Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1913/Izidor, Eskop ha Doktor

Eus Wikimammenn
◄   Beneat ar Morian Izidor, Eskop ha Doktor Visant Ferrier   ►



ar pevare devez a viz ebrel


SANT IZIDOR, ESKOP HA DOKTOR EUZ ANN ILIZ
————


Ar zant-ma a ioa mab da c’houarner Karthajeenn e Spagn, ha breur da zant Leandr, da zant Fuljans ha da zantez Florentina. Kaset e oue abred d’ar skol, mes n’oa ket goest da zeski, var he veno, ha setu hen ha dizerti evit dont d’ar gear. Hogen, var he hent ez oa eur puns, hag e kichen ar puns-ma eur mean hag a ioa roudennet anat gant ann dour o tivera varnhan. « — Sell, eme Izidor, ann dour en deuz bet nerz aoualc’h da doulla ar mean kalet-se, hag ar c’henteliou a vez roet d’inn-me ne c’hellfent ket ober eunn toull em spered ! » Var ar zonj-se e tistroaz d’ar skol hag e stagaz d’ar studi evel ma stag eunn den d’al labour pa fell d’ezhan hen ober koustet pe gousto.

Doue a rekompansaz anezhan evit he boan, hag abarz nemeur e oue treac’h dre he zeskadurez da holl dud he vro ha da holl dud he amzer. Bez’e oue ar brasa doktor a roaz ar Spagn d’ann Iliz, hag ar pab sant Leon IV a lavare e tliet ober kement a istim euz he skridou hag euz a re sant Jerom ha sant Aogustin.

Mes ive, e kreiz he studi, Izidor ne golle morse ar zonj a Zoue. Ar pez a glaske dreist peb tra oa gloar Doue he zilvidigez he-unan ha silvidigez he nesa. O veza c’hoaz iaouank, ec’h en em lakeaz da zifenn ar feiz katholik a enep ann Arianed. Ar re-ma a ioa, d’ar mare-ze, ar vistri e Spagn, hag a gemeraz kement a gaz outhan ma oue dare d’ezhan beza lazet gantho.

Goude maro sant Leandr, he vreur, e oue hanvet da eskop e Sevill enn despet d’he humilite. Ebarz er garg-ma e labouraz, da genta, da garza he eskopti euz a fals kredennou ann heretiked. Ne espernaz netra ken nebeut evit diarbenn ann dizursiou ha lamet ar giziou fall a ioa en em zilet etouez ann dud fidel. Asambli a reaz daou gonsil evit ann dra-ze, ha sevel a eure skolachou e Sevill evit rei eunn deskadurez kristen d’ar vugale ha d’ann dud iaouank. Euz a gement korn a ioa e Spagn e tiredet di d’ar skol, hag eur maread euz ar re o doa great ho studi eno a oue brudet goudeze dre ho gouiziegez hag ho vertuziou.

Respet ar zant-ma evit ar pab a ioa ker braz ma’z oa kustumm da lavaret oa Kador sant Per evit ar feiz ar pez ma’z eo evit al listri eur porz-mor el leac’h n’euz riskl ebed evitho. Eunn eskop bennag o veza goulennet outhan hag ann Ebestel o doa bet digant Jezuz-Krist kement ha kement a c’halloud ann eil evel egile, Izidor a respountaz :

« Sklear eo oa sant Per mestr var ann ebestel all p’e guir Jezuz-Krist en doa lavaret d’ezhan : « — Te a zo mean, ha var ar mean-ze me a zavo va Iliz. » Evelse ive ar Pab a zo dre he c’halloud dreist ann eskibien all, evel m’ema ar penn dreist ann izili all euz ar c’horf. Ann nep eta ne fell ket d’ezhan henori ar Pab ha senti outhan egiz ma’z eo dleet a zo henvel ouz eur c’horf ha n’e ket mui stag ouz ar penn. Ann dra-ma a zo eur virionez desket d’eomp gant ann Iliz, hag ar vinonez-se a renker da gredi ker stard ha mister ann Dreinded ; anez, ne c’houfet ket beza salvet. »

Daou-ugent vloaz a ioa dija ma c’houarne ar Zant eskopti Sevill pa anavezaz e tostea he heur diveza. Neuze, petra bennag m’oa bet ato e stad da vont dirak Doue, e c’hoanteaz ober c’hoaz eur retred a c’houec’h miz abarz mervel. Da fin ar retred-ma e voaseaz d’ezhan, hag e reaz he zougen d’ann iliz. Eno, gourvezet var al ludu hag eur c’houriz reun enn dro d’he gorf, e resevaz ar gommunion hag e c’houlennaz pardoun digant ann holl. Goudeze e lavaraz rei d’ar paour kement tra a jomche var he lerc’h, hag o veza bet douget adarre d’he balez, e varvaz leun a veritou d’ar pevar a viz ebrel euz ar bloaz 626.


SONJIT ERVAD

Ar zant-ma, o veza bet kaset abred d’ar skol, a droaz enn he benn dont d’ar gear abalamour, var he veno, n’oa ket goest da zeski. Setu aze petra c’hoarvez c’hoaz hirio gant kalz a vugale. Skuiza a reont ho-unan er skol, pe ho zud a skuiz gantho, abalamour ne zeskont ket, ha var ann digarez-se e vezont dalc’het er gear pe gaset buhan da eur skol all. Ann tadou hag ar mammou a dlefe koumpren goulskoude e renk ar vugale kaout amzer d’en em voaza dioc’h ar skol, evel ma renker kaout amzer d’en em voaza dioc’h n’euz fors pe seurt labour. Ouspenn-ze, etouez ar vugale, spered ann eil ne vez ket ken digor ha ne vez ket digor ken abred ha spered egile. Arabad eo eta ho zenna dioc’htu euz ar skol pe ho c’has dioc’htu da eur skol all var digarez ne zeskont ket. Red eo guelet, da genta, petra zo kaoz euz ann dra-ze. Mar d-eo ar vugale ho-unan a zo kaoz, dever ann tadou hag ar mammou eo en em glevet gant ar mestr pe ar vestrez skol evit lakaat urs e kement-se. Ma n’e ket ar vugale a zo kaoz, e renker rei amzer d’ezho d’en em voaza, ha d’ho spered da zigeri. Sant Izidor, o veza distroet d’ar skol, a deuaz da veza eunn doktor braz. Ho pugale-c’houi, tadou ha mammou, mar kirit kemeret pasianted gantho, a deuio ive, ne lavarann ket da veza ud habil, mes da vihana da zeski ar pez o deuz ezomm da c’houzout evit en em denna er bed-ma ha gounit ar baradoz er bed-all.