Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1913/Marsell ha Kasian

Eus Wikimammenn
◄   Narsis Marsell ha Kasian Kintin   ►


ann tregontved a viz here


SANT MARSELL HA SANT KASIAN, MERZERIEN


————


Marsell a ioa eunn offiser kristen euz a armeou ann impalaered Dioklesian ha Maksimian. E Spagn oa ganet, hag eno ive edo he rejimant. Da c’houel ann impalaer Maksimian, e oue urs da ginnig eur sakrifis solanel d’ann doueou faoz, hag ann offiserien hag ar zoudarded a dlie holl kemeret perz er sakrifis-se. Mes Marsell a ioa guell ganthan mervel eged ober netra kountrol d’ar feiz. Diskleria a eure eta, dirak tud he rejimant asamblet, oa da genta soudard da Jezuz-Krist, roue ann env hag ann douar, ha ne adorje biken idolou great gant koat pe gant mein. « — Ma renker mont da baian, emezhan, evit chom e servich ann impalaered, me a guita ar zervich-se hag a lavar kenavo d’ann arme. » Enn eur gomz evelse, ann offiser kristen a daolaz he gleze d’ann douar, hag ar vialenn a zouge evel merk euz he garg.

Ar zoudarded a jomaz mantret o velet petra rea, hag hen diskuillaz d’ar jeneral Fortunat : hema a ordrenaz he lakaat er prizoun da c’hortoz ma vije tremenet ar gouel. Goudeze her galvaz dirazhan, hag e c'houlennaz outhan perak en doa taolet d’ann douar he gleze hag he vialenn a offiser. Marsell a respountaz : « — Hel lavaret am euz dija dirak holl dud va rejimant : abalamour, o veza ma’z ounn kristen, ne c’hellann servicha doue all ebed nemed Jezuz-Krist. » « — Mad, eme Fortunat, goall hardiz oc’h bet. Evelato ne fell ket d’inn ho koundaoni va-unan ; me zo o vont eta d’ho kas da Agrikola, letanant ar prefet e Spagn. »

Agrikola a ioa d’ann ampoent e kear Tanjer enn Afrik, ha Marsell a oue kaset di d’he gaout. Letanant ar prefet a lavaraz d’ezhan, pa erruaz : « — Tamallet oc’h da veza taolet d’ann douar, dirak soudarded ho rejimant, ho kleze hag ho kuialenn a offiser, enn eur ziskleria oac’h kristen ; guir eo ann dra-ze ? » « — Ia, guir eo, eme Varsell : ne c’hellenn mui chom enn arme anez kemeret perz e sakrifisou milliget. » « — Petra eo ar gounnar a zo kroget ennhoc’h, eme Agrikola, ma rit kement-se a fae var hon doueou ? » « — Ar gounnar, eme ann offiser kristen, n’e deuz ket a beg var ar re a zo enn ho c’haloun doujans ann Doue en deuz krouet ann env hag ann douar. »

Neuze ar barner a zougaz ar zetans-ma : « — Marsell en deuz meritet ar maro, ha me a ro urs d’he zibenna. » « — Bennoz Doue d’ehoc’h ! » eme ar Zant. — Merzerenti sant Marsell a erruaz d’ann tregont a viz here, e tro ar bloaz 298.

Mes etre daou oa c’hoarvezet eunn dra all. Grefier ann dribunal, he hano Kasian, n’oa ket bet falvezet d’ezhan skriva ar zetans douget a enep ann offiser kristen. Stlapet en doa zoken he bluenn var leur ar gambr pe ar zal, enn eur lavaret: « — Ar zetans-se a zo a enep peb guir ha peb lealded. »

Agrikola a ieaz drouk ennhan o velet hag o klevet kement all, hag a lavaraz kas ar grefier d’ar prizoun. A benn pemp sizun goude, her galvaz adarre dirazhan ha ne espernaz netra evit e lakaat da ginnig ezans d’ann idolou. Mes Kasian a respountaz grons, evel sant Marsell, ne adorje hiviziken ken Doue nemed Jezuz-Krist, ha raktal e oue koundaonet ive da veza dibennet : ar pez a oue great d’ann tregont a viz kerzu euz ar memes bloaz.


SONJIT ERVAD

Eur c’hristen a dle ato beza prest, evel sant Marsell ha sant Kasian, da c’houzanv n’euz fors petra, hag ar maro zoken, kentoc’h eget kemeret perz er pez a zo kountrol d'ar feiz pe d’al lealded. Pa c’houlenn Doue pe ar goustians eunn dra diganeomp, hag ann dud eunn dra all, n’euz ket da varc'hata. Red eo neuze selaou mouez ann Aotrou Doue pe vouez ar goustians, ha nann hini ann dud ; rak ne c'heller ket servicha daou vestr asambles, eme ann Aviel. Biskoaz mui eged enn deiz hirio n’euz bet leac’h da evesaat ouz ar gentel-ma. Rak ken aliez ha bemdez e klasker hon lakaat d’ober traou eneb d’hor c’houstians pe da lezenn Doue.