Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1913/Lin

Eus Wikimammenn



ann trede var ’nn ugent a viz guengolo


SANT LIN, PAB HA MERZER
————



Sant Lin a ioa ganet e kear Volaterra enn Itali, hag a oue ar pab kenta goude sant Per. Ann abostol-ma her gounezaz d’ar feiz epad m’edo oc’h ober he studi e Rom, hag o velet oa eunn den a spered hag a galoun, ne espernaz netra evit he gelenn ervad ha deski d’ezhan ar feson da dizout betek ann huela pazenn euz ar zantelez.

Er skol gant eunn hevelep mestr, Lin a deuaz heb dale da veza habil var ar skianchou sakr hag eur skouer a bep seurt vertuziou. Neuze sant Per her belegaz hag hen digasaz e Frans da brezeg ann Aviel, var a lavar lod da vihana ; rak ann holl ne leveront ket ann dra-ze.

Ar re a lavar e oue digaset e Frans a yerk ec’h erruaz e kear Besanson, hag e lakeaz eno meur a baian da anaout dioc’htu ar virionez euz ar relijion gristen. Enn ho zouez ez oa unan hag en doa eur garg vraz, hag hema a roaz he di d’ar Zant evit servichout da iliz pe da japel.

Goulskoude, ar bobl o veza en em asamblet eunn devez evit kinnig sakrifisou d’ann doueou faoz, Lin ne oue ket evit miret da vont he-unan var ar blasenn da rebech ho follentez d’ann dud keiz-se. « — Petra rit, emezhan ? Ann idolou a adorit ne d-int netra ; ne dleit henor ebed d’ezho. N’euz nemed eunn Doue, ann hini en deuz great euz a netra ann env hag ann douar. List eta ho sakrifisou sakrilach evit adori ar guir Doue. »

Ar c’homzou-ma a oue evel eunn tarz kurun hag a bilaz d’ann traon unan euz a billerou ann templ. Var c’horre ar piller-ze ez oa eunn idol, hag hema a oue lakeat e mil damm. Mes eunn hevelep mirakl ne zigoraz ket he zaoulagad d’ar bobl ; chom a eure bepred aheurtet enn he zallentez, ha gant ar gounnar a ioa ennhan ec’h en em daolaz var ar Zant evit he stleja er meaz euz a gear.

Var gement-se, Lin a zistroaz da Rom, ha sant Per a joazaz sant Klemant hag hen evit he zikour da c’houarn ann Iliz. He-unan e veze aliez e beach, hag epad ann amzer-se sant Elemant ha sant Lin a c’houarne ann Iliz enn he blas.

Goude merzerenti sant Per, ha dre ali sant Klemant, ann holl a roaz ho mouez da zant Lin evit beza pab var he lerc’h. Mes, d’ann ampoent, ann impalaer Neron a ioa kounnaret a enep ar gristenien, hag ar pab nevez a renkaz chom dindan guz betek maro ann impalaer-ze.

Goulskoude ann dra-ma ne viraz ket outhan da bourvei gant ar brasa aked da holl ezommou ann dud fidel. Ho asambli a rea enn noz er mengleuziou a zo dindan kear Rom, hag eno e roe nerz d’ho c’haloun dre he brezegennou hag e vage ho eneou dre ar gommunion.

Ar pab-ma a zifennaz ouz ar merc’hed mont diskabell d’ann iliz, hag a lakeaz dre skrid darn euz a vuez sant Per, ha dreist holl ar viktor en doa gounezet ann abostol-ze var Zimon ar majisian. Brudet oa dreist peb tra dre he feiz ha dre he viraklou ; ann drouk-sperejou a dec’he enn he raok hag ar maro zoken a zente ourthan. Eunn devez e kasaz ann diaoul euz a gorf merc’h eunn den a renk huel euz a Rom, he hano Saturnin. Mes ann den-ma, e leac’h beza anaoudek evit ar vad a ioa great d’he verc’h, a lakeaz kregi er Zant ha goudeze her c’houndaonaz da veza dibennet. Merzerenti sant Lin a erruaz er bloaz 76, hag he gorf a oue enterret er Vatikan, e kichen bez sant Per.


SONJIT ERVAD

Epad ann tri c’hant vloaz kenta euz ann Iliz n’euz bet nemed daou bap hag a ve marvet enn ho guele ; ar re all a zo maro holl dre ar verzerenti. Mes kaer o deuz bet ann impalaered paian euz ann amzer-ze lakaat ar pabed d’ar maro, ann Iliz a zo chomet bepred enn he za, hag abarz ar fin ar relijion gristen a zo pignet he unan var ann tron gant ann impalaer Konstantin. Setu aze penaoz, abred pe zivezad, ann Iliz a deu ato da c’hounit ar viktor var ar re a ra brezel d’ezhi. Perak eta kemeret kement a spount pa velomp ober gual vuez d’hor Mamm Zantel ? Difennomp anezhi guella ma c’hellimp, ha goudeze fiziomp var breac’h gallouduz ann Aotrou Doue.