Buhez ar Sent/1913/Hiler

Eus Wikimammenn
◄   Veronik Hiler Paol, Kenta ermit   ►



ar pevarzekvet devez a viz genver


SANT HILER, ESKOP HA DOKTOR EUZ ANN ILIZ
————


Hiler a ioa ginidik euz ar Poatou. Lod a lavar ec’h heuliaz da genta relijion ar baianed, hag oa dija braz pa oue gounezet d’ar feiz ; lod all a lavar, er c’hountrol, e oue savet er relijion gristen. Ar pez zo sur eo oa dija brudet dre ar zantelez euz he vuez pa oue lakeat da eskop e Poatie var dro ar bloaz 353.

D’ar mare-ze, ez oa diouanet enn Iliz eunn herezi nevez, hag unan euz ar re voasa. Ar re a heulie ar fals kredenn-ze a reat Arianed anezho, euz a hano Arius, ho mestr. Var ho meno, Jezuz-Krist, evel Mab da Zoue, n’en doa ket ar memes natur gant he Dad, ha dre eno ive ne oa ket guir Doue eveldhan. Dija o devoa touellet eur maread tud fidel e kostez ar Zao-Heol, ha brema e klaskent ive touella re ar C’huz-Heol. Ann impalaer Konstans a ioa a du gantho, hag a felle d’ezhan lakaat ann herezi nevez da ren e peb leac’h e plas ar relijion gatholik.

Mes Doue ne abandounaz ket he Iliz, hag a roaz d’ezhi soudarded kalounek evit difenn ar guir feiz dre ho c’homzou ha gant ho fluenn. Ann daou gabiten braz etouez ar zoudarded-se a oue sant Athanaz evit broiou ar Zao-Heol, ha sant Hiler evit broiou ar C’huz-Heol.

Araok zoken beza hanvet da eskop, Hiler n’oa ket evit gouzanv ann heretiked, ha ne felle d’ezhan kaout darempred ebed gantho. Eur vech deuet da veza eskop, he genta soursi a oue da gelenn he bobl var guirioneziou ar relijion. Goudeze ec’h en em glevaz gant ann eskibien all euz a Frans, a ioa chomet eveldhan stard er feiz, evit teuler ann eskummunugenn var ar re a droe gant ann Arianed, da lavaret eo, evit diskleria dirak ann holl e tliet hiviziken kemeret ar re-ze evit tud hag a ioa er meaz euz ann Iliz katholik. Ar zetans-ma, douget enn ho enep, a lakeaz ann heretiked da vont enn egar. Asambli a rejont eur c’honsil e Besie, hag Hiler a oue galvet ive da vont di. Mont a eure evit kaout tro da rei testeni d’ar feiz; mes, pa falvezaz d’ezhan diskouez d’ann Arianed n’edo ket ar virionez gantho, ne oue ket lezet da barlant

Neuze ann heretiked a skrivaz enn he enep d’ann impalaer, hag ann impalaer her c’houndaonaz da veza kaset er meaz euz ar vro. Ar Zant a renkaz eta kuitaat ar Frans evit mont d’ar Phrijii, enn Azii-lzela. Mes ac’hano e kendalc’haz da c’houarn he eskopti, ha da rei aliou mad d’ann eskibien all euz a Frans dre al liziri a skrive d’ezho. Eno ive ec’h echuaz al levr kaer en deuz great divar benn mister ann Dreinded. El levr-ma e tiskouez sklear n’o deuz tri fersoun ann Dreinded nemed eur memes natur, ez int ho zri par ann eil d’egile e peb tra, hag ez eo e guirionez Doue peb unan anezho. Eno erfin e labouraz heb ehana da lakaat ar bec’herien da zistrei ouz Doue hag ann heretiked da zistrei d’ar guir Iliz.

Goulskoude, ann impalaer Konstans en doa roet urs da asambli adarre eur c’honsil e Seleusii. Hiler en em gavaz er c’honsil-ze dre eunn taol euz a Brovidans Doue, hag a zifennaz ar feiz gant he nerz hag he furnez ordinal. Goudeze ez eaz da Gonstantinopl, hag e choulennaz kounje digant ann impalaer da zisput oc’h ann heretiked dirazhan ha dirak kement hini a garje dont da zelaou. Ann impalaer ne gavaz ket direzoun ar goulenn-ze ; mes ann Arianed o devoue aoun na raje eun hevelep disput mez d’ezho dirak ann holl. Klask a rejont eta eunn digarez bennag evit alia ar prins da gas ann eskop santel enn dro d’he eskopti.

Hogen, easoc’h eo koumprenn eget lavaret gant pebez joa e oue digemeret ha pebez henor a oue great d’ezhan, pa erruaz adarre enn he vro. « Ar Frans a bez, eme zant Aogustin, a zavaz da vriata Hiler p’edo o tistrei d’ar gear goude beza gounezet ar viktor var ann heretiked. » Enn eur zigouezout e Poatie, e roaz ar vuez da eur c’hrouadur a ioa nevez maro heb beza bet ar c’hras da reseo ar vadiziant, hag ar mirakl-se a greskaz c’hoaz ann istim hag ar respet o devoa ann holl evilhan.

Tremen a eure ann nemorant euz he vuhez o krenvaat ann dud fidel er feiz hag o parea ar gouliou o doa great ann Arianed d’ann Iliz e peb korn euz ar Frans. Erfin, o c’houzout e tostea he heur da vont euz ar bed-ma e c’halvaz d’he gambr eur belek hag a garie evel he vreur. Ar belek-se a roaz d’ezhan he zakramanchou diveza, ha prest goude he ene a nijaz d’ar Baradoz epad m’edo he bobl o vouela d’ezhan var ann douar. He varo euruz a erruaz d’ann trizek a viz genver euz ar bloaz 368 pe 369.

Sant Hiler en deuz skrivet c’hoaz kalz levriou ouspenn ann hini ma’m euz komzet anezhan. Rak, mar d’oa eur zant braz, oa ive eunn den gouiziek ha desket meurbet. Enn he iaouankiz oa bet er skol gant ar vistri habila euz he amzer, ha goudeze en devoa tremenet meur a vloaz dioc’h-tu o studia ar Skritur Sakr. Er bloaz l850, ar Pab Pi Nao a lakeaz anezhan e renk ann doktored.


SONJIT ERVAD

Sant Hiler, araok zoken ma oue hanvet da eskop, ne felle d’ezhan kaout darempred ebed gant ann heretiket. N’euz netra goasoc’h evit lakaat ann den da goll ar feiz eget koumpagnunez ar re o deuz he c’hollet dija ho-unan, hag a zo troet a enep ar relijion hag ann Iliz. Goulskoude, heb ar feiz n’euz esperans ebed da vont d’ar Baradoz. Pellait eta dioc’h ar seurt tud-se gant ar brasa evez, ha serrit bepred ho tiouskouarn ouz ho c’homzou, ha dor ho ti ouz ho skridou hag ho c’hazetennou milliget.