Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1913/Kador sant Per e Rom

Eus Wikimammenn
◄   Anton, Abad Kador sant Per e Rom Sant Kanut   ►



ann trivac’hved devez a viz genver


KADOR SANT PER E ROM
————


Hor Zalver Jezuz-Krist en doa choazet sant Per evit ar Mean-diazez pe ar Mean-fount euz he Iliz. Roet en doa d’ezhan Alc’houeziou rouantelez ann Env ; goulennet en doa evithan ar c’hras ne deuje ket he feiz da vankout; hag hen lakeat en devoa da bastor var he zanvadezed kerkouls ha var he oaned, da lavaret eo, var ann eskibien kerkouls ha var ar veleien hag ann oll dud fidel. Enn eur ger, Jezuz-Krist en doa choazet sant Per evit delc’her he blas var ann douar goude ma vije distroet he-unan varzu he Dad.

Mes da be leac’h e tlie sant Per mont da jom gant eur garg hag eur c’halloud ker braz? Mont a reaz da genta da Antioch, hag ac’hano e c’houarnaz ann Iliz epad seiz vloaz. Antioch oa brudeta kear a ioa neuze e kostez ar Zao-Heol ; mes e kostez ar C’huz-Heol ez oa eunn all hag a ioa brudetoc’h c’hoaz. Ar gear all-ma oa Rom, deuet da veza, dre he armou, mestrez euz ann holl broiou a ioa anavezet enn amzer-ze.

Hogen, di eo e felle da Zoue ez aje sant Per da jom. Rom oa ar Penn hag ar Galoun euz ar bed paian, ha Doue a felle d’ezhan ober anezhi ar Penn hag ar Galoun euz ar bed kristen.

E Rom edo tron ann diaoul, tad ar gaou, ha Doue a felle d’ezhan e vije savet eno tron vikel Jezuz-Krist, doktor ar virionez.

Rom oa kear ann impalaered a rene var ann holl boblou a ioa anavezet enn amzer-ze, ha Doue a felle d’ezhan e teuje da veza kear ar pabed, a dlie ren var ann holl dud fidel betek fin ar bed.

Sant Per eta, goude beza bet seiz vloaz o chom e kear Antioch, a oue poulzet gant Spered Doue da vont da Rom, hag ar gouel hirio a reer e memor euz ann deiz m’ac’h erruaz eno. Evelse e teuaz sant Per, ar pab kenta euz ann Iliz, da veza kenta eskop Rom, hag Iliz Rom da veza Mamm ha Mestrez ann holl Ilizou. Abaoue, ar garg a eskop Rom hag ar garg a bap ne c’hellont ket beza distaget ann eil dioc’h eben.

Ar gouel-ma a zo hanvet gouel Kador sant Per, abalamour sant Per, evel m’eo bet ato ar c’hiz en lliz, a azeze var eur gador evit kelenn ann dud fidel hag ober ar pez a ioa enn he garg evel pab hag eskop Rom. Mes ar c’homzou-ze a zinifi hag a verk d’eomp, ouspenn, ar garg memes hag ar c’halloud a ioa bet roet gant hor Zalver da Brins ann Ebestel. Ar gouel hirio eta a vez great dreist peb tra evit henori ar garg hag ar c’halloud-se. — Miret a reer c’hoaz e Rom ar gador goad a zerviche da dron da zant Per.


SONJIT ERVAD

Hon Tad santel ar Pab en deuz hirio enn Iliz ar memes renk, ar memes karg hag ar memes galloud en devoa sant Per guech all.

Evelse, da genta, hon Tad santel ar Pab eo ar Mean-fount pe ar Mean-diazez euz ann Iliz, hag ann nep n’e ket stag ouz ar Mean-ze dre liamm ar feiz n’ema mui enn Iliz katholik, ha dre eno ive n’ema mui var hent ar zilvidigez.

Dann eil, hon Tad santel ar Pab, hag hen hebken, a zo ganthan Alc’houeziou rouantelez ann Env. Rak-se, eunn eskop hag a deufe da eunn eskopti heb beza digaset gant ar Pab, pe eur belek hag a iafe da eur barrez heb beza kaset di gant eunn eskop hag en deuz bet he-unan he garg digant ar Pab, eunn eskop hag eur belek evel ar re-ze ne c’hellfent ket digeri doriou ar baradoz d’ar bec’herien dre ann absolvenn pe ar zakramant a binijenn. Perak ? Abalamour n’o defe ket ann alc’houez.

N’euz nemed ar Pab hag a c’hellfe rei ann alc’houez-se d’ann eskibien, ha dre ann eskibien d’ar veleien,

D’ann trede, hon Tad santel ar Pab ne c’hell ket fazia evel Pab, da lavaret eo, pa gomz evel Doktor ann holl gristenien, evel ann hini a zalc’h plas Jezuz-Krist var ann douar, hag a zo karget ganthan da verka dann holl dud fidel ar pez a renker da gredi ha da ober evit beza salvet.

D’ar pevare, hon Tad santel ar Pab eo Pastor ann holl bastored all, da lavaret eo, en deuz galloud var ann eskibien all kerkouls ha var ar veleien hag ann holl dud fidel. Karget eo da ren ann holl enn Iliz katholik, da hencha ann holl da vont d’ar baradoz, hag abalamour da ze ann holl a dle senti outhan ha beza ato leun a respet hag a garantez evithan.

Evidomp-ni, kristenien Breiz-Izel, en em zalc’homp bepred stag mad oc’h Kador sant Per, da lavaret eo, oc’h Iliz Rom. Ac’hano, evel euz a c’hinou Jezuz-Krist guech all, e teu ar c’homzou a ro ar vuez a bado da viken. Ra vezo gellet ato lavaret ac’hanomp ar pez a lavare tud iaouank euz hor bro, a ioa e Rom er bloaz 1846 pa oue lakeat ar pab Pi Nao var he dron :

Gant hon tadou koz ar Vretouned
Hor c’haloun ouz mean Per oue staget.
Ha guelloc’h staget n’euz ket er bed.