Buhez ar Sent/1913/Janned-Franseza de Chantal

Eus Wikimammenn
◄   Bernard Janned-Franseza de Chantal Timothee, Hippolit ha Simphorian   ►



ann unan var ’nn ugent a viz eost


SANTEZ JANNED-FRANSEZA DE CHANTAL, INTANVEZ
————


Ar zantez-ma a ioa ganet e Dijon a dud a lignez huel. Ne oa c’hoaz nemed pemp bloaz pa ziskouezaz peger krenv oa dija ar feiz enn he c’haloun. Eur protestant o veza great eur prezant bennag d’ezhi, ar verc’hik a stlapaz ar prezant-se enn tan, enn eur lavaret : « — Setu aze penaoz e vezo devet ann heretiked enn ifern, abalamour ne fell ket d’ezho kredi ar pez a lavar Jezuz-Krist. »

Tremen a eure he iaouankiz enn eur burete vraz, ha kas a reaz kuit eur plac’h pe eur vatez hag a glaske he zouella da garet ar bed. Goulskoude, d’ann oad a ugent vloaz, e timezaz d’ann Aotrou de Chantal, offiser enn armeou ar roue, ha goudeze ez eaz da jom da di he fried.

Eur vech dimezet, Janned a boaniaz da genta da lakaat urs vad etouez he zervicherien. Ne ehaue da veilla var ho c’homportamant ; merka a rea he labour da bep hini hag ar poent d’hen ober, hag ato e veze var evez gant aoun na vankchent d’ho deveriou a relijion. Bemdez e lavare grasou d’ezho dioc’h ann noz ; dioc’h ar mintin e klevent ann offerenn e chapel ar maner, ha da zul ha da c’houel e kase anezho da offisou ar barrez.

He fried, o veza offiser, a veze aliez er meaz euz ar gear, hag epad ann amzer-ze Janned ne vele den ebed, kouls lavaret. Mes, pa veze he fried er gear, e reseve kalz koumpagnunez abalamour ma c’houie e rea ann dra-ze plijadur d’ezhan, hag evit chom ganthan ha gant ar goumpagnunez, e leze zoken a gostez lod euz he devosionou.

Doue a roaz d’ezhi c’houec’h krouadur ; mes daou anezho a ieaz abred da greski niver ann elez er baradoz. Evelato Janned en em gave euruz gant ar pevar a ioa lezet ganthi : unan euz ar re-ma a ioa eur paotr, hag ann tri all a ioa teir merc’h. Mes allaz ! var ann douar n’euz ket a euruzded paduz. Eunn devez m’edo ann Aotrou de Chantal oc’h oter eunn dro jase asambles gant eur mignoun d’ezhan, hema her c’hemeraz a-ziabell evit eul loan gouez, hag a dennaz varnhan. Ann Aotrou a varvaz prest goude, ha setu he bried intanvez d’ann oad a eiz vloaz var ’nn ugent.

Janned a oue treuzet he c’haloun gant eur c’hleze a c’hlac’har ; mes en em rezina a eure da volontez Doue, ha raktal e reaz veu a jastete evit ann nemorant euz he buez. Divar neuze ec’h en em daolaz holl d’ann oberiou a zevosion, a binijenn hag a drugarez. Eunn darn vraz euz ann noz a dremene o pedi hag o vedita ; iun a rea aliez, ha ne zouge mui nemed dillad dister gant eur c’houriz reun dindan. He dillad kaer e devoa ingalet etre ar beorien ; rak evel eur vamm oa evit ar re-ma. Ho loja a rea enn he zi pa vezent klanv, hag he-unan ec’h entente outho : n’e devoa ket a zonjer zoken o poket d’ho gouliou.

Gant ann dra-ze, Janned ne lakea morse re a veac’h var he zervicherien, hag ar re-ma a ioa kustumm da lavaret : « — Ann introun ama a zo devot ; mes den n’en deuz diezamant ganthi. » Goulskoude he c’henta soursi a oue bepred da gelenn he bugale hervez Doue, ha da ober anezho bugale fur ha kristenien vad. Mes pa ouent deuet da veza braz, e oue poulzet gant Doue d’ho c’huitaat evit sevel eunn Urs nevez a leanezed dindan ann hano a leanezed ar Vizitation. Ann dra-ma a reaz kement a boan d’he mab ma c’hourvezaz var dreujou ar maner evit miret outhi da vont kuit. Mes ar Zantez a lammaz dreisthan, hag o veza erruet e Annesi, e resevaz sae al leanezed digant sant Fransez a Zal, he c’honfesour. Neuze e reaz veu da ober ato ar pez a gavche d’ezhi a vije parfeta.

Bez’e devoue ann eur da velet ann Urs nevez oc’h en em astenn e berr amzer. Mes klenver a eure e kear Moulin, a greiz m’edo o vizita he c’houenchou, hag eno e varvaz leun a veritou er bloaz 1641, oajet a nao bloaz ha tri-ugent. Sant Visant a Baol a remerkaz a-ziabell he ene o vont d’ar baradoz, ha sant Fransez a Zal o tont d’he ziambroug.


SONJIT ERVAD

Ann nep en deuz eur guir devosion a zo bepred humbl, karantezuz hag aketuz d’he zever. Abalamour ma’z eo humbl, eo guelloc’h ganthan en em zieza he-unan eget dieza ar re all ; abalamour ma’z eo karantezuz, e tiverra zoken he bedennou pa vez eur blijadur bennag da ober evit he nesa ; hag abalamour ma’z eo aketuz d’he zever, ne jom ket enn iliz pa vez ezomm anezhan er gear. Dioc’h kement-ma eo eaz gouzout piou en deuz eunn devosion guirion ha piou n’en deuz ket.