Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1913/Klemant

Eus Wikimammenn
◄   Sesilia Klemant Iann ar Groaz   ►


ann trede var 'nn ugent a viz du


SANT KLEMANT, PAB HA MERZER


————


Ar zant-ma a ioa ganet e Rom, hag a oue gounezet d’ar feiz gant ann ebestel sant Per ha sant Paol. Goudeze e sikouraz sant Paol da brezeg ann Aviel, ha sant Per da c’houarn ann Iliz, hag ann daou abostol-ma a oue ato leun a istim evithan. Sant Paol a gomz anezhan enn unan euz he liziri, hag a lavar oa skrivet he hano var al levr a vuez. Pe seurt meuleudi a c’houfe beza kaeroc’h eged hounnez ?

Goude merzerenti ar pab sant Klet, Klemant a oue choazet evit delc'her he blas, evel ann dina euz a eur garg ken huel. Neuze e poaniaz muioc’h eget biskoaz da gelenn ann dud fidel, a bell hag a dost, ha da skleraat sperejou ar baianed. Kristenien Korinth n’en em glevent ket, eunn tachad a ioa ; diou gostezenn a ioa enn ho zouez ; mes ar pab nevez a lakeaz adarre ar peoc’h entrezho dre he furnez hag he zousder.

Lakaat a eure ive meur a baian euz a Rom da zilezel servich ann idolou ; mes evit ann dra-ze e oue diskuillet d’ann impalaer Trajan, hag ann impalaer-ma a reaz he gas kuit euz ar vro. Kaset e oue d’ar C'hersonez enn tu all da Gonstantinopl ha d’ar mor a hanver hirio ar Mor Du. Hogen, eno e kavaz daou vil gristen hag a ioa bet koundaonet da labourat er mengleuziou mein marbr.

Ar gristenien geiz-se a ioa truezuz meurbed ho doare. Goulskoude ar pez a rea muia diezamant d'ezho oa abalamour ma renkent mont da gerc’hat dour da eva varnhed diou leo dioc’h ar vengleuz, ha dougen ann dour-ze var ho diouskoaz.

Klemant a oue tenereat he galoun o klevet kement all, ha setu hen ha lavaret d’argristenien : « — Pedomp evit ma raio Doue enn hor c’henver ar burzud a reaz guech all e kenver ar bobl a Israel pa oa ar bobl-se dare da vervel gant ar zec’hed. » Raktal e kouezchont holl d’ann daoulin, ha pa oue echu ho fedenn gantho, ar Zant a remerkaz var eunn dorgenn eunn oan hag a ziskoueze eur plas d’ezhan gant he droad deou. Klemant a doullaz ann douar er plas-ma, ha kerkent e tidarzaz ac’hano eunn eienenn ker krenv m’o devoue ar vengleuzierien baour dour aoualc’h da eva hiviziken heb renkout mont pell d’he glask.

Ar brud euz ar mirakl-se o veza eat dre ar vro, ar baianed a zirede a bep tu da velet ar feuntun mirakuluz. Ann dra-ma a roaz tro d’ar Zant da gomz d’ezho euz ar guir Doue hag euz hor Zalver Jezuz-Krist, hag heb dale e c’hounezaz eur maread anezho d’ar feiz.

Betek pemp kant a vadezaz avechou enn eunn devez, hag a benn bloaz goude, ne oa mui kouls lavaret paian ebed er vro varnhed kant leo round. Templou ann doueou faoz a ioa pilet e peb leac’h, hag enn ho flas ez oa savet pemp iliz ha tri-ugent.

Pa erruaz ar c’helou-ze gant ann impalaer Trajan, hema a gasaz eunn offiser d’ar C'hersonez gant urs da staga eunn heor ouz gouzoug Klemant ha d’er stleper evelse e goeled ar mor. Ann offiser a reaz ar pez a ioa ordrenet d'ezhan, hag ar Zant a oue beuzet d’ann 23 a viz du euz ar bloaz 100 pe var dro.

Goulskoude ann dud fidel a ioa en enn zastumet holl var bord ar mor enn eur vouela hag enn eur hirvoudi. Abarz ar fin, daou anezho a lavaraz : « — Pedomp asambles evit ma plijo gant Doue diskouez d’eomp relegou he verzer. » Kerkent ar mor en em dennaz varnhed eul leo dioc’h ann aod, ha var ann treaz en doa lezet dizolo e oue guelet eur chapelik marbr, hag hen koant meurbed, Er chapelik-se ez oa eur bez mean el leac'h m’edo korf ar Zant, hag ann heor a ioa bet staget ouz he c’houzoug a ioa ive e kichen.

Relegou sant Klemant a oue digaset da Rom divezatoc'h, ha lakeat enn iliz a ioa dija savet eno enn he henor.

SONJIT ERVAD

Enn eur ordren kas sant Klemant euz a Rom, ann impalaer Trajan a glaske miret na deuje niver ar gristenien da greski dre he brezegennou. Hogen, ar c’hountrol eo a c'hoarvezaz ; rak, ma vije bet chomet e Rom, ar pab santel n’en devije ket marteze gounezet kement a baianed d’ar feiz hag a reaz er C'hersonez. Setu aze penaoz Doue a c’hoar, pa gar, tenna ar mad euz ann drouk, ha lakaat fallagriez ann dud da zervichout d’he c’hloar ha da zilvidigez ann eneou. N’euz fors petra errufe ganehoc’h eta, en em abandounit ato gant fizians etre he zaouarn, ha kountit bepred var he Brovidans.