Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1913/Per Damian

Eus Wikimammenn
◄   Kador sant Per enn Antioch Per Damian Mathias   ►



ann trede var ’nn ugent a viz c’houevrer


SANT PER DAMIAN, ESKOP HA DOKTOR EUZ AN ILIZ
————


Ar zant-ma a ioa ginidik euz a gear Raveenn enn Itali. Iaouankik oa c’hoaz pa gollaz he dad hag he vamm, ha neuze e kouezaz etre daouarn unan euz he vreudeur hag a oue kriz meurbed enn he genver. Ne roe ket hanter-voued nag hanter-zillad d’ezhan; he lezel a rea diarc’henn, skei a rea ganthan aliez, hag e leac’h he gas d’ar skol pa oue deuet enn oad da vont, e kasaz anezhan da ziouall al loaned. Goulskoude ar minor paour en devoa eur galoun vad. Eunn devez e kavaz eur pez arc’hant var he hent, ha raktal, heb sonjal en doa ezomm aoualc’h he-unan, e roaz ar pez arc’hant-se da eur belek enn eur bedi anezhan da lavaret eunn offerenn evit he dad hag he vamm.

Bez’en devoa eur breur all hag a ioa persoun e Raveenn. Hema,o veza klevet pebez buez a reat d’he vreur bihan, her c’hemeraz enn he di, ha goudeze hen lakeaz er skol gant mistri habil. Per en doa eur spered lemm, hag he vrasa plijadur oa lenn ha studia. Evelse e teske enn eur miz kement hag ar re all enn eur bloaz, hag heb dale e oue goest da veza mestr he-unan. Digeri a eure eur skol hag a oue darempredet kalz gant ar vugale, ha dioc’h ar skol-ma en devije gellet beva enn he eaz ; mes ar pez a glaske dreist peb tra oa savetei he ene, hag aoun en doa ato d’en em goll er bed.

Goude eta beza bet eur pennad oc’h ober skol, e reaz he zonj d’en em denna enn eul leac’h gouez ha distro, etouez menac’h hag a heulie eur reolenn a vuez euz ar re strisa. Iun a reant aliez divar bara ha dour, bemnoz e savent da bedi Doue hag ato e valeent var ho zreid noaz. Ar Zant n’en devoue ket a boan oc’h en em voaza dioc’h ar vuez-se ; rak dija, epad m’edo er bed, e touge eur c’houriz reun hag e chome pell da veilla araok mont da gousket.

Abarz nemeur ne oue manac’h ebed er gouent hag a vije ken humbl, ken devot ha ker sentuz hag hen. Pa veze enn he gambr, e rea diou lodenn euz he amzer: eul lodenn a roe d’ar bedenn hag eul lodenn all d’ar studi. Evelse e teuaz buhan da veza ken habil var ar skianchou sakr ha ma’z oa dija var skianchou ar bed. Neuze ann Tad abad her c’hargaz da brezeg d’ar venac’h all, hag hen ober a eure gant kement a nerz hag a frouez ma oue goulennet ive da vont da zarmoun er c’houenchou divar dro.

Etre daou e varvaz ann Tad abad, ha Per Damian a oue choazet evit delc’her he blas. N’en doa ket a c’hoant da gemeret ar garg-se ; mes red e oue d’ezhan senti. O veza abad, e poaniaz dreist peb tra da lakaat ar peoc’h, ann humilite hag ar garantez da ren etouez he venac’h. Sevel a eure pemp kouent nevez, ha lavaret a c’heller gant guirionez e oue evel eunn eil foundatour euz he Urs.

Ar brud euz he zantelez hag euz he virit dreist-ordinal a rea d’ar pabed ha d’ar brinsed kaout eunn istim vraz evithan. Ar pab Stephan Nao a zonjaz erfin he denna euz he gouent hag her greaz eskop ha kardinal enn despet d’ezhan. Soubla a eure enn eur vouela da volontez vikel Jezuz-Krist, ha biskoaz eskop ne labouraz gant muioc’h a aked evit silvidigez he bobl.

Evel kardinal, e oue karget gant ar pabed a bep seurt kefridiou. Ar Zant oa ho den bep vech maveze, enn tu-ma pe enn tu-hont, enebourien da unani, eunn dizurs ennag da ziarbenn. eur c’hiz fall da zisc’hrizienna pe eur gudenn bennag da zirouestla ; ha bep tro ive e teue a benn euz he daol dre he zousder hag he furnez. Mes he spered a ioa dalc’h-mad enn he gouent ha ne ehane da c’houlenn kounje da zistrei etouez he venac’h.

Ar pab Aleksandr Eil a roaz erfin kounje d’ezhan, nemed e lavaraz e kounte varnhan ato pa vije ezomm anezhan evit eur gefridi vraz bennag. Per Damian a zridaz he galoun pa resevaz ar respount-se, hag o veza distro d’he gouent, ec’h en em lakeaz adarre da ren he vuez a vanac’h evel guech all. Ne falvezaz ket d’ezhan zoken kemeret mui ar garg a abad.

Goulskoude ar pab, evel en doa lavaret, her c’hasaz c’hoaz, evel kannad euz he berz, da Frans, d’ann Allemagn ha da Raveenn. Enn eur zont euz ar gear-ma da Rom, e kouezaz klanv e Faenza, hag eno e varvaz d’ann 22 a viz c’houevrer 1072, oajet a dri bloaz ha pevar-ugent. Ar pab Leon XII en deuz lakeat anezhan e renk ann doktored euz ann Iliz abalamour d’al levriou kaer en deuz skrivet.


SONJIT ERVAD

Nag a vinored zo hirio hag a c’hoarvez gantho ar pez a erruaz gant Per Damian enn he vugaleach ! Goude maro ho zad hag ho mamm, e kouezont ive aliez etre daouarn eur breur, pe eunn eontr, pe eunn den all bennag ha n’en deuz soursi ebed nag euz ho c’horf nag euz ho ene. Ar re en em garg da zevel minored a dle da genta ho maga hag ho guiska hervez ho stad, ha goudeze deski pe lakaat deski d’ezho ho fedennou, ho c’helenn var guirioneziou ar relijion, hag ho c’has da govez, d’ann offerenn ha d’ar c’hatekiz pa vezont enn oad da vont. Mar mankont d’ann dever-ze, e kemeront eur goal zamm var ho c’houstians, hag e respountint dirak Doue, ene evit ene, euz ar vugale geiz o devezo lezet, dre ho faot, da veva evel paianed.