Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1913/Iann er Gaoter

Eus Wikimammenn
◄   Pi V Iann er Gaoter Stanislas   ►



ar c’houec’hved devez a viz mae


SANT IANN ER GAOTER EOL BERVET
————


Sant Iann a ioa mab da Zebedee, ha breur da zant Jakez. Eunn devez, mamm ann daou abostol-ma a deuaz gantho da gaout hor Zalver, hag a gomzaz outhan evel-henn : « — Mestr, me’m euz c’hoant da c’houlenn eunn dra diganehoc’h. » « — Pe seurt ’ta, » eme Jezuz. « — Grit ma vezo ann daou-ma unan a bep tu d’ehoc’h enn ho rouantelez. » Hor Zalver a respountaz raktal : « — Ne c’houzoc’h ket petra c’houlennit. »

Neuze e troaz oc’h Jakez ha Iann, hag e c’houlennaz outho d’he dro : « — Goest oc’h-hu da eva ar c’halir a dleann-me da eva? » « — Ia, emezho, goest oump. » « — Guir eo, eme Jezuz, eva a reot ar c’halir-ze ; mes n’e ket d’inn-me eo lakaat ac’hanhoc’h da azeza unan a bep tu d’inn; ar plasou-ze a zo d’ar re m’int miret evitho gant va Zad. »

Dre ar c’halir a dlie da eva, hor Zalver a entente he basion hag he varo. Pa c’houlenne eta oc’h Jakez ha Iann ha goest oant da eva ar c’halir a dlie da eva he-unan, ann dra-ze a ioa ar memes tra evel p’en devije goulennet : « — Goest oc’h-hu da c’houzanv ar poaniou a dleann-me da c’houzanv, pe boaniou all henvel outho ? » Hi a respountaz oant goest, ha kerkent Jezuz a lavaraz d’ezho : « — Guir eo, eva a reot ar c’halir-ze, da lavaret eo, gouzanv a reot ar poaniou a dleann-me da c’houzanv pe boaniou all henvel outho, »

Hogen, sant Jakez a evaz ar c’halir en doa evet he Vestr pa oue lakeat d’ar maro dre urs Herodes. Mes sant Iann n’e ket bet lakeat d’ar maro ; peur eta ec’h evaz ar c’halir en doa evet he Vestr ? Sant Iann en devoa dija tanveat ar c’halir-ma var menez Kalvar; rak eno he galoun a ioa bet rannet ha beuzet enn eur mor a c’hlac’har o velet Jezuz o vervel var ar groaz. He danveat en doa c’hoaz divezatoc’h, goude m’oa pignet hor Zalver enn env, p’oa bet taolet a benn diou vech e prizoun Jerusalem ha skourjezet asambles gant ann ebestel all. Erfin, he eva a reaz evit mad pa oue merzeriet e Rom enn amzer ann impalaer Domisian.

Domisian a oue ann eil impalaer romen a ziskleriaz brezel d’ar relijion gristen. Neron oa bet ar c’henta. Var a lavar lod, Domisian a ioa c’hoaz krisoc’h eget Neron. Ar baianed vella euz he rouantelez a oue koundaonet ganthan d’ann harlu ; mes oc’h ar gristenien eo edo he vrasa kounnar. Sant Iann a veve c’hoaz d’ar mare-ze, hag a ioa karget euz a c’houarnamant holl ilizou ann Azii. Ar garg huel en devoa hag ar brud euz he zantelez hag euz he viraklou hen diskuillaz buhan da enebourien ar feiz. Kroget e oue ennhan epad m’edo e kear Ephez, el leac’h ma veze o chom peurvuia, ha goudeze e oue kaset da Rom da gaout ann impalaer.

Domisian a roaz d’ezhan da joaz etre adori ann doueou faoz pe beza lakeat d’ar maro var ann heur. Diskib muia karet hor Zalver ne varc’hataz ket evit choaz ar maro, ha kerkent ann impalaer, heb damant ebed d’he gozni, her c’houndaonaz da vervel enn eur gaoter leun a eol bero. Sant Iann a zridaz he galoun o klevet eunn hevelep setans ; rak mall en doa da vont da velet he Vestr d’ar baradoz. Mes, pa oue taolet er gaoter, Doue a reaz enn he genver ar burzud en doa great guech all e kenver ann tri zen iaouank e fournez Babilon. Ann tri zen iaouank-se a ioa bet respetet gant ann tan, ha sant Iann ne oue ket devet ken nebeut gant ann eol bero. Er c’hountrol eo : pa oue tennet euz ar gaoter, oa iac’hoc’h ha krenvoc’h eget na oa diagent.

Domisian a oue estlammet o velet kement all; mes sonjal a reaz ne oa erruet ann dra-ze nemed dre zorserez. Evelato ne gredaz mui klask lamet he vuez digant ann Abostol. A hent all goulskoude n’hen lezaz ket ken nebeut da zistrei da Ephez ; mes ordren a eure he gas da enez Pathmos, el leac’h ma skrivaz goudeze levr ann Apokalips.

Er bloaz 95 eo e oue soubet sant Iann enn eur gaoter eol bervet e Rom, heb na c’hoarvezaz drouk ebed ganthan, hag e memor euz ar mirakl-ma ann Iliz e deuz great ato eur gouel hag eunn offis a gostez.


SONJIT ERVAD

Pa deuaz mamm sant Jakez ha sant Iann da lavaret d’hor Zalver : « — Grit ma vezo va daou vab unan a bep tu d’ehoc’h enn ho rouantelez, » Jezuz a respountaz d’ezhi : « — Ne c’houzoc’h ket petra c’houlennit. » Goudeze hor Zalver a c’houlennaz he-unan ouz ann daou abostol : « — Goest oc’h-hu da eva ar c’halir a dleann-me da eva? » Ar c’homzou-ma a ziskouez, d’eomp sklear ne c’heller kaout perz e rouantelez Jezuz-Krist enn env nemed var bouez beza kemeret perz enn he boaniou var ann douar, ha setu ar pez ne goumprene ket mamm sant Jakez ha sant Iann. Ar vamm-ze ne goumprene ket ken nebeut ne vezo ket roet ar plasou er baradoz egiz ma vezont roet e rouanteleziou ar bed-ma. Rouaned ar bed-ma a joaz ar re a geront evit beza da dosta d’ezho; mes er baradoz justis Doue hebken a verk-he blas da bep hini dioc’h m’en deuz meritet. Evit lavaret mad eta, ann den he-unan eo a ra he blas er baradoz.