Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1913/Per Krizolog

Eus Wikimammenn
◄   Fransez Zavier Per Krizolog Barba   ►



ar pevare devez a viz kerzu


SANT PER KRIZOLOG, ESKOP HA DOKTOR EUZ AN ILIZ
————


Ar zant-ma a ioa ganet e kear Imola enn Itali, hag a reaz he studi gant Korneill, eskop ar gear-ze. Per oa he hano, mes divezatoc’h e oue leshanvet Krizolog abalamour ma’z oa eur prezeger dispar ; rak ar ger krizolog a zinifi eunn den hag a lavar komzou aour. Pa oue enn oad da reseo ann Ursiou sakr, Korneill her greaz avieler.

Etre daou e varvaz eskop Raveenn, ha tud a iliz ar gear-ma, a-unan gant ar bobl, a joazaz eunn all evit delc’her he blas. Mes ann dra-ze n’oa ket aoualc’h ; red oa d’ezho c’hoaz kaout asant ar pab. Kas a rejont eta kannaded da Rom da c'houlenn ann asant-ma, hag eskop Imola a oue pedet gantho da vont da ober koumpagnunez d’ar gannaded. Korneill a ieaz, hag a gasaz ive ganthan ann avieler Per.

Epad ann amzer-ze, ann abostol sant Per ha sant Apolliner, merzer, en em ziskouezaz d’ar pab dre he gousk, gant eunn den iaouank e kreiz etrezho ho daou, hag a lavaraz d’ezhan : « — Setu ama ann hini a dleit da lakaat da eskop e Raveenn ; arabad e d’ehoc’h lakaat nikun all ebed. »

Goudeze, pa erruaz ar gannaded dirazhan asambles gant Korneill hag ann avieler Per, ar pab a anavezaz ema dioc’htu evit ann den iaouank en doa guelet e kreiz etre ann abostol sant Per ha sant Apolliner, merzer, ha raktal e tiskleriaz d’ar gannaded n’e ket ann hini o doa choazet, mes ann avieler Per, eo a vije ho eskop.

Ar gannaded a gavaz ann dra-ze diez, da genta ; mes, p’en devoue ar pab kountet d’ezho ar pez a ioa c’hoarvezet, e plegchont gant joa da volontez Doue, hag e saludchont ho eskop nevez gant ar brasa respet.

Ann avieler Per a oue eta beleget ha sakret eskop, kaer en devoue klask argila. Prest goude ez eaz da Raveenn, hag eno e oue digemeret gant ann holl evel eunn eal euz ann env. Ann impalaer Valantinian hag he vamm a ioa er gear-ze d’ann ampoent, ha ne rejont ket nebeutoc’h a stad anezhan eged ar re all.

Ne c’houlennaz nemed eunn dra digant tud he eskopti enn eur erruout enn ho zouez, hag ar pez a c’houlennaz eo ma vijent ato fidel da zelaou he gomzou ha da zenti outhan, pe guir en doa kemeret eur garg ker pounner evit labourat da zavetei ho eneou. Neuze ec’h en em lakeaz d’ho c’helenn var ho deveriou a gristen ha var deveriou ho stad dre zarmouniou berr ha sklear. C'houezek hag eiz-ugent euz ar zarmouniou-ze a zo deuet betek ennomp. Ar Zant a alie dreist peb tra ar bobl fidel da dostaat aliez ouz ar zakramanchou. « — Korf Jezuz-Krist, emezhan, a dlefe beza hor magadurez pemdeziek. » Prezeg a rea ive dalc’h-mad var ann ezomm en deuz ann den da bedi ha da ober pinijenn, ha d’ar re n’oant ket krenv aoualc’h da iun epad ar c’horaiz e lavare : « — Grit aluzenn e plas ar iun. »

D’ar mare-ze, e veze kalz dizurs e Raveenn d’ann deiz kenta euz ar bloaz. Maskaradennou a rede dre ruiou kear enn eur zansal hag enn eur ober a bep seurt arieziou. Mes Per a bignaz er gador, hag a brezegaz gant kement a nerz a enep ar c’hiz fall-ze ma teuaz a benn d’he disc’hrizienna var neat. Setu ama, etouez meur a dra all, petra lavaraz enn he zarmoun. « — Ann nep, emezhan, a fell d’ezhan kemeret he ebat gant ann diaoul er bed-ma n’en devezo ket a berz e euruzdet Jezuz-Krist er bed all. »

Eunn droiad e vankaz he vouez d’ezhan a greiz m’edo o prezeg. Kerkent, e tirollaz kement a voelvan hag a gri fors enn iliz, gant ann dud o c’houlenn pardoun euz ho fec’hejou, m'en devoue ar Zant leac’h da drugarekaat Doue evit ar pez a ioa c’hoarvezet ganthan, p’e guir ann dra-ze en doa skoet eunn taol pounneroc’h e kaloun ar re a ioa oc’h he zelaou eget n’o devije great he gomzou.

Erfin, o c’houzout n'en doa mui pell da veva, Per a ieaz da Imola da bedi sant Kasian, patroun ar gear-ze, d’he zikour da rei eunn ene mad da Zoue. Eno e klanvaz hag e varvaz e peoc’h d’ann eil a viz kerzu euz ar bloaz 450, goude beza gouarnet eskopti Raveenn epad trivac’h vloaz gant eur furnez hag eur zantelez vraz. He gorf a oue enterret enn iliz sant Kasian, mes unan euz he zivreac’h a oue kaset da Raveenn.


SONJIT ERVAD

Heb asant ar pab, eunn eskop n’en deuz galloud ebed evit gouarn eunn eskopti, hag ar veleien a ve kaset ganthan d’ar parreziou ne c'hellfent ket digeri doriou ar baradoz da dud ar parreziou-ze. Perak ? Abalamour n’o defe ket ann alc’houez. Jezuz-Krist n’en deuz roet alc’houez ar baradoz nemed da zant Per, hag evel n’euz nemed ar pab hag a zalc'hfe plas sant Per, n’ez euz nemethan ken nebeut hag en defe heritet euz ann alc’houez-se dreizhan he-unan. Evit gellout eta digeri doriou ar baradoz d’ar gristenien, ann eskibien a renk reseo ann alc’houez digant ar pab, hag ar veleien a renk he reseo digant eunn eskop hag en deuz bet anezhan dija digant ar pab.