Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1913/Patern

Eus Wikimammenn
◄   Maksim hag Olempias Patern Aniset   ►



ar c’houezekved devez a viz ebrel


SANT PATERN, ESKOP
————


Patern a ioa ganet e Breiz-Izel, e tro ar bloaz 358, euz a dud a lignez huel. Mes disprijout a reaz gloar ha madou ar bed evit en em rei holl da zervich Doue. Mont a eure da ober he ermitach enn eur plas distro, hag eno e tremene he holl amzer o pedi, o vedita hag o kastiza he gorf dre ar rusta pinijenn. Ar brud euz he vertuziou a zigasaz d’ezhan meur a ziskib, hag enn ho zouez e remerker sant Patris, abostol ann Irland, hag eur Patern all hag a oue eskop e Guened var he lerc’h.

D’ar mare-ze, Konan Meriadek, kenta roue Breiz-Izel, a reaz sevel eunn eskopti e Guened, ha Patern a oue choazet evit gouarn ann eskopti-ma. Hogen, eur vech eskop, ne jenchaz netra enn he feson da veva. Kreski a eure zoken he iuniou, hag hirroc’h e chome da veilla enn noz. Bez’ez oa Tad ha Providans ann dud paour, hag he di a veze bepred digor d’ann estranjourien ha d’ann dremenidi. Ar pez a glaske dreist peb tra oa savetei ann eneou a ioa fiziet ennhan, ha lakaat ar feiz hag ann devosion da ren muioc’h-mui etouez ar bobl. Ne c’houfe den lavaret pegement a vad a reaz ken dre he gomzou, ken dre ar skouer euz he vuez santel, ken dre he viraklou; rak Doue en devoa roet d’ezhan ive ann donezoun a viraklou.

Enn despet da gement-se, tud aviuz a gemeraz kaz outhan, ha ne ehanent da ober d’ezhan goasa a c’hellent. Patern a boaniaz epad pell amzer da c’hounit anezho dre he zousder hag he basianted; mes, o velet ne jenchent ket, ec’h heuliaz erfin ann ali-ma euz ann Aviel: « Pa viot goall gaset enn eur gear bennag, tec’hit da eur gear all. » Rei a eure ann dilez euz he garg, ha raktal e kuiteaz Guened evit distrei d’he ermitach. Eno ec’h ankounac’heaz fallagriez ann dud o veva adarre he-unan gant Doue, hag eno ive e varvaz e peoc’h ha leun a veritou e tro ar bloaz; 448, oajet a zek vloaz ha pevar-ugent.

Korf ar Zant a oue enterret el leac’h m’oa maro; mes heb dale ar miraklou a c’hoarveze var he vez a ziskouezaz ar c’halloud en doa enn env dirak Doue. Guenediz a oue lakeat nec’het gant eur zec’hor vraz hag a badaz tri bloaz dioc’htu. Ne c’hellent mui kaout netra enn ho douarou, ker kalet oant eat, Neuze e teuaz da zonj d’ezho euz a Batern. « — Mar karjemp, emezho, beza bet chentiloc’h enn he genver, ann eskop santel-ze en devije brema marteze sellet a druez ouzomp. » Var gement-se e c’houlennjont ma vije kaset korf ar Zant da Vened. Kaset e oue, ha kerkent ha mac’h erruaz e kear, e oue fin d’ar zec’hor. Ac’hano eo deuet ar c’hiz da bedi sant Patern pa vez ezomm glao.

Goudeze e oue savet eunn iliz nevez enn henor d’ar Zant, hag unan euz ar vourc’hizien o doa great ann heg outhan epad m’oa eskop a roaz a galoun vad plas da zevel anezhi var he zouar. Relegou Patern a jomaz pell enn iliz-ze ; mes divezatoc’h e ouent kaset da Frans gant aoun na gouezchent etre daouarn ann Normanded divadez. Enn amzer ar Revolusion vraz e ouent kemeret gant ann dud difeiz, ha taolet tamm ama, tamm ahont; goulskoude darn anezho a oue saveteet, hag iliz ar Zant e Guened e deuz hirio c’hoaz eul lodennik euz a benn he fatroun.


SONJIT ERVAD

Tud aviuz a gemeraz kaz ouz rant Patern enn despet d’he zantelez ha d’he viraklou. Arabad e d’ehoc’h beza souezet gant ann dra-ze. Ne c’heller morse plijout d’ann holl, kaer zo, ha pa vezer o klask ober evit ar guella, e vezer tamallet ato gant unan bennag. Hor Zalver en deuz lavaret d’he ziskibien : « — Mar d-euz bet great goall vuez d’in-me, d’ehoc’h e vezo great ive; » hag ann abostol sant Paol en deuz lavaret goudeze : « — Ann nep a fell d’ezhan en em rei d’ann devosion enn eur gerzet var roudou Jezuz-Krist en devezo da c’houzanv a berz ann dud. » Mar oc’h euz enebourien hag a ra d’ehoc’h goasa a c’hellont, evel a reat da zant Patern, poaniit evel ar zant-ma da c’hounit anezho dre ho tousder hag ho pasiantet, ha ma ne deuit ket a benn d’hen ober, ho poan ne vezo ket kollet evit kement-se ; mes servichout a rai d’ehoc’h da greski ho mirit dirak Doue ha da greski ive dre eno ho rekoumpans er baradoz.