Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1913/Iann-Joseph ar Groaz

Eus Wikimammenn
◄   Kasimir Iann Joseph ar Groaz Koletta   ►



ar pemped devez a viz meurs


SANT IANN-JOSEPH AR GROAZ
————


Iann-Joseph a ioa ganet er bloaz 1654, da c’houel Maria-Hanter-Eost, enn eunn enezenn a rouantelez Napl. Diskouez a reaz a-vihanik petra dlie beza divezatoc’h; rak dija d’ann oad-se e tremene he holl amzer o pedi, o studia hag o vizita ann ilizou. Eunn devosion vraz en devoa ive evit ar Verc’hez Vari; bemdez e lavare he offis, ha bep sadorn e iune enn he henor divar bara ha dour. Rei a eure c’hoaz neuze eur merk kaer a basianted. Unan euz he vreudeur o veza skoet ganthan var ar ru, ar c’hrouadur paour? e leac’h en em glemm, en em daolaz d’ann daoulin e kreiz ar pri da lavaret eur Bater evit he vreur.

Pa oue deuet da baotr iaouank, Iann-Joseph a zavaz c’hoant ganthan da vont da vanac’h; mes nec’het oa o klask gouzout e pe seurt Urs en em lakaat. Ober a reaz eunn navet evit anaout bolontez Doue, ha da fin ann naved e velaz sklear oa galvet da vont enn Urs sant Fransez, digaset d’he stad kenta gant sant Per a Alkantara. Raktal e c’houlennaz beza resevet enn eur gouent o doa ar venac’h euz ann Urs-se e Napl. Resevet e oue, hag a benn eur miz ha pemp devez, e oue guisket d’ezhan sae ann Urs. Ar zae-ma a hanve he zae a eured, hag epad ar pevar bloaz ha tri-ugent ma vevaz goudeze, ne falvezaz d’ezhan morse chench anezhi. Evelse oa ken takounet abarz ar fin ma oue leshanvet ar Zant ann Tad Kant-Pensel.

Ann novis nevez a gemeraz evit skouer sant Fransez a Asiz ha sant Per a Alkantara, hag heb dale e teuaz he-unan da zervichout da skouer d’ann novised all. Goude beza great he veuiou, e chomaz c’hoaz tri bloaz e kouent Napl, hag epad ann amzer-ze e poaniaz muioc’h-mui da zistaga he galoun dioc’h traou ann douar ha da vervel d’ezhan he-unan. Evit lakaat ar c’hig da zuja d’ar spered, e iune meur a zevez er zizun divar bara ha dour. Ouspenn m’oa goloet he gorf a c’hourizou reun, e touge c’hoaz var he gein hag enn he gerc’henn kroaziou hag a ioa ennho tachouigou hirr ha lemm ho beg.

Ne eve morse a vin, ha ne morse a besked. A veac’h ma kouske teir heur bemnoz, ha p’en em roe da gousket, e chome ato var bennou he zaoulin, he benn harp ouz eur voger.

Er bloaz 1674, e oue kaset da Biedimonte, el leac’h m’edot o sevel eur gouent nevez. Eno e labouraz kement hag e kendalc’haz da ren eur vuez ker pinijennuz ma kouezaz goal glanv ; mes pa zonje d’ann holl oa dija tost he heur diveza, e oue pareet enn eunn taol kount dre eur mirakl a reaz ar Verc’hez enn he genver.

D’ann oad a dri bloaz var’nn ugent, e resevaz ann Ursiou sakr, hag er bloaz varlerc’h e oue hanvet da Vestr ann novised e kouent Napl. Er bloaz 1688, ez eaz d’ar gear da velet he vamm a ioa prest da vervel. He genvroiz, o veza klevet hano euz he vertuziou braz hen digemeraz gant kalz a henor. « — Ema erru ar Zant, emezho ; deomp da ziambroug ar Zant. » Mes ann henoriou hag ar meuleudiou-ze a rea mez d’he humilite. He vamm en em erbedaz d’he bedennou hag a varvaz euruz etre he zivreac’h. Kana a eure evithi offerenn ann enterramant, ha goudeze ec’h heuliaz he c’horf betek ar bez.

