Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1913/Nazer ha Sels

Eus Wikimammenn
◄   Samson Nazer ha Sels Martha   ►



ann eizved var’nn ugent a viz gouere


SANT NAZER HA SANT SELS, MERZERIEN
————


Sant Nazer a ioa ganet e Rom a gerent nobl ha pinvidik. Ann abostol sant Per her gounezaz d’ar feiz, goudeze e oue badezet gant sant Lin. He vertuziou a greske gant he oad, hag ar brud euz he zantelez a rea da galz a dud dont da c’houlenn kuzul diganthan. Mes Doue a lakeaz enn he spered kuitaat Rom, ha setu hen enn hent goude beza guerzet lod euz he zanvez.

E kement leac’h ma tremene e prezege ann Aviel, hag erruout a eure evelse e Milan. Eno e oue kroget ennhan dre urs ar gouarner, hag hema ne espernaz netra evit ober d’ezhan kinnig ezans d’ann idolou. Mes Nazer a jomaz bepred stard er feiz, hag ar gouarner, o velet n’oa ket evit dont a benn anezhan, a lavaraz he skourjeza betek ar goad hag he gas goudeze er meaz euz a gear.

Ar Zant a zride he galoun gant ar joa abalamour m’oa bet kavet din da c’houzanv eunn dra bennag evit Jezuz-Krist. Neuze e skoaz etrezek ar Frans ; rak Doue he-unan her galve da vont di. Hogen, enn eur gear euz ar vro-ze, eur vamm gristen a ginnigaz d’ezhan he mab, a ioa c’hoaz bihanik, enn eur lavaret : « — Me’m euz c’hoant ez afe hema da ober koumpagnunez d’ehoc’h ken na blijo gant Doue ho tigemeret ho taou enn he varadoz. »

Ar paotrik n’oa ket c’hoaz badezet. Nazer a roaz d’ezhan ar vadiziant hag hen hanvaz Sels. Heb dale e ouent taolet ho daou er prizoun, ha Selsik a oue bourrevet enn eur feson skrijuz, Mes treac’h e oue d’he vourrevien, ha n’en devoue ket aoun evit lavaret d’ar barner : « — Ann Doue a zervichann ho parno ive d’ho tro. »

Goulskoude unan bennag a gountaz d’ann impalaer ar pez a rea Nazer e Frans. « — Ne ehane, eme ann diskuiller-ze, da redet ar vro enn eur ziskar ann idolou, hag enn eur ziskleria d’ann holl eo Jezuz-Krist ar guir Doue en deuz krouet ann env hag ann douar. Eur maread tud a grede anezhan abalamour d’ann nerz euz he gomzou hag abalamour d’ar miraklou a rea. »

Ann impalaer a roaz urs raktal dagas ar Zant da Rom. Mes, kaer en devoue, ne c’hellaz morse, na dre bromesaou, na dre c’hourdrouzou, lakaat Nazer da adori ann doueou faoz, hag ar c’hristen kalounek a oue koundaonet erfin da veza beuzet er mor asambles gant ar paotrik Sels ; rak hema a ioa bet ato he goumpagnoun fidel abaoue m’oa badezet.

Ho daou eta e ouent stlapet divar eur vag e kreiz ar mor braz, pell dioc’h ann aod. Mes, d’ann ampoent ma sonje d’ho bourrevien oant dija maro, e ouent guelet, o burzud ! o sevel enn ho za leun a vuez, hag o kerzet var ann dour egiz pa vijent bet var ar c’halet. Ar mirakl-ma a zigoraz ho daoulagad d’ar re a ioa bet karget d’ho beuzi ; anaout a rejont raktal ar virionez euz ar relijion gristen, ha raktal ive e ouent kelennet gant Nazer var ar pez a zesk d’eomp ar relijion-ze.

Ar Zant a gendalc’haz goudeze da vont da brezeg ann Aviel euz ann eil kear d’eben e kement korn a ioa enn Itali. Mes e Milan e oue kroget ennhan adarre, hag enn dro-ma ar gouarner a skrivaz d’ann impalaer da c’houlenn petra dlie da ober. Var ar respount en devoue, e roaz urs da zibenna Nazer hag ar bugel Sels, he goumpagnoun, hag evelse ar re-ma a ieaz ho daou asambles d’ar baradoz evel m’e doa c’hoanteat mamm ar paotrik. Ho merzerenti a erruaz er bloaz 68 goude donedigez hor Zalver.


SONJIT ERVAD

Sant Nazer a iea euz ann eil kear d’eben enn eur brezeg ann Aviel ; penaoz e c’hellit-hu kemeret skouer diouthan ? Setu ama penaoz : n’euz netra easoc’h. Da genta, oc’h ober katekiz d’ho pugale hag o kelenn ho servicherien var ho deveriou a relijion, mar d-emaoc’h e penn eunn tiegez ; rak ann dra-ze a zo ive prezeg ann Aviel. D’ann eil, ma n’emaoc’h ket e penn eunn tiegez, o rei eunn ali fur bennag d’ho nesa pa gavit ann dro, pe o komz d’ezhan euz a eur zarmoun gaer bennag oc’h euz klevet, pe c’hoaz o kana dirazhan eur c’hantik pe eur verz devot bennag hag a c’hell ober vad d’he ene. Neb en deuz guir garantez evit Doue nag he nesa a gav bepred tro d’ober vad enn eur feson pe eunn all.