Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1913/Izidor, Patroun al labourerien

Eus Wikimammenn
◄   Bonifas, Merzer Izidor, Patroun al labourerien Iann Nepomuseen   ►



ar pemzekved devez a viz mae


SANT IZIDOR, PATROUN AL LABOURERIEN
————


Izidor a ioa ganet e kear Madrid e Spagn. He dad hag he vamm a ioa paour, ha n’o doa ket a be a dra d’he gas d’ar skol ; mes deski a rejont d’ezhan karet Doue ha kasaat ar pec’hed, hag ann deskadurez-se a dal hirro’h eged holl skianchou ar bed ; rak mont a c’heller d’ar baradoz heb ar re-ma, hag heb ann deskadurez-se ne c’heller ket. Izidor eta ne c’houie na lenn, na skriva; mes ann dra-ze ne viraz ket outhan da veza eur zant braz.

En em lakaat a reaz abred e servich eunn Aotrou euz a gear, he hano Iann Vergas, ha pa oue enn oad da fortunia, e timezaz da eur plac’h iaouank fur ha devot, he hano Mari. O veza bet eur mab, ne espernaz netra evit he zevel e doujans Doue, ha goudeze ec’h en em glevaz gant he bried evit beva asambles evel breur ha c’hoar.

Iann Vergas en doa kalz douar var ar meaz, hag Izidor eo a laboure ann douarou-ze : gant ann alar e veze peurvuia. Hogen, setu ama penaoz ec’h en em gemere evit en em zantifia dre he boan hag he labour. Da zul ha da c’houel e tremene he holl amzer o pedi Doue, ha ne vanke morse, na d’ann offerenn, na da zarmoun, na da offis all ebed. Var ar pemdez, e save pell araok ann deiz, Hag abarz ma veze poent d’ezhan mont d’ar park, e rea eur vizit da gement iliz a ioa e Madrid, kouls lavaret. Dioc’h ann noz ne veze adarre fin ebed d’he beden-nou.

Goulskoude teodou fall a gountaz d’he vestr e leze he labour da ober evit chom da zibri ar zent enn ilizou. Vergas a glaskas raktal ann tu da anaout ar virionez, ha setu hen, eur mintinvez, ha mont da ober eunn dro da velet he zouarou. Peger souezet ne oue ket pa remerkaz a-ziabell Izidor o kas ann alar ha daou eal oc’h he zikour, unan a bep tu d’ezhan! Koumpren a reaz dioc’htu oa he zervicher eur mignoun braz da Zoue, ha divar neuze e oue leun a respet evithan.

Ar Zant a ioa tano aoualc’h he c’hounidegez, ha goulskoude oa mad da ober aluzenn. Aliez e roe lod euz he vern d’ar paour, pe evit lavaret guell, ne zebre aliez nemed ar pez a jome a zilerc’h ar paour. Eunn devez m’oa rinset piz ar bouet enn he di gant ar beorien a ioa bet dija, eur paour all a deuaz c’hoaz da doull ann or, hag Izidor a lavaraz d’he c’hreg : « — Mari, guelit ha ne gavot ket c’hoaz dre aze eunn tamm bennag da rei da hema. » Mari a c’houie ne oa mui netra. Evelato e klaskaz evit senti ouz he fried, ha Doue a reaz eur mirakl evit rekoumpansi he bolontez vad hag hini ar Zant. Kaout a eure enn eur plad, a zonje d’ezhi a ioa goullou, pe a dra da garga he gof d’ar paour keaz.

Eunn droiad all, Izidor a ioa bet pedet da leina gant tud eur vreuriez bennag abalamour m’edo he-unan er vreuriez-se. Mes ne erruaz nemed da fin lein, ha c’hoaz ne erruaz ket he-unan : eur vandenn beorien a ioa asambles ganthan. Tud ar vreuriez ne ouent ket evit miret da lavaret : « — E pe leac’h oc’h chomet evelse ’ta, Izidor, ha perak treina d’hoc’h heul kement all a beorien? Ni on euz espernet ho lod-c’houi, mes lod ar beorien- ze avad n’on euz ket espernet. » Ar Zant a respountaz d’ezho kerkent: « — Ar pez a renker eo; va lod-me a vezo aoualc’h evidon va-unan hag evit peorien Jezuz-Krist. » E guirionez, paz ejot da glask lod Izidor, e oue kavet pe a dra da rei da leina d’ezhan he-unan ha da gement paour a ioa deuet asambles gan-than.

