Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1913/Medard ha Godard

Eus Wikimammenn
◄   Norbert Medard ha Godard Prim ha Felisian   ►



ann eizved devez a viz even


SANT MEDARD, ESKOP, HA SANT GODARD, ARC’HESKOP
————


Ann daou zant-ma a ioa daou vreur ginidik euz ar Pikardi, ha ganet ho daou er memes devez. Er memes devez ive e ouent beleget, hag er memes devez e varvchont. Ho mamm ne espernaz netra evit ho zevel e doujans Doue, ha daou zantik oant dija enn ho bugaleach. Ho brasa plijadur oa mont d’ann iliz da lavaret ho Fater ; aketuz oant bepred da zenti ouz ho zud, hag eunn eston oa guelet pebez karantez o doa evit ar beorien. Medard a denne ann tamm euz he c’hinou evit hen rei d’ezho, hag eunn devez e tiviskaz eur vantell nevez-flamm a ioa ganthan evit he zeuler var diouskoaz eur c’heaz dall : hema a ioa he gorf kouls lavaret enn noaz. Hogen, Godard a ioa henvel ouz he vreur e kenver ar poent-se evel var ar poenchou all.

Pa ouent deuet enn oad, e ouent kaset d’ar skol ha goudeze d’ar skolach, ha pa oue echu ho studi gantho, e ouent beleget gant eskop Vermand. Neuze ar sked euz ho vertuziou a baraz var ar vro evel eur sklerijenn lugernuz. Ne ehanent da iun ha da bedi Doue ; eunn dudi oa evitho tremen ann noz o vedita, ha ken humbl oant ma ne c’houient dare peur o devije great stad aoualc’h euz ho zuperiored. N’oant ket evit gouzanv avad e vije great stad ebed anezho ho-unan.

Arc’heskop Rouan o veza maro, Godard a oue choazet evit delc’her he blas. Hogen, d’ar mare-ze, ez oa c’hoaz kalz paianed e Rouan ; kenta soursi ann arc’heskop nevez a oue eta da c’hounit ar baianed-se da feiz Jezuz-Krist. Mont a rea he-unan d’ho c’haout ha da gaozeal gantho, ha dre he zousder hag he vadelez e teuaz a benn da lakaat eur maread anezho da drei kein d’ho idolou. Ar zant-ma a zikouraz sant Remi ha sant Waast da gelenn ar roue Klovis var ar guirioneziou euz ar relijion gristen. Kemeret a eure perz e kenta konsil Orlean, ha sakri a reaz sant Lo, kenta eskop Koutans. Erfin, goude beza labouret epad tost da hanter-kant vloaz evit gloar Doue ha silvidigez ann eneou, e kouezaz klanv hag e varvaz d’ann 8 a viz even euz ar bloaz 545. He ene a nijaz raktal d’ar baradoz dindan furm eur goulmik venn.

Epad ann amzer-ze, sant Medard a ioa bet hanvet ive da eskop e Vermand. Mes ar gear-ma o veza bet dismantret gant ar Vandaled, ar Zant a deuaz da jom da Noion el leac’h ma’z oa eur c’hastell krenv, hag hiviziken Noion a oue ar gear-benn euz he eskopti. Doue en devoa dija diskleriet he zantelez dre veur a virakl. Evelse, eur vioc’h d’ezhan o veza eat gant al laer, hema a renkaz he digas d’ar gear enn dro abalamour ar c’hloc’h a ioa a-istribill ganthi ouz he gouzoug ne ehane da zini anezhan he-unan n’euz fors e pe leac’h e veze kuzet.

Eskop Tourne o veza maro, sant Medard a oue karget ive da c’houarn ann eskopti-ze. Eleiz a baianed a ioa c’hoaz eno d’ann ampoent ; mes ar Zant a reaz evel en doa great he vreur e Rouan. Mont a eure he-unan da velet ar baianed-se ha da brezeg d’ezho. Beac’h en devoue gantho, da genta, ha ne c’houfe den lavaret pegement en devoue da c’houzanv euz ho ferz. Ober a rejont goab anezhan, ha klask a rejont zoken he lakaat d’ar maro. Mes ar Zant ne fallgalounaz ket evit kement-se, ha beze oue erfin treac’h d’ho aheurtamant enn eur ziskouez enn ho c’henver ar memes dousder hag ar memes madelez en doa diskouezet sant Godard e Rouan. Dont a rejont holl, kouls lavaret, da zilezel servich ann doueou faoz evit beva evel guir gristenien.

Neuze sant Medard a zistroaz da Noion, hag eno e roaz voal ar guerc’hezed da zantez Radegond. Goudeze e kouezaz klanv, hag heb dale ez eaz da reseo enn env ar rekoumpans dleet d’he labouriou ha d’he vertuziou, er memes bloaz hag er memes devez ma varvaz he vreur sant Godard.


SONJIT ERVAD

Ann dousder a deu a benn da c’hounit ar c’halounou ar re galeta. Mar oc’h euz c’hoant eta da zistrei unan bennag dioc’h ar pec’hed, pe dioc’h eur voazamant fall en deuz kemeret, arabad eo d’enoc’h mont d’ezhan dre zrouk ; mes komzit outhan dre gaer ha gant karantez, hag abred pe zivezad e selaouo ac’hanhoc’h hag ec’h anavezo ema ar virionez ganehoc’h. Dre ann dousder hag ar garantez eo o deuz sant Medard ha sant Godard gounezed kement a baianed d’ar feiz.