Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1913/Martina

Eus Wikimammenn
◄   Fransez a Zal Martina, Guerc’hez ha Merzerez Per Nolask   ►



ann tregontved a viz genver


SANTEZ MARTINA, GUERC’HEZ HA MERZEREZ
————


Martina, ganet e Rom, a ioa iaouank c’hoaz pa gollaz he zad hag he mamm. Ar re-ma a lezaz ganthi madou braz; mes hi a roaz ann darn vuia euz ar madou-ze d’ar paour evit beva he-unan gant Doue ha tremen he amzer o pedi hag oc’h ober pinijenn. Rak dija e devoa choazet Jezuz-Krist evit pried, hag abaoue n’edo ket e chal gant netra all ebed.

D’ann ampoent, e reat adarre goall vuez d’ar gristenien, ha barnerien Rom, o veza klevet oa Martina kristenez, a c’halvaz anezhi dirazho. Ar Zantez a ieaz, leun a fizians e Doue, hag ar varnerien a c’houlennaz outhi ha guir oa ec’h heulie ar relijion gristen. « — la, emezhi, guir eo, hag ar re ne heuliont ket ar relijion-ze a so truezuz ho doare. » — « Penaoz, eme unan euz ar varnerien, e c’hellit-hu, gant ann danvez hag ar gened oc’h euz, rei skouarn d’ar seurt rambreou pe zorc’hennou-ze ? Deuit d’ann templ da ginnig ezans da Apollon. » — « N’euz Doue ebed, eme Vartina, nemed ann hini a adorann ; ho toueou-c’houi ne d-int nemed idolou : penaoz e c’hell tud a spered eveldhoc’h-hu adori patromiou bronz pe varbr ? « Ar varnerien a ieaz drouk ennho o klevet eunn hevelep respount, hag a zizkleriaz grons e tlie ar Zantez kinnig ezans d’ann doue faoz Apollon pe en em rezina da vervel.

Setu eta Martina kaset d’ann templ. Enn eur erruout eno e reaz sin ar groaz hag e lavaraz : « — Va Zalver, selaouit pedenn ho servicherez, ha ra’z ai ann idol-ze e poultr hag e ludu ! » Kerkent ann douar a gren, ann templ a gouez enn he boull, ha patrom ann doue faoz a zo bruzunet e mil damm.

Ar varnerien, o kredi ne oa ar mirakl-se nemed eunn taol maji pe eunn taol sorserez, a reaz neuze dispenn korf ar Zantez gant ivinou houarn. Pevar bourreo a oue karget euz al labour-ze, ha pa ouent skuiz, e teuaz eiz all enn ho flas. Mes ar re-ma oue pilet d’ann douar gant eur skerijenn euz ann env, hag a ziskleriaz raktal e felle d’ezho ive adori Doue ar gristenien. Delc’her a rejont mad d’ho feiz, ha divezatoc’h o devoue holl ann eur da skuill ho goad evit Jezuz-Krist.

Antronoz, Martina a oue bourrevet goasoc’h eget biskoaz, ha goudeze e oue kaset da dempl ar fals doueez Diana. Ker buhan ann diaoul a deuaz ac’hano enn eur iudal estlammuz, ha patrom ar fals doueez hag eul lodenn euz ann templ a oue devet gant ar gurun. Ar mirakl nevez-ma ne zigoraz ket ho daoulagad d’ar varnerien, ha setu hi ha koundaoni ar Zantez da c’houzanv poaniou all skrijusoc’h c’hoaz eged ar re e devoa gouzanvet dija.

Unan anezho a lavaraz d’ezhi neuze : « — Ac’hanta, Martina, ne fell ket d’id kinnig ezans d’an doueou ? N’ec’h euz ket aoun rak ar poaniou az pezo c’hoaz da c’houzanv ma ne sentez ket ? » Mes ar Zantez a respountaz kerkent : « — Jezuz-Krist a zo ouz va c’hennerza ; biken ne adorinn ho trouk-sperejou. » E guirionez, Doue a gendalc’haz da rei nerz d’he zervicherez, pe da ober burzudou evit miret n’e devije drouk ebed.

Erfin, ar varnerien o devoue mez oc’h en em velet trec’het gant eur plac’h iaouank, hag a ordrenaz he dibenna. Evelse eo ez eaz Martina da reseo enn env ann diou gurunenn gaer a Verc’hez hag a Verzerez. He merzerenti a erruaz var dro ar bloaz 150.


SONJIT ERVAD

Santez Martina a ieaz dirak barnerien Rom leun a fizians e Doue, hag, evit guir, Doue n’he dilezaz ket : bez’ e oue ganthi bepred evit rei d’ezhi ar viktor var he holl enebourien. Ann Aotrou Doue ne abandoun morse ar re a laka ennhan ho holl fizians. En em daolit eta etre he zivreac’h evel bugale etre divreac’h ho zad: « Mar d-ema Doue ganehoc’h, piou a c’hello noazout d’ehoc’h? » Ann dud a vezo aliez dic’halloud d’hor sikour, goude m’o defe bolontez d’hen ober. Doue, avad, a ra bepred kement a fell d’ezhan. Neb a fizio enn nesa pe ennhan he-unan. en em gavo re verr peurvuia. Ma lakeomp hor fizians e Doue, n’hor bezo meskont ebet.