◄ Mac’harit a Gortoonn | Leandr | Ruelin ► |
r zant-ma a ioa ginidik euz ar Spagn, hag ar c’hosa
euz a bemp krouadur. Hogen, daou vreur hag eur
c’hoar d’ezhan a zo henoret ive evel sent, hag he c’hoar
all a oue mamm da eur zant all. Iaouank-flamm oa c’hoaz
p’en em dennaz enn eur gouent el leac’h ma tremenaz
meur a vloaz o pedi, oc’h ober pinijenn hag o studia ar
Skritur Sakr hag ann theoloji. Ne zaleaz ket da veza
brudet dre he vertuz hag he zeskadurez, ha goude maro eskop Sevill e oue choazet evit delc’her he blas.
D’ar mare-ze, ar Spagn a ioa etre daouarn ar Visigothed, hag ar re-ma a heulie holl fals kredenn Arius. Levijild, ho roue, a zonjaz ober teir lodenn euz he rouantelez, unan evit peb hini euz he zaou vab hag eunn all evithan he-unan. He zaou vab a ioa ho hano Hermenejild ha Rekared, hag ho daou oant arianed evel ho zad. Hermenejild en devoue kear Sevill evit he lod, hag a ieaz di da jom.
Leandr a ioa bet ato eur mestr evit lakaat ar sperejou ar muia aheurtet da anaout ar virionez euz ar pez a lavare enn he brezegennou. O veza eskop, n’en devoue ken ioul nemed da c’hounit ann heretiked d’ar feiz katholik. Poania a eure dreist peb tra da chounit ar roue Hermenejild, ha dre ann nerz a roe Doue d’he gomzou e teuaz buhan a benn euz he daol.
Ar roue Levijild a ieaz enn egar pa glevaz ar c’helou-ze, hag a gasaz raktal eunn arme da ober brezel d’he vab. Goude beza lamet he lodenn rouantelez digant Hermenejild, e reaz he garga a jadennou hag he zelc’her er prizoun epad tri bloaz. Erfin, o velet n’oa ket evit ober d’ezhan distrei da fals kredenn Arius, e roaz urs d’he zibenna.
Epad ann amzer-ze, ar roue arian en doa kaset kuit euz ar vro ann holl eskibien katholik, ha Leandr gant ar re genta. Mes ar Zant ne baouezaz ket evit kement-se da zifenn ar guir relijion a enep ann heretiked. Skriva a eure daou levr evit diskouez n’edo ket ar virionez gantho, hag ann daou levr-se a oue skignet e kement korn a ioa er Spagn. Eul levr all a skrivaz c’hoaz evit he c’hoar leanez, hag al levr-ma a ioa divar benn stad ar guerc’hezed hag ar fae a dleer da ober var ar bed.
Goulskoude Levijild o veza kouezet klanv a zavaz keuz ganthan da veza lazet he vab ha kaset kuit ann eskibien katholik. Gelver a reaz ar re-ma da zont enn dro, ha neuze e lavaraz da Leandr ober evit he vab Rekared ar pez en doa great evit Hermenejild. Ar roue koz a varvaz prest goude, ha Rekared kelennet gant ar Zant evel m’oa bet he vreur merzer, a zilezaz eveldhan fals kredenn ann Arianed. Mes ne oue ket he-unan o trei kein d’ezhi : gant sikour gras Doue ha prezegennou Leandr e lakeaz he holl zujidi da gemeret skouer diouthan. Evithan a ioa ker stard enn he feiz ma ne c’houzanve heretik ebed nag er c’hargou, nag enn arme.
Daou vloaz goude maro he dad, Rekared a asamblas eur c’honsil e Toled. Pevar ha tri-ugent eskop en em gavaz eno, hag ar Zant en devoue ar plas kenta abalamour ma’z oa kannad ar pab er Spagn. Ar c’honsil a goundaonaz ann Arianed (ar re-ma a lavare n’en doa ket Jezuz-Krist ar memes natur gant Doue ann Tad ha rak-se n’oa ket e guirionez Doue eveldhan), hag ar zetans a goundaonasion a oue sinet, n’e ket hebken gant ann eskibien a ioa chomet ato fidel, mes c’hoaz gant ar roue hag ar rouanez, ha gant ann eskibien, ar veleien hag ann dud all o doa bevet enn herezi betek a nevez a ioa. Evelse e teuaz Visigothed Spagn da zistrei holl d’ann Iliz katholik goude beza heuliet fals kredenn Arius epad tost da zaou c’hant vloaz. Hogen, ar penn-kaoz euz ann distro euruz-ma a oue sant Leandr, hag abalamour da ze eo bet hanvet Abostol ar Visigothed.
Pa oa prest ar c’honsil da echui, Rekared a bedaz ann eskibien da ordren ma vije lavaret ar Gredo enn offerenn a vouez huel, e kement iliz a ioa enn he rouantelez, evel m’edo dija ar c’hiz e kostez ar Zao-Heol. Er feson-ze, emezhan, e vije easoc’h d’ann dud fidel gouzout petra dlient da gredi, ha goude beza great eunn akt a feiz evel hennez, e vijent dinoc’h da dostaat ouz ann daol zantel. Ann eskibien a gavaz mad ar pez a lavare ar roue, ha setu aze penaoz eo deuet ive e broiou ar C’huz-Heol ar c’hiz da gana ar Gredo bep sul enn offerenn-bred.
Sant Leandr en em dennaz goudeze e Sevill el leac’h
ma tremenaz ann nemorant euz he vuez o c’houarn he
eskopti, o veilla var ann eneou a ioa enn he garg, hag o
poania d’en em zantifia he-unan muioc’h-mui. Erfin,
d’ar 27 a viz c’houevrer euz ar bloaz S96, e oue galvet
gant Doue da vont da reseo enn env ar rekoumpans en
doa meritet dre he vertuziou hag he labouriou abostolik.
Ar Gredo a vez kanet bep sul enn offerenn-bred eo simbolenn Nisee ha Konstantinopl. Ar zimbolenn-ze n’e ket dishenvel dioc’h hini ann Ebestel, nemed ez euz ennhi eur ger bennag muioc’h evit isplika guelloc’h eo Jezuz-Krist, evel Doue, par d’he Dad e peb tra, hag evit rei da anaout enn eur feson sklearoc’h eo ar Spered-Santel Doue evel ann Tad hag ar Mab, hag e teu euz ann eil hag euz egile. Kanet e vez dioc’htu goude ann Aviel hag ar pron, ha kement den a zo enn offerenn a dle neuze sevel he vouez da heul ar ganerien, evit diskouez dirak ann holl e kred a greiz kaloun ar pez a zo merket enn Aviel ha kement tra a zesk d’ezhan a berz Doue ann Iliz santel katholik. N’euz netra kaeroc’h ha dudiusoc’h eged ar bommou kan-ze euz ar Gredo laosket etrezek ann env, evel eur c’hri a feiz hag a esperans, gant meur a gant pe meur a vil gristen asambles. Ar re ne c’houzont ket kana pe ne c’houzont ket lenn a dle da vihana kinnig ho bolontez vad da Zoue, ha lavared d’ezhan e goeled ho ene int prest ive, evel ar re all, da rei dirak ann holl testeni euz ho feiz hag euz ho esperans.