Iann-Joseph ar Groaz a ioa bet dija diou vech Mestr ann novised e Napl, ha diou vech all superior e Piedimonte, pa oue choazet evit superior jeneral euz he Urs. Mes aoun en doa ato d’en em goll er c’hargou huel, ha bep tro ma veze savet eunn tammik dreist ar re all, e veze mall ganthan diskenn adarre er memez renk gantho. Obten a reaz digant ar pab ma vije dizammet euz he garg a zuperior jeneral, ha neuze ec’h en em dennaz e kouent Napl el leac’h ma tremenaz ann nemorant euz he vuez.

Epad m’edo eno, eur marc’hadour lunedou euz a gear, Visant he hano, a ieaz eur mintinvez d’he gaout gant eur paotrik pemp miz hag a ioa goall glanv. « — Tad, emezhan, roit ar iec’hed d’am faotrik. » (Iann-Joseph en devoa ann donezoun a viraklou). Mes ar Zant a respountaz : « — Doue a c’halv ar c’hrouadur-ma davethan ; red eo senti ouz Doue. » « — Mar kollann va mab, eme ar marc’hadour, me lezo greg ha stal, hag a ielo da redet bro. » — « Diouallit, eme ar Zant ; ho mab a vezo eur groaz pounner evidhoc’h mar chom beo ; distroit eta d’ar gear, ha grit mad ho sonj. »

Goude kresteiz, Iann-Joseph a ia da di ar marc’hadour lunedou. « — Ac’hanta, Visant, emezhan, great oc’h euz ho sonj ? » « − Ia, eme ar marc’hadour ; me fell d’inn e chomfe va mab beo. » « — Mad, chom a rai, » eme ar Zant enn eur vont er meaz.

Ar paotrik a bareaz raktal, mes a benn eiz dez goude e teuaz da veza tort dioc’h ann araok ha dioc’h ann adren. Beva a eure evelse betek ann oad a dri bloaz ; mes ne greske tamm, ne lavare ger ha ne rea van euz a netra ; he dad hag he vam a ioa rannet ho c’haloun. Ar marc’hadour lunedou ne grede mui tostaat ouz Iann-Joseph. Abarz ar fin evelato, goude beza bet o kovez hag o kommunia, ez eaz d’en em strinka d’he dreid enn eur c’houlenn pardoun digant Doue. Neuze ar Zant a lavaraz d’ezhan : « — Pardounet oc’h, Visant ; mes hiviziken bezit ato prest da rei ho pugale da Zoue pa blijo ganthan ho lamet diganehoc’h. » A veac’h oa distro ar marc’hadour d’he di ma varvaz he vab enn eur vouzc’hoarzin outhan evit ar vech genta.

Iann Joseph ar Groaz a varvaz he-unan d’ar pemp a viz meurs 1739. Kerkent ne oue klevet dre holl ruiou Napl nemed ar c’homzou-ma : « — Ar Zant zo maro ! Deomp da velet ar Zant! » Kementa viraklou a c’hoar vezaz var he vez ma oue diskleriet euruz gant ar pab Pi VI, hanter-kant vloaz goude he varo, hag ar pab Gregor XVI hen lakeaz e renk ar Zent d’ar 26 a viz mae 1839.


SONJIT ERVAD

Ann tadou hag ar mammou a dle beza prest ato da rei ho bugale da Zoue pa blij ganthan ho lamet euz ar bed-ma ez-vihanik. Doue a ra ann dra-ze aliez evit brasa mad ann tadou hag ar mammou ho unan, hag evit brasa mad ar vugale. Evit brasa mad ann tadou hag ar mammou, abalamour ar vugale-ze, ma vijent chomet beo, a vije bet marteze eur groaz pounner evitho. Evit brasa mad ar vugale, abalamour ar re-ma a vije bet e riskl da ren eur vuez fall divezatoc’h ha d’en em goll da viken. Goulskoude, n’e ket difennet ouz eunn tad pe eur vamm kaout keuz d’ho bugaligou ; ar pez a zo pec’hed eo en em jala re, ha dreist holl grosmolat a enep Providans Doue.