Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1913/Jildas

Eus Wikimammenn
◄   Agatha Jildas Romuald   ►



ar c’houec’hved devez a viz c’houevrer


SANT JILDAS, ABAD
————


Ar zant-ma a ioa ganet e Bro-Zaoz var dro ar bloaz 499. He dad her c’hasaz d’ar skol gant sant Hiltut, hag en em gaout a reaz eno e koumpagnunez sant Samson ha sant Paol a Leon. O veza m’en devoa eur spered lemm, e teske ar pez a garie; mes mar d-oa aketuz d’ar studi, oa aketusoc’h c’hoaz da labourat d’en em zantifia. Enn eunn oad c’hoaz tener en devoa dija skiant ha furnez eunn den koz.

Ar pez a remerket ennhan dreist pep tra oa he spered a binijenn : azalek he bemzek vloaz betek fin he vuez ne reaz nemed tri bred er zizun, ha c’hoaz ar pez a zebre ne oa netra, kouls lavaret. Dindan he zae c’hroz e touge bepred eur c’houriz reun ; kousket a rea var ar c’halet, hag eur mean a zerviche d’ezhan da benn-vele. Evel ne eve morse banne guin ebed, e oue leshanvet gant ar re all ann Ever dour.

Goude beza bet meur a vloaz er skol gant sant Hiltut, ez eaz da ober eunn dro d’ann Irland. Egiz ma teu ar guenan euz ho c’hestou enn hanv da gutuill var ar bokedou pe a dra da ober mel ha koar, evelse Jildas a vezaz d’ezhan ive mont er mieaz euz he vro enn he iaouankiz evit dastum ar c’henteliou hag ar skoueriou mad a ioa bet roet e leac’h all gant ar zent hag ann doktored koz. Pa zistroaz d’ar gear, e resevaz ann Urziou sakr hag e oue beleget. Neuze, o veza klevet ez oa c’hoaz eur maread paianed hag eunn niver bennag a heretiked er penn dioc’h ann Hanter-Noz euz a Vro-Zaoz, e skoaz raktal varzu eno. Kalz poan en devoue, da genta, evel ann abostol sant Paol guech all pa erruaz er Masedoan. Mes Doue a roaz kement a nerz d’he gomzou ma c’hounezaz heb dale ann holl baianed d’ar feiz, ha ma lakeaz ann holl heretiked da zistrei d’ar relijion gatholik. Anat oa da bep hini edo Doue ganthan ; rak rei a rea ar gueled d’ar re zall, ar c’hleved dar re vouzar, ar c’herzed d’arre gamm hag ar iec’hed da bep seurt tud klanv.

Goudeze e oue pedet gant santez Berc’hed da vont adarre d’ann Irland. Mont a eure, ha ne c’houfe den lavaret ar vad a reaz er vro-ze dre he brezegennou, dre he guzuliou santel ha dre ar c’houenchou hag ar skolachou a lakeaz da zevel.

Erfin Doue a roaz urs d’ezhan da zont da Vreiz-Izel. Senti a eure dioc’htu, ha setu hen enn hent. Eur vech digouezet e Breiz, ar Zant en em dennaz enn eunn enezennik a eskopti Guened hanvet enez Houat. Eno e tremene he holl amzer o lenn ar Skritur Sakr, o pedi hag o vedita. Mes ar besketerien hen diskuillaz da dud ann douar braz, hag abarz nemeur e oue guelet ar re-ma o tont d’he gaout a vandennadou evit klevet ganthan eur gomz vad pe eunn ali santel bennag.

O veza n’en doa ket a blas d’ho reseo holl enn he enezennik, ez eaz he-unan da jom enn douar braz, hag e savaz eur gouent e gour-enezenn Rhuis. diou leo dioc’h Guened. Ar gouent-se a oue heb dale leun a venac’h, ha Jildas a roaz d’ezho reolennou kaer evit ho zikour da erruout enn huela pazenn euz ar zantelez. A hent all e kendalc’he da ober miraklou hag e paree eur maread tud klanv. Prezeg a rea ive d’ar bobl gant kalz a nerz, ha rebech a rea ho dizursiou d’ar Vretouned gant hardisegez eunn abostol. Ar Vretouned a ioa d’ann ampoent enn eur stad reuzeudik, hag ar Zant a lavare d’ezho : « — Mar d-eo reuzeudik ho stad, ne dleit tamall nemedhoc’h hoc’h-unan. Ho pec’hejou hag ho puez fall eo o deuz c’houezet enn hoc’h enep ann tan euz a vuhanegez Doue. »

Sant Jildas a iea ato eur vech ann amzer da enez Houat. Hogen, eunn nozvez m’edo eno o pedi, eunn eal a ziskleriaz d’ezhan n’en doa mui nemed eiz dez da veva. Lakaat a eure raktal kas arc’helou-ze d’he gouent, hag e guirionez, a benn eiz dez goude e varvaz leun a veritou er bloaz 570.


SONJIT ERVAD

Ar zant-ma ne eve nemed dour. N’e ket difennet eva guin, pe draou all, gant na’z eer ket dreist ar roudenn merket gant Doue ha gant ar rezoun he-unan. Ar pez a zo difennet eo eva re, ar pez a zo pec’hed eo karet re he vanne. Eur vez eo e rafe al loaned mud skol d’ann den e kenver ar poent-ma. Al loaned mud a c’hoar peur o deuz debret pe evet aoualc’h ; ann den, siouaz ! n’her goar ket. O tud, krouet gant Doue dioc’h he batrom hag hervez he henveledigez he-unan, ne d-it ket eta da eva betek beuzi ho skiant vad ! O kristenien, breudeur da Jezuz-Krist hag heritourien euz ann env, ne d-it ket d’en em garga betek ma ne c’hellit mui dougen ho samm, betek stleja ho padiziant er pri hag er vouillenn !!!