var he c’houanvez. « — Pehini ar guella ganez, eme ar Zant neuze, pe vervel pe jom beo ? » Ha Paolik a respountaz : « — Me’m euz guelet dor ar baradoz gour-zigor ; va mamm ha va c’hoar a ioa eno : guell eo ganen mervel ! » Enn eur gomz evelse, ar paotrik a gouezaz adarre maro-mik etre divreac’h Philipp.

Ar Zant a varvaz he-unan unnek vloaz goude, d’ar 26 a viz mae euz ar bloaz 1595, oajet a bevar-ugent vloaz. Pa oue digaset he Zoue d’ezhan, e tirollaz da vouela hag e lavaraz a vouel huel : « Setu va C’harantez, va C’harantez ! Dont a ra davedon ann hini a ra dudi va ene ! Hastit buhan rei d’inn va Charantez ! »


SONJIT ERVAD

Pegen tomm ne oa ket kaloun ar zant-ma e kenver Doue, e kenver Jezuz-Krist er zakramant euz he garantez ! Ha ni, peger klouar, peger ien marteze n’eo ket hon hini ! Marteze e klevomp ann offerenn heb ober van ebed euz a basion hor Zalver hag euz he varo var ar groaz ; marteze zoken e tostaomp ouz ann daol zantel heb na ve nemeur tenereat hor c’haloun ! E pe leac’h eta ema hor feiz, ha peger klanv n’eo ket hon ene ? O va Doue, pardoun euz va ienien, euz va ingrateri tremenet ! Allumit hoc’h-unan em c’haloun ann tan euz ho karantez, ha ma ne c’hellann ket ho karet evel m’oc’h bet karet gant ar Zent, grit da vihana m’ho karinn hiviziken guelloc’h eget na’m euz ho karet bete vrema.