Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1913/Mari-Madalen

Eus Wikimammenn
◄   Tenenan Mari-Madalen Apolliner   ►



ann eil var’nn ugent a viz gouere


SANTEZ MARI-MADALEN
————


Mari-Madalen a ioa ganet e Bethanii, tri c’hart leo dioc’h Jerusalem, hag a ioa c’hoar da Vartha ha da Lazar. He zud a ioa pinvidik, hag a lezaz madou braz gant ho bugale. Hi e devoue evit he lod maner Magdalon er Galilee, hag abalamour da ze e oue leshanvet Madalen. Eur vaouez a spered oa hag eur vaouez koant; mes he fenn a ioa leun a avel. Ne zonje nemed enn dillad kaer hag enn ebatou, hag heb dale e teuaz da veza mez ar vro dre ann dizurs euz he buez.

Etre daou ec’h en em lakeaz Jezuz-Krist da brezeg he Aviel dre ar Judee, ha Martha ha Lazar a oue gant ar re genta oc’h anaout anezhan evït ar Mesias. Mari-Madalen a ioa d’ann ampoent seiz drouk-spered enn he c’horf, var a verk d’eomp sant Lukas. Mes hor Zalver ho c’hasaz kuit, hag ar mirakl-ma a zigoraz he daoulagad d’ar bec’herez geaz : chench a eure raktal evel eunn all enn he flas, ha ne glaske mui nemed ann dro da obten digant Jezuz ar pardoun euz he fec’hejou.

Eunn devez m’edo hor Zalver o leina e ti eur pharizian, he hano Simon, Mari-Madalen a redaz di gant eur podad louzou a c’houez vad. Enn eur erruout ec’h en em strinkaz da dreid Jezuz, hag ec’h en em lakeaz d’ho goalc’hi gant he daelou ha d’ho zec’ha gant he bleo, a ioa dispak var he fenn. Goudeze e pokaz d’ezho hag e skuillaz varnho al louzou a c’houez vad a ioa ganthi enn he fod. O velet he feiz hag he glac’har, hor Zalver a lavaraz d’ezhi raktal: « — Ho pec’hejou a zo pardounet d’ehoc’h. »

Divar neuze karantez Doue a gemeraz e kaloun Mari-Madalen plas ar garantez e devoa kent evit ar bed. He brasa plijadur oa beza e koumpagnunez Jezuz, ha ne skuize morse oc’h he zelaou.

Eunn droiad, hor Zalver a ioa eat da Vethanii, ha Martha a ioa prez varnhi o klask pourchas eunn dra bennag d’ezhan da zibri. Mari-Madalen, er c’hountrol, a jome azezet eharz treid Jezuz, gant aoun rak koll eur ger euz ar pez a lavarje. Abarz ar fin Martha a lavaraz d’hor Zalver : « — Mestr, ne velit-hu ket e lez va c’hoar al labour ganen da ober ? Livirit d’ezhi ’ta sevel d’am zikour. » Mes Jezuz a respountaz : « — Martha, Martha, poan ha tregas a gemerit gant kalz a draou, ha goulskoude n’euz nemed eunn dra hag a ve red. Mari e deuz choazet evithi al lodenn vella, hag al lodenn-ze ne vezo ket lamet digant-hi. »

Mari-Madalen a heuliaz hor Zalver betek menez Kalvar enn amzer he basion, hag a jomaz eno enn he za e tal ar groaz ken n’en devoue laosket Jezuz he huanad diveza. Var al leac’h edo ive pa oue lakeat korf hor Zalver er bez d’ar guener da noz. D’ar zadorn, e reaz he deveriou a relijion egiz m’oa merket e lezenn ar Iuzevien guech all, ha d’ar zul vintin, mintin mad, ez eaz adarre d’ar bez asambles gant Mari, mamm Jakes, ha Salome.

Mes, o veza kavet ar bez goullou, Mari-Madalen a deuaz dioc’htu da gounta ann dra-ze d’ann Ebestel. Goudeze ez eaz d’ar bez evit ann eil guech, ha ne ehane da vouela ha da hirvoudi abalamour n’edo mui korf he Mestr el leac’h m’oa bet lakeat. Goulskoude, o veza great c’hoaz eur zell er bez, e velaz ebarz daou eal, guisket e guenn, hag ann elez-se a c’houlennaz ouhti: « — Maouez, perak e vouelit ? » Hi a respountaz : « — Abalamour m’eo kaset korf va Mestr kuit, ha ne c’houzoun ket e pe leac’h eo lakeat. »

O veza komzet evelse, e troaz he fenn da zellet adren he c’hein, ha setu Jezuz oc’h en em ziskouez he-unan dirazhi. Mes hi n’hen anavezaz ket, hag a gemeraz anezhan evit ar jardiner. Setu perak e lavaraz d’ezhan : « — Mar d-e c’houi eo oc’h euz kaset korf va Mestr kuit, livirit d’inn e pe leac’h oc’h euz he lakeat, ma’z inn d’he gerc’hat. » Neuze hor Zalver a c’halvaz anezhi dre he hano, enn eur lavaret : « Mari ! » Ker buhan Mari-Madalen a anavezaz Jezuz, hag en em strinkaz d’he dreid, enn eur lavaret d’he zro : « O va Mestr! » Hogen, hor Zalver a respountaz d’ezhi : « — It da gaout va breudeur, ha livirit d’ezho euz va ferz : Mont a rann da bignat varzu va Zad hag hoc’h hini, varzu va Doue hag ho Toue. »

Goude merzerenti sant Stephan, ar Iuzevien a lakeaz Lazar hag he ziou c’hoar enn eur vag ha n’e devoa na stur, na goel, na rouenv ebed, hag ho lezaz da vont evelse gant ar mor o sonjal ne zalejent ket da veza beuzet. Mes Doue a veille varnho, hag erruout a rejont heb drouk ebed e porz Marseill e Frans. Lazar a deuaz, da veza kenta eskop ar gear-ma, ha Mari-Madalen en em dennaz enn eur c’havarn a ioa eiz leo ac’hano e kreiz eur menez huel. Er c’havarn-ze e vevaz c’hoaz tregont vloaz enn eur gastiza he c’horf dre binijennou skrijuz, ha goudeze ez eaz erfin d’ar baradoz da gaout Jezuz, he muia karet.


SONJIT ERVAD

Mar d-eo kaer dirak Doue ann eneou a zo chomet ato pur ha chast, ar re a zo bet saotret dre ar pec’hed a c’hell dont da veza ker kaer all dre ar binijenn. O velet ar garantez a ziskuez Jezuz da Vari-Madalen, piou a c’hellfe disfiziout euz trugarez he Zalver ? Ar brasa pec’her eo a ra muia levenez da galoun Doue o tistrei var ann hent mad.