Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1913/Korantin

Eus Wikimammenn
◄   Damaz Korantin Lusia   ►



ann daouzekved devez a viz kerzu


SANT KORANTIN, ESKOP, KENTA PATROUN ANN ESKOPTI
————


Korantin a ioa ganet e Breiz-Izel a dud a lignez huel hag a zoujans Doue. Ar re-ma hen lakeaz abred var ar studi, hag o veza m’en doa eur spered lemm, e teuaz da veza habil e berr amzer. Mes skiant ar Zent eo a felle d’ezhan da zeski dreist peb tra, ha setu perak e kuiteaz ar bed enn he iaouankiz evit mont da ober he ermitach enn eur c’hoat a ioa e kichen Mene-C'hom, el leac’h m’ema brema parrez Ploudiern.

Eno e veve kentoc’h egiz eunn eal eget egiz eunn den ; rak tremen a rea he holl amzer o pedi, o vedita hag o lenn ar Skritur Sakr. Doue her magaz enn eur feson mirakuluz. Dour eur feunteun hag a veler c’hoaz hirio a zerviche d’ezhan da derri he zec’hed. Hogen, Doue a lakeaz eur pesk er feunteun-ze, ha Korantin a drouc’he bemdez eunn tamm euz ar pesk-ma evit he bred. Ar pesk ne varve ket evit ann dra-ze ; mes dont a rea adarre dioc’htu enn he bez.

Korantin en doa evit amezek eunn ermit all hag a ioa Primel he hano ; mes hema a ioa dija koz ha kabac’h. Korantin o veza eat d’he velet eunn devez, ann daou zant a jomaz var zao epad ann noz varlerc’h da veuli Doue asambles. Dioc’h ar mintin, Primel a ieaz da gerc’hat dour da lavaret he offerenn ; mes ar feunteun a ioa pell, hag ann ermit keaz en doa beac'h o vale. Korantin en devoue truez outhan, hag a zankaz he vaz enn douar enn eur ober eur bedenn da Zoue. Kerkent e sinklaz ac'hano eunn eienenn grenv, ha sant Primel n’en devoue ket ezomm mui da vont keit da gerc’hat dour.

Eunn droiad all, ar roue Grallon a erruaz gant ermitach Korantin goude beza bet o chaseal er c’hoat epad ann deiz. Ar roue a ioa eur maread tud oc’h ober koumpagnunez d’ezhan, hag holl oant dare gant ann naoun. Goulenn a rejont eta ouz ann ermit ha n’en doa netra da rei d’ezho da zibri. « — Eo », eme Gorantin, hag ar Zant d’ar red d’he feunteun da drouc’ha eunn tamm euz ar pesk. Goudeze e kasaz ann tamm-ze da geginer ar roue. Hema a zirollaz da c’hoarzin o velet petra ginniget d’ezhan. « — Petra, emezhan, oc’h ober goab emaoc’h ? Kant guech kement all ne ve ket aoualc’h evit ar roue hag he goumpagnunez. » « — Poazit ann tamm-ze ato, » eme Gorantin. Ar c’heginer a zentaz, hag ann tamm pesk a greskaz enn eur feson ker burzuduz ma oue pe a dra aoualc’h d’ar roue ha d’ann dud all a ioa asambles ganthan.

Ar mirakl-ma a reaz da C'hrallon beza leun a istim hag a respet evit Korantin. Rei a eure d’ezhan raktal ann douar a zo brema dindan parrez Ploudiern, hag ar Zant a zavaz eno eur gouent el leac’h ma oue heb dale eunn niver brao a venac’h. Er gouent-se e rea skol ive da vugale ann noblans ; ann tri vrudeta etouez ar re-ma a oue sant Guennole, sant Tudi ha sant Jakut.

Ar roue Grallon a ioa o chom e Kemper, hag en doa c’hoant pell a ioa da gaout eunn eskop er gear-ma. Abaoue m’en doa anavezet Korantin, e sonje ennhan evit ar garg-se, hag eunn devez her c’hasaz da Dour evit beza sakret gant sant Martin.

Sant Martin a oue joa ganthan ober ar pez a c’houlenne ar roue, ha pa zistroaz Korantin da Gemper, ann holl hen digemeraz evel eunn eal euz ann env. Grallon a roaz d’ezhan he balez evit servichout da iliz, hag e plas ar palez-se e oue savet divezatoc’h ar gathedral gaer a veler hirio. Eur vech eskop, Korantin a labouraz heb ehana evit silvidigez ann eneou a ioa lakeat enn he garg. D’ar mare-ze, ez oa c'hoaz kalz paianed er vro-ma ; mes, dre he viraklou, ar Zant a c’hounezaz eur maread anezho d’ar feiz kristen. Ne esperne netra ken nebeut evit kreski devosion ann dud fidel. Mont a reaz he-unan da ober tro he eskopti evit anaout guelloc’h a ze ezommou ar bobl, ha lamet ar giziou fall euz he douez. Ato e veze var evez evit diarbenn ann dizursiou e peb leac’h, ha poania a rea dreist peb tra da rei eunn deskadurez vad d’ar glouer iaouank evit gellout kaout beleien santel da gas d’ar parreziou.

Erfin, Doue her galvaz davethan e tro ar bloaz 460, ha goude he varo tud a iliz ha tud fidel Kerne a joazaz anezhan evit ho fatroun.


SONJIT ERVAD

Oh ! na braz eo madelez Doue enn hor c’henver ! N’e ket aoualc’h d’ezhan lakaat he elez d’hon diaoull ; plijout a ra ganthan c’hoaz rei deomp ar Zent evit patrouned hag alvokaded. Ar patrouned-ma a veill bepred varnomp. Ped guech n’int ket bet guelet o tifenn ar boblou pe ann dud a ioa en em lakeat dindan ho goard ! Ped guech ne reont-hi ket ar memes tra heb beza guelet ! Nag a leac’h n’on euz-ni ket eta da ziskouez d’ezho hon anaoudegez vad enn eur zelebri ho gouel gant devosion ! Mes poaniomp dreist peb tra da gerzet var ho roudou ; hounnez eo c’hoaz ar guella feson d’ho henori.