Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1913/Paskal Belon

Eus Wikimammenn
◄   Iann Nepomuseen Paskal Belon Venans, Merzer   ►


ar seitekved devez a viz mae


SANT PASKAL BELON


————


Ar zant-ma a ioa ginidik euz ar Spagn, hag a oue hanvet Paskal abalamour m’oa ganet da zul Fask. O veza m’oa paour he dud, ne c’hellaz ket mont d’ar skol ; mes kaout a eure mistri a volontez vad da zeski d’ezhan he lizerennou, hag evelse e teuaz heb dale da c’houzout lenn. Pa veze o tiouall al loaned, rak n’en devoue ken micher nemed hounnez enn he vugaleach hag enn he iaouankiz, e tremene he holl amzer o pedi pe o vedita, pe o lenn eul levr devot bennag ; mes ann dra-ze ne vire ket outhan da deuler evez euz he loaned.

Goude beza chomet eur pennad er gear, ec’h en em lakeaz e servich eunn den pinvidik euz ar vro. Ann den-ma n’en doa ket a vugale, hag a zonjaz ober he heritour anezhan. Mes Paskal a reaz fae var ann heritach-se evit en em rei holl da Zoue.

D’ann oad a bevar bloaz var’nn ugent e c’houlennaz beza resevet enn eur gouent euz a Urs sant Fransez. Ne oue ket pell eno na oa ar venac’h kosa ha santela souezet o velet he zevosion, he spered a binijenn, hag he aked da holl deveriou he stad. Ar venac’h-se o doa c’hoant e kemerje ann Ursiou sakr evit ma vije e renk ann Tadou ; mes hen a oue guell ganthan chom ato e renk ar Frered pe ar Breudeur.

O veza m’oa bepred humbl, sentuz, laouen ha chentil e kenver ann holl, e veze karget peurvuia da ziouall ann or pe da zervicha taol. Avechou evelato e veze kaset ive da labourat er jardin pe er gegin ; avechou all c’hoaz e veze kaset var dro ar re glanv pe ann estranjourien, hag avechou all erfin e veze kaset da drouc’ha keuneud. N’euz fors peger ien e vije, ne zouge morse nemed eur zae, ha morse ken nebeut ne veze boutou ebed ganthan : ne lakea netra enn dro d’he dreid evit bale e kreiz ann erc’h, ar vein pe ar spern.

D’ar mare-ze, superior jeneral Urs sant Fransez a ioa e Paris, ha superior ar gouent el leac’h m’edo ar Zant en doa ezomm da skriva d’ezhan ; mes nec’het oa o klask gouzout da biou rei he lizer da gas ; rak eur manac’h a riskle neuze he vuez o treuzi ar Frans abalamour d’ar freuz a rea eno ann hugunoded pe ar brotestanted. Paskal en em gargaz euz ar gefridi-ze gant joa, ha setu hen enn hent, diarc’henn hervez he gustumm. Euruz e vije bet da skuill he c’hoad evit ar feiz ; mes Doue ne roaz ket d’ezhan ar c’hras-ma.

Poan aoualc’h en devoue goulskoude epad he veach. Aliez ez ejot var he lerc’h euz ann eil kear d’eben ; lod a vanne mein outhan, ha lod all a skoe ganthan a daoliou baz. He skoaz kleiz a oue distreset gant eunn taol evelse, hag a jomaz ato distres goudeze. Meur a vech all c’hoaz e oue dare d’ezhan beza lazet ; mes Doue hen diouallaz, ha ne oue ket lakeat d’ar maro.

Pa oue distro d’ar Spagn, e kendalc’haz da veza evit he vreudeur eur skouer a bep seurt vertuziou. Ar venac’h all o devoa kement a istim evithan ma veze guell gantho goulenn kuzul diganthan eget digant ann doktored habila a ioa enn ho zouez.

Ar zant-ma en doa eunn devosion dener evit sakramant ann aoter hag evit ar Verc’hez Vari. Tremen a rea meur a heur dioc’htu var he zaoulin dirak ann tabernakl ; neuze e veze douget aliez a spered betek ann env, hag he gorf zoken a veze dibradet avechou dioc’h ann douar, hag a jome a-istribill enn ear.

Erfin, ne vanke devez ebed da henori ar Verc’hez, ha bez’ en doa ennhi ar fizians a dle eur c’hrouadur da gaout enn he vamm. He fedi a rea dreist peb tra da obten evithan digant Doue eur maro mad ha santel, ha bez’ en devoue ar c’hras-se d’ar 17 a viz mae euz ar bloaz 1592, ann eil hag hanter-kant euz he oad. Epad m’edot o kana ann offerenn dirak he gorf, a ioa lezet dizolo enn he arched, he zaoulagad a zigoraz hag a zerraz a benn diou vech anezho ho-unan, da vare ar gorreou, epad m’edo ar belek o sevel ann hosti hag ar c’halir.

SONJIT ERVAD

Pa veze Paskal Belon o tiouall al loaned enn he vugaleach, e tremene he holl amzer o pedi pe o vedita, pe o lenn eul levr devot bennag, hag ann dra-ze ne vire ket outhan da deuler evez euz he loaned. Hirio, er c’hountrol, ar vugale a renk ober ar vicher-ze a dremen peurvuia ho holl amzer o c’hoari, ha ne daolont nemeur a evez euz ho loaned. Petra zo kaoz a gement-se ? N’euz ken kaoz nemed abalamour ar vugale-ze n’int ket bet kelennet mad gant ho zud. Mar karje ar re-ma beza desket d’ezho abred ho fedennou, ho c’hatekiz hag ive ho lizerennou, mar gellent hen ober, ar vugale-ze o devije bet plijadur evel ar zant-ma o lavaret ho Fater, pe o c’houlenn katekiz ann eil digant egile, pe o lenn eul levr devot bennag, epad ma vijent er meaz gant ho loaned. Mes ne c’houzont seurt euz ann traou-ze ; n’e ket souez eta e tremenfent ho holl amzer o c’hoari heb ober fors pe ez ai ho loaned da laerez pe n’ez aint ket. Penaoz e c’houfent-hi sonjal e Doue ma n’o deuz ket klevet hano anezhan gant ho zud, pe mar o deuz klevet aliesoc’h hano euz ann diaoul ? Penaoz e c’hellfent-hi beza bugale fur, mar o deuz bet muioc’h a genteliou hag a skoueriou fall digant ho zad hag ho mamm eged a genteliou hag a skoueriou mad ha santel ?