Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1913/Marsell

Eus Wikimammenn
◄   Paol, Kenta ermit Marsell Anton, Abad   ►



ar c’houezekved devez a viz genver


SANT MARSELL, PAB HA MERZER
————


Sant Marsell a oue choazet evit pab goude merzerenti sant Marsellin. Ranna a eure kear Rome pemp parrez var’nn ugent, evit ma vije easoc’h rei ar vadiziant hag ar zakramanchou all d’ar baianed a veze gounezet d’ar feiz, hag enterri ar verzerien enn eur feson deread. Skriva a reaz ive d’ann eskibien divar dro kear Antioch, enn Azii, evit digas da zonj d’ezho eo Iliz Rom mamm ha mestrez ann holl Ilizou euz ar bed. El lizer-ze e verke ne c’heller asambli konsil ebed heb urs pe asant ar Pab.

Evelse e c’houarne santelamant ann Iliz pa falvezaz d’ann impalaer Maksans ober d’ezhan dilezel he garg hag adori ann idolou. Marsell ne reaz van evit klevet ann impalaer. Neuze hema a ieaz enn egar outhan, hag a roaz urs da genta d’he vazata pe d’he skourjeza betek ar goad. Goudeze her c’houndaonaz da vont da jom enn eur c’hraou kezek, evit kemeret soursi euz a loaned a zalc’het eno evit servich kear.

Marsell, deuet da veza mevell marchosi, a dremene he holl amzer kouls lavaret o pedi Doue. Iun a rea ive aliez, hag o veza ne c’helle mui mont da velet ann dud fidel euz a Rom, e skrive liziri d’ezho evitho c’hrenvaat er feiz.

Goulskoude, a benn nao miz, ann dud a iliz a gavaz ann tu d’he denna euz ar c’hraou-ze ha d’he gas da di eunn intanvez santel a ioa he hano Lusina. Houma hen digemeraz gant eur joa vraz, hag her pedaz da gonzakri pe da vennigen eul lodenn euz he zi evit servichout da iliz. Marsell her greaz, hag enn iliz-se ec’h offerenne bemdez hag e prezege d’ar gristenien, a zirede a bep tu da zelaou he gomzou. Mes ar brud euz ann dra-ma a erruaz betek ann impalaer, ha Maksans enn he gounnar a lavaraz kas di ar c’hezek a ioa evit servich kear, ha karga ar Zant d’ho diouall ha d’ho boueta epad ann nemorant euz he vuez.

Eno, etouez ann teil hag ar c’houez fall, Marsell en em istime euruz da c’hellout gouzanv eunn dra bennag evit Jezuz-Krist. Mes, enn dienez a bep tra evel ma edo, enn dienez a voued hag a zillad kerkouls hag a ear vad, ne jomaz ket pell iac’h. O veza eta kouezet klanv, e varvaz d’ar c’houezek a viz genver euz ar bloaz 310, goude beza gouarnet ann Iliz epad pemp bloaz, eur miz ha pemp devez var ’nn ugent. Enterret e oue da genta e guered Prisilla ; mes a-c’houdevez eo bet kaset he relegou da di ann intanvez santel Lusina, a oue great adarre eunn iliz anezhan, hag ann iliz-ma a zo hanvet abaoue iliz sant Marsell.


SONJIT ERVAD

Ar pab-ma a rannaz kear Rom e pemp parrez var ’nn ugent. Mar teu ann Iiiz da zevel kement a barreziou dre ar bed, ne d’eo nemed evit ma vezo easoc’h d’ann dud fidel mont d’ho iliz parrez da glevet ann offerenn, da zelaou komsou Doue ha da reseo ar zakramanchou. Meur a rezoun oc’h eus da vont d’ann offisou d’hoc’h iliz parrez. Da genta, enn hoc’h iliz parrez oc’h bet great kristen dre ar zakramant a vadiziant ; eno emaoc’h eta evel pa lavarfenn er gear Ouspen-ze, enn hoc’h iliz parrez e vez lavaret ann offerenn evidhoc’h bep sul ha bep gouel. Beleien ho parrez a zo karget ac’hanhoc’h dirak Doue ; d’ezho eo ho kelenn ha rei d’ehoc’h ann aliou a zo dioc’h ho toare : penaoz e c’hellint-hi ober ann dra-ze, ma ne d’it ket d’ho zelaou ? Erfin, enn hoc’h iliz parrez oc’h euz guir da c’houlenn ar zakramanchou, ken er iec’hed, ken er c’hlenved, ha di e vezo kaset ho korf goude ho maro. Mar d’emaoc’h re bell dioc’h hoc’h iliz parrez evit gellout mont di bep sul ha bep gouel, it da vihana eur vech enn amzer, ha dreist holl, d’ar zuliou ha d’ar goueliou braz.