Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1913/Mathild

Eus Wikimammenn
◄   Gregor, Pab ha Doktor Mathild Lonjin   ►



ann pevarzekved devez a viz meurs


SANTEZ MATHILD, IMPALAEREZ
————


Ar zantez-ma a ioa ganet enn Allemagn a dud a lignez huel. He mamm goz dioc’h kostez he zad a ioa eat da leanez goude maro he fried, hag a c’houlennaz ma vije roet he merc’h vihan d’ezhi da zevel. Mathild a oue kaset eta, hag hi iaouankik-flamm c’hoaz. d’ar gouent el leac’h m’edo he mamm goz. Eno e teskaz abred karet ar bedenn ha kaout plijadur o lenn levriou devot. Deski a reaz er memes amzer griat, ober stamm, hag al labouriou all a ioa dioc’h he doare.

Pa oue enn oad da fortunia, he zud he dimezaz d’ann duk Herri, hag ann duk-ma a deuaz goudeze da veza impalaer ann Allemagn. Mes, evithi da veza impalaerez, ar brinsez Mathild n’oa ket muioc’h a lorc’h ennhi: chom a eure bepred humbl evel eur c’hrouadur. Epad ma veze ann impalaer, he fried, oc’h ober brezel da enebourien ar vro, hi a rea brezel d’ezhi he-unan. Tremen a rea eunn darn vraz euz ann deiz hag euz ann noz o vedita hag o pedi Doue ; bez’ez oa providans ar re baour dre ann aluzennou a roe d’ezho bemdez; aliez ez ea da velet ann dud klanv hag ankeniet, hag ar brizounierien ho-unan o doa ennhi eur vadoberourez prest ato da baea ho dle, da c’houlenn gras evitho pe d’ho zikour enn ho frizoun.

Ar Zantez hag ann impalaer, he fried, n’o devoa etrezho ho daou nemed eur galoun hag eur volontez : ar pez a c’hoantea unan, egile her c’hoantea ive. N’o doa ken ioul nemed da velet Doue anavezet, karet, henoret ha servichet muioc’h-mui enn ho rouantelez hag er meaz euz ho rouantelez. Abalamour da ze ne espernjont netra vit delc’her urs vad enn ho falez hag etouez ho zujidi hag evit rei eunn deskadurez kristen d’ho bugale.

Abalamour da ze c’hoaz ec’h en em glevchont da zougen lezennou nevez evit mad ar relijion hag ann Iliz, ha da lakaat sevel hospitaliou ha kouenchou el leac’h ma vije tud o kana noz-deiz meuleudiou ann Aotrou Doue. Abalamour da ze erfin e labourjont ive da c’hounit d’ar feiz ar boblou paian a ioa c’hoaz enn tu all d’ann Allemagn.

Mes Doue a c’halvaz ann impalaer davethan. Epad m’edo var he dremenvan, ar brinsez Mathild a ioa enn iliz, daoulinet ehars treid eur grusifi. Pa glevaz oa maro he fried, e c’houlennaz ha ne oa mui belek ebed var iun. Respountet e oue d’ezhi ez oa unan, ha kerkent e tistagaz ar chadennouigou aour a ioa ganthi enn dro d’he divreac’h, hag ho roaz d’ar belek-se enn eur bedi anezhan da lavaret ann offerenn evit ann impalaer.

Goude maro he fried, ar Zantez en em dennaz enn eur gouent leanezed, hag eno e tremenaz ann nemorant euz he buez o pedi Doue, o kastiza he c’horf dre ar binijenn hag oc’h ober vad d’ar paour, d’ann dud klanv ha d’ann ilizou. He aluzennou braz a oue kaoz m’e devoue kalz da c’houzanv euz a berz he daou vab kosa, Othon hag Herri. Othon a ioa deuet da veza impalaer ann Allemagn varlerc’h he dad, hag unan bennag a gountaz d’ezhan ne rea he vamm kement-se a aluzennou nemed divar goust ar c’houarnamant. Ar prins a gredaz re vuhan ann teod fall hag en em lakeaz da ober ann heg ouz he vamm, betek zoken ma lamaz diganthi ar pez e devoa dioc’h he c’hostez he-unan. Poan ar Zantez a greskaz c’hoaz o velet he mab Herri, a garie dreist he bugale all, o trei ive enn he enep. Evelato ne laoskaz ket eur glemmadenn, ha lavaret a reaz zoken e vije bet joa ganthi gouzanv ann dra-ze euz a berz he daou vab kosa pa n’efe m’o doa ar re-ma pec’hed dirak Doue.

Goulskoude ann impalaer Othon ne zaleaz ket da anaout he faot, hag o veza galvet he vamm da vont d’he gaout, e c’houlennaz pardoun outhi dirak ann holl, hag e roaz d’ezhi enn dro ar pez en doa lamet diganthi. Ann duk Herri a reaz eveldhan, hag ar Zantez a veve adarre e peoc’h pa blijaz gant Doue digas d’ezhi eur groaz all. Ann duk Herri a varvaz prest goude, hag ar c’helou-ma a lakeaz he c’haloun da ranna enn he c’hreiz.

Divar neuze ne zougaz mui nemed dillad kanv, ha ne gemeraz mui plijadur gant netra ebed. Mes ato e kendalc’he da bourvei da ezommou ar beorien, da zervicha ar re glanv, ha da ober bemdez eur pennad griat pe eul labour all bennag.

O veza kouezet klanv he-unan, e resevaz he zakramanchou diveza digant arc’heskop Maians, a ioa mab bihan d’ezhi. Diskouez a eure kaout c’hoant da rei eunn dra bennag d’ann arc’heskop-se; mes al leanez a ioa var he zro a respountaz : « — Ne jom mui netra ganehoc’h nemed al linseriou oc’h euz lavaret da viret evit ho liena. » « — Mad, eme ar Zantez, roit unan euz al linseriou-ze d’am mab bihan, ezomm en devezo anezhi em raok-me. » Guir a lavare; rak ann arc’heskop a varvaz enn eunn taol trumm abarz erruout enn he eskopti, hag hi a vevaz c’hoaz daouzek devez goude.

Pa oue var he zremenvan, santez Mathild a lavaraz he lakaat da c’hourvez var ann douar, eur c’houriz reun dindanhi. Neuze e taolaz he-unan eunn dornad ludu var he fenn, hag o veza great sin ar groaz, e roaz e peoc’h he ene d’he c’hrouer d’ar pevarzek a viz meurs euz ar bloaz 968.


SONJIT ERVAD

Ar zantez-ma e devoue kalz da c’houzanv euz a berz he daou vab kosa; mes ar re-ma a ioa bet savet mad, ne zalejont ket da anaout ho faot ha da c’houlenn pardoun digant ho mamm. Tadou ha mammou, lakit evez dreist peb tra da zevel ho pugale e doujans Doue, hag evelse, ha pa deufent da ober poan dehoc’h eunn dro bennag, ne zaleint ket ken nebeut da anaout ho faot, ha goudeze e raint adarre ho choa hag ho kloar er bed-ma da c’hortoz ma raint ho kurunenn er bed all.