Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1913/Hor Zalver var menez Thabor

Eus Wikimammenn
◄   Introun Varia ann-Erc’h Hor Zalver var menez Thabor Kajetan   ►



ar c’houec’hved devez a viz eost


HOR ZALVER VAR MENEZ THABOR
————


Eunn devez, epad m’edo o prezeg he Aviel dre ar Judee, hor Zalver Jezuz-Krist a gemeraz tri euz he ebestel. Per, Jakez ha Iann, hag ho c’hasaz ganthan a gostez var eur menez huel. Ar menez-se oa menez Thabor. Enn eur erruout eno, hor Zalver en em lakeaz da bedi ; mes a greiz he bedenn e chenchaz doare enn eunn taol kount. He dal a deuaz da veza skeduz evel ann heol, hag he viskamant, guenn evel ann erc’h.

Ha setu Moizes hag Elias oc’h en em ziskouez var ar menez, ha Jezuz hag hi o kaoseal asambles.

Estlammet-holl o velet kement all, sant Per a lavaraz raktal : « — Mestr, eunn dudi eo beza ama ; mar kirit, ni zavo ama tri delt, unan evidhoc’h, eunn all evit Moizes hag eunn all evit Elias. » N’oa ket he gomz ganthan peur-achuet pa oue goloet, hen hag ann daou abostol all, gant eur goabrenn lugernuz.

Ha setu eur vouez o tont euz ar goabrenn-ze, hag o lavaret : « — Hema eo va Mab muia karet, annhini m’eo va holl flijadur sonjal ennhan ; selaouit-hen. »

O klevet ar vouez-ma, ann diskibien a oue spountet, hag a gouezaz var ho fenn d’ann douar. Mes hor Zalver a ieaz d’ho c’haout, hag a douchaz outho enn eur lavaret : « — Savit enn ho sa, ha n’o pezet aoun ebed. » Kerkent e savchont ho daoulagad, ha ne veljont mui den enn dro d’ezho nemed Jezuz. Goudeze, p’edont o tiskenn divar ar menez, hor Zalver a lavaraz d’ezho evelhenn : « — Ne livirit grik euz ar pez oc’h euz guelet bremaik ken na vezo savet Mab ann den euz a varo da veo. »

Hor Zalver Jezuz-Krist n’en em ziskouezaz er stad-se a c’hloar, dirak ann tri abostol a garie ar muia, nemed evit ho c’hrenvaat er feiz. Klask a rea miret outho da fallgalouni pa her gueljent goapeat, karget a vez hag a zismegans, hag evel breset etre treid ann dud, enn amzer he basion hag he varo. C’hoant en doa ive da rei da anaout d’ezho ar c’hloar a ioa ouz ho gortoz ho-unan er baradoz ma vijent fidel da gerzet bepred var he roudou epad ar vuez-ma. Evelse ive, ma laka avechou ann Aotrou Doue da bara var hoc’h ene evel eur sklerijenn euz ann env, ma ro d’ehoc’h avechou evel eunn tanva euz a joauzdet ar Zent hag ann Elez, ne d-eo ken nebeut nemed evit rei muioc’h a nerz d’ho kaloun hag ober d’ehoc’h chom startoc’h enn ho tever p’en em gavot adarre evel beuzet enn eur mor a c’houervder, pa gouezo adarre eur barr-enkrez bennag var ho spered, pe pa stago eur goall boan bennag ouz ho korf ; ne d-eo erfin nemed evit rei d’ehoc’h da goumpren muioc’h-mui eo dre hent ar groaz e tleit bale er bed-ma evel Jezuz mar fell d’ehoc’h beza euruz asambles ganthan er bed all.


SONJIT ERVAD

O velet ann doare skeduz a gemeraz hor Zalver var menez Thabor, sant Per a lavaraz dioc’htu : « — Eunn dudi eo beza ama. » Setu aze ive petra livirimp hed ann holl eternite mar d-eomp d’ar baradoz. Mes, da c’hortoz, e c’hellomp lavaret ar memes tra, ma ren Doue enn hor c’haloun dre he c’hras hag he garantez ; rak neuze ema Jezuz ganeomp e guirionez, ha mar d-ema Jezuz ganeomp penaoz e kredfemp en em glemm ?

Goude beza bet var menez Thabor, Hor Zalver a bignaz heb dale d’ar C’halvar, ha sked he c’hloar ne oue guelet nemed enn eur dremen, eleac’h poaniou he basion a badaz pellik amzer. Avechou ive Doue a ro d’eomp evel eunn tanva euz joauzdet ann env. Ne vez ket hirbaduz avad peurvuia ; ha n’eo roet nemed evit krenvaat ar galoun abenn ma teuio adarre eur beac’h enkrez bennag d’he goaska. Hounnez eo al lezenn : evit kaout perz e gloar Jezuz eo red dougen ar groaz a unan ganthan.