◄ Franseza a Amboaz | Ildut | Tremeur ► |
r zant-ma a ioa mab da Vikan, dijentil a c'hoad huela euz a Vro-Zaoz, e rouantelez Glamorgan. Evit kerzet var roudou he dad, ec’h heuliaz ann arme enn he iaouankiz, hag heb dale e oue brudet dre ann taoliou kaer a rea. Meulet oa gant peb hini e kement korn a ioa er vro, ha roue Glamorgan, oc’h anaout he virit, a roaz d’ezhan ar garg kenta euz he balez. Mes, dre ali sant Kadou, a ioa d’ann ampoent abad e kouent Lan-Karvan, Ildut a reaz fae var madou hag henoriou ar bed evit en em voestla holl da zervich Doue.
Goude beza resevet ann donzur zantel, e tremenaz meur a vloaz o studia ar Skritur sakr hag ann holl skianchou all, hag o veza m’en doa eur spered lemm, e teuaz abarz nemeur da veza unan euz ann dud habila euz he amzer. Neuze e oue beleget gant sant Jermen a Aoserr, a ioa eat da ober eur bale da Vro-Zaoz evit ann eil guech, ha goudeze e savaz eur gouent nevez var bord ar mor, tost da hini Lan-Karvan.
Er gouent nevez-se, Ildut a zigoraz eur skol vraz evit ar vugale hag ann dud iaouank a garche mont da zelaou he genteliou. Hogen, er skol-ma e veze desket kement tra a zesker hirio er skolachou. Ar Zant a gelenne he ziskibien var ar relijion da genta ; mes er memes amzer ho c’helenne ive var ann holl skianchou all, var ar grammer, ann arithmetik, ar jeometrii, ar rhetorik hag ar philosophi.
Mar d-eo guir ec’h anavezer eur vezenn dioc’h ar frouez a zoug, Ildut a dlie beza eur mestr heb he bar ; rak eur maread euz ar vugale hag euz ann dud iaouank a oue skoliet ganthan a deuaz divezatoc’h da veza gloar ar Vretouned hag eur sklerijenn evit ann Iliz dre ho deskadurez hag ho zantelez. Euz ann niver-ze e oue sant Paol a Leon, sant David, sant Samson, sant Magloar ha sant Jildas.
Doue a ziskouezaz dre eur mirakl kaer pegement e plije d’ezhan labour he zervicher. Ann ti el leac’h ma rea Ildut he skol a ioa var bordik ann aod, hag ar mor a deue enn-han pa veze reverdi braz. O velet ann dra-ze, ar Zant a gasaz eunn devez he skolaerien d’ann iliz. Eno e rejont eur bedenn holl asambles, ha goudeze ez ejont enn eur vandenn etrezek ann aod, a ioa goloet-holl gant ar mor. Ildut a gerze er penn araok, eur vaz ganthan enn he zorn. Hogen, dre ma tostea, ar mor a dec’he dirazhan egiz p’en devije bet aoun rak ar vaz. Pa oue eat pell aoualc’h, ar Zant a zifennaz outhan, euz a berz ann Aotrou Doue, en em astenn mui hiviziken larkoc’h eget na oa astennet d’ann ampoent. Ar mor a zentaz, hag a-c'houdevez e lezaz ato eunn tachad brao euz ann aod dizolo etre ann ti-skol hag hen.
Abarz ar fin Ildut a lakeaz eunn all da ober skol enn he leac'h, hag a guiteaz he gouent evit mont da veva he-unan gant Doue enn eur plas distro bennag. Hed ar vech oa bet boaz da iun ha da dremen eunn darn vraz euz ann noz o pedi hag o vedita ; mes divar neuze e kreskaz c’hoaz he bedennou hag he binijennou, hag eur skrij eo klevet peger rust oa e kenver he gorf.
Epad tri bloaz dioc’htu e chomaz evelse kuzet ouz ar bed. Mes goudeze e savaz c’hoant ganthan da velet adarre lod euz he ziskibien, ha setu hen ha treuzi ar mor evit dont da Vreiz-Izel. Diskenn a eure enn douar e kear Dol, hag eno e varvaz leun a veritou, d’ann oad a gant vloaz pe var dro.
Ann dud difeiz a damall aliez d’hor mamm zantel ann Iliz n’e deuz ket a c’hoant e ve skoliet ar vugale hag ann dud iaouank. Ar c'hountrol eo a zo guir hag a zo bet guir a bep amzer, evel a ziskouez sklear buez sant Ildut. Ar pabed, ann eskibien, ar veleien hag ar venac’h a zo bet ato gant ar re genta o sevel skoliou ha skolachou e kement korn zo er bed kristen. Mes ato ive avad eo bet falvezet d’ezho e vije desket guirioneziou ar relijion er skoliou hag er skolachoù-ze araok ann holl skianchou all, ha setu ar pez a laka ann dud difeiz da egari. Ar re-ma ne glaskont nemed teuler ar relijion er meaz euz ar skoliou hag euz ar skolachou, hag abalamour da ze e kountont hag e skrivont a bep seurt gevier divar benn ann Iliz e kenver ar poent-ma.