Ar zant-ma a varvaz d’ar 15 a viz mae euz ar bloaz 1170, goude beza resevet he zakramanchou diveza gant devosion eunn eal. He gorf a oue enterret e guered Sant-Andre; mes a benn daou-ugent vloaz goude, e oue savet ac’hano ha kaset d’ann iliz. Hogen, epad m’edot o tigeri he vez, ar c’hleier en em lakeaz da zini anezho ho-unan, ha keriz holl, kouls lavaret, a ziredaz raklal d’ar vered. Kavet e oue ar c’horf enn he bez ha ker fresk ha pa vije bet c’hoaz leun a vuez. Ouspenn-ze, teuler a rea tro var dro dre ann ear eur c’houez vad dudiuz.

Etouez ar miraklou en deuz great Doue evit diskouez santelez he zervicher, setu ama unan euz ar re vrudeta. Philipp Trede, roue Spagn, o veza kouezet klanv enn eur zont euz a Lisboonn, ar vedisinet a ziskleriaz ne oa ket a bareans evithan. Ar Spagnoled a oue glac’haret-holl pa glevchont ar c^helou-ze, ha setu hi hag ober ho zonj da c’houlenn sikour digant sant Izidor. Pennou braz ar rouantelez a ordrenaz ma vije douget he gorf e prosesion d’al leac’h m’oa chomet klanv ar roue. Ann urs-ma a reaz plijadur d’ann holl, rak ann holl o doa fizians e galloud al labourer paour dirak Doue.

D’ann heur merket eta, arched ar Zant a oue tennet euz he blas ha lakeat var brankardou; ar re-ma a ioa eunn dudi sellet outho, ker kaer oant. Ar veleien a renk huela euz a gear Madrid a ioa ouz ho dougen, hag a bep tu edo ar veleien all o kana, hag ann noblans var varc’h, peb hini eur c’houlaouenn goar ganthan enn he zorn. Varlerc’h ez oa eur maread karroziou hag eur bobl tud, goazed ha merc’hed, a bep oad hag a bep stad.

Varnhed eunn hanter-leo dioc’h al leac’h m’edo ar roue, e tigouezaz c’hoaz ouspenn c’houec’h mil den euz ar parreziou divar dro; ar re-ma a ioa ive e prosesion, hag en em lakeaz raktal e renk gant ar re genta. Mab ar roue a deuaz he-unan da ziambroug ar c’hon santel, ha goudeze e reaz koumpagnunez d’ezhan betek kambr he dad. Hogen, ar roue a ioa torret he derzienn d’ann ampoent m’edo arched ar Zant o tiblas euz a iliz Sant-Andre e Madrid, ha pa erruaz enn he gambr, ec’h en em gavaz pare neat dioc’h he glenved. Philipp Trede ne ehane da drugarekaat Doue ha sant Izidor evit ar mirakl o doa great enn he genver.

Ar c’horf santel a oue dizouget da Vadrid gant ar memes solanite m’oa bet kaset d’al leac’h m’edo ar roue. Biskoaz prins ne oue great kement a henor d’ezhan. Er bloaz varlerc’h, e oue lakeat enn eunn arched presiusoc’h c’hoaz, hag evit ober ann arched-ma e oue implijet ouspenn talvoudegez tregont mil skoed enn aour pur.

Sant Izidor a oue diskleriet euruz er bloaz 1619 gant ar pab Paol V, ha lakeat e renk ar zent er bloaz 1622 gant ar pab Gregor XV. A-c’houdevez, kear Madrid e deuz choazet anezhan evit he fatroun, ha rouantelez Spagn evit he difennour.


SONJIT ERVAD

Holl c’hloar ar brinsed a ia e poultr hag e ludu goude ho maro, e leac’h ma vezo guelet betek fin ar bed ar brasa rouaned var ho daoulin dirak relegou al labourer santel Izidor, evit goulenn sikour diganthan. Peger guir eo eta e tal ar vertuz hirroc’h eget danvez, hag eo kaeroc’h ar zantelez eged holl gurunennou ann douar!