Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1913/Mac’harit, Rouanez a Skos

Eus Wikimammenn
◄   Prim ha Felisian Mac’harit, Rouanez a Skos Barnabas   ►



ann dekved devez a viz even


SANTEZ MAC’HARIT, ROUANEZ AR SKOS
————


Santez Mac’harit a ioa euz a vouenn rouaned Bro-Zaoz ; mes he zad en doa renket kuitaat ar vro-ze, hag hi a ioa ganet enn Hongrii. Goulskoude, pa bignaz sant Edouard var ann tron, he zad a c’hellaz distrei da Vro-Zaoz ; mes prest goude e varvaz, hag ar roue sant Edouard o veza maro ive, Mac’harit a oue red d’ezhi tec’het kuit d’he zro asambles gant he breur ; rak n’e devoa nemed eur breur hag eur c’hoar, hag he c’hoar a ioa eat dija da leanez.

Eunn taol avel, pe, evit lavaret guell, eunn taol euz a Brovidans Doue ho foulzaz var aochou ar Skos, hag eno e ouent digemeret mad gant ar roue Malkolm. Ar roue-ma zoken a deuaz da gaout kement a istim evit ar brinsez iaouank ma he goulennaz da bried. Mac’harit a roaz he asant, hag ann eured a oue great er bloaz 1070. Ar Zantez a ioa neuze o ren he fevar bloaz var’nn ugent.

Hogen, e kreiz ann henoriou, e oue bepred ken humbl ha ken dic’hloar ha m’oa bet ato azalek he bugaleach. Desket e devoa a-vihanik ober fae var ar bed hag he vraoigou, hag ar pez a glaske da genta ha dreist peb tra oa plijout da Zoue, Roue ar rouaned. Eunn darn vraz euz ann noz a dremene o pedi, ha dioc’h ar mintin e kleve meur a offerenn blean hag eunn offerenn var gan. Ouspenn-ze, e lavare bemdez offis bihan ann Dreinded, hini ar Basion hag hini ar Verc’hez, hag erfin offis ann Anaoun. Kastiza a rea ive he c’horf dre ar rusta pinijennou, hag enn he frejou ne zebre nemed ar pez a ioa red evit miret outhi da vervel gant ann naoun.

Mac’harit a c’hounezaz buhan kaloun he fried dre he dousder ; mes n’en em zervichaz morse euz ar c’halloud e doa varnhan nemed evit gloar Doue, mad ar relijion ha mad ar bobl. Lakaat a eure sevel eur maread ilizou ha kouenchou nevez, ha rapari kalz re goz. Ne espernaz netra ken nebeut evit terri ar giziou fall ha diarbenn ann dizursiou a ioa en em zilet dre laer etouez he zujidi. Erfin, boaza a reaz he fried da gemeret perz enn he devosionou hag enn he oberiou a drugarez, hag eunn dudi oa guelet ar roue o chom avechou hed ann noz da bedi Doue asambles ganthi.

Ar zantez-ma e devoue eiz krouadur, c’houec’h mab ha diou verc’h. Hogen, ne c’houfe den lavaret pegement a boan a gemeraz evit ober anezho bugale fur, ha deski d’ezho abred karet Doue euz a greiz ho c’haloun ha kaout heuz ha kaz ouz ar pec’hed. He foan ne oue ket kollet ; rak holl e rejont henor d’ho mamm dre ho c’homportamant vad, ha lod anezho zoken a zo henoret gant ann Iliz evel sent.

Goulskoude ar vertuz a remerket ar muia e Mac’harit oa he c’harantez evit ar beorien. Bemdez e roe da zibri da dri c’hant paour, hag hi ho zerviche he-unan var bennou he daoulin egiz pa vije bet ho flac’h pe ho matez. Goalc’hi a rea d’ezho ho zreid, hag eur fest oa evithi poket d’ho gouliou. Betek he dillad a rouanez hag he jadennou aour a ziouere gantho, ha meur a vech e c’houllonderaz tenzor ar roue evit pourvei d’ho ezommou.

Doue a zigasaz dezhi kroaziou pounner var fin he buez. Ar c’hroaziou-ze a oue, da genta, eur c’hlenved hag a badaz c’houec’h miz, ha goudeze maro he fried hag he mab hena, lazet ho daou er vrezel. Mes ar Zantez, e leac’h en em glemm, a drugarekea ann Aotrou Doue abalamour ma roe tro d’ezhi evelse da ober he furkator er bed-ma. Mervel a reaz he-unan d’ann dek a viz even euz ar bloaz 1093, ha kerkent he divoc’h, distrounket-holl gant ar c’hlenved, a viskaz adarre al liou flamm o devoa bet guech all.


SONJIT ERVAD

Setu ama eur rouanez hag a lakea he holl foan da ober tud fur euz he bugale, ha da zeski d’ezho abred karet ann Aotrou Doue ha kaout heuz ha kaz ouz ar pec’hed. Penaoz eta e c’hello beza direbech dirak Doue ar mammou a lavar n’o deuz ket amzer da gelenn ho re, var digarez ann tregas o deuz gant ho ziegez ? Darn zoken, ouspenn ma ’z int lezirek da zeski d’ezho ho c’hreansou, ne gemeront ket c’hoaz ar boan d’ho c’has d’ar c’hatekiz pe da skol ann Iliz. Ar seurt mammou-ze, hervez ann abostol sant Paol, a zo goasoc’h eged ar baianed.