Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1913/Hiasent

Eus Wikimammenn
◄   Joachim Hiasent Agapit   ►



ann trivac’hved devez a viz eost


SANT HIASENT, EUZ A URS SANT DOMINIK
————


Ar zant-ma a ioa ginidik euz ar Pologn, hag a oue savet e doujans Doue gant he dad hag he vamm. Pa oue echu he studi ganthan, e resevaz ann Ursiou sakr, ha goudeze eskop Krakovii her greaz chaloni euz he iliz kathedral hag her c’hemeraz da vikel vraz. Ann eskop-se o veza deuet da vervel, eunn eontr da Hiasent, he hano Eozen, a oue hanvet enn he blas. Hogen, ann eskop nevez en devoue ezomm da vont da Rom, hag a falvezaz d’ezhan kaout he niz da goumpagnoun ; setu hi eta ho daou enn hent.

Enn eur erruout e Rom, e rejont anaoudegez gant sant Dominik, hag Eozen a c’houlennaz diganthan raktal misionerien euz he Urs evit ar Pologn. Mes sant Dominik a respountaz n’en doa ket da rei. « — Mar kirit, emezhan, klask d’inn enn ho pro beleien a volonte vad, me a zesko d’ezho beva hervez reolenn va Urs, ha goude beza great menac’h anezho, me ho c’haso du-ze enn dro evel ma’m euz kaset dija meur a hini e leac’h all. »

Kerkent Hiasent a oue poulzet gant Doue d’en em ginnig he-unan d’ar Zant, ha tri all euz a goumpagnunez ann eskop a reaz eveldhan. Dominik ho resevaz gant joa hag a viskaz d’ezho sae he Urs. A benn c’houec’h miz goude, e ouent kavet dija din da ober ho veuiou, ha neuze e tistrojont dioc’htu d’ar Pologn.

Ober a rejont ho beach var droad hag enn eur veva divar ann aluzenn, ha pa errujont e Krakovii, e ouent digemeret gant ann holl evel elez euz ann eriv. Hiasent en em lakeaz raktal da brezeg, hag a benn eunn nebeut bloaveziou e oue guelet eur jenchamant kaer e kear, ken etouez ann noblans, ken etouez ar bobl. Ar giziou fall a ioa torret, ann dizursiou diarbennet, ann dispignou foll lezet a gostez, hag ar bec’herien deuet holl da veza guir zervicherien da Zoue.

Mes ive kalet e vije ar galoun ne vije ket tenereat o velet Hiasent, ha kaletoc’h c’hoaz ann hini ne vije ket gounezet oc’h he glevet. Ne oa varnhan nemed liou ar binijenn. Hag, evit guir, kastiza a rea he gorf a daoliou fouet ; bep guener e iune divar bara ha dour ; ne gouske nemed var ann douar noaz pe alkodet ouz eur mean bennag ; al lodenn franka euz ann noz a dremeneo pedi dirak ar Zakramant, meulet ra vezo ; erfin, bez’en doa eunn devosion dener evit ar Verc’hez Vari, ha n’oa ket evit gouzanv e kollje eur begad euz he amzer. Ato e veze o pedi, pe o sarmoun, pe o studia, pe o velet tud klanv, pe oc’h ober eunn dra bennag all.

Eur gouent vraz a oue savet evithan e Krakovii, hag heb dale ar gouent-ma a oue leun a venac’h. Mes n’oa ket aoualc’h d’ar Zant labourat da zavetei eneou he genvroiz ; c’hoant en doa ive da labourat evit silvidigez tud ar broiou all. Mont a reaz he-unan e kostez ann Hanter-Noz da brezeg ar feiz d’ar chismatiked ha d’ar baianed ; sevel a eure kouenchou nevez er Pomeranii, er Prus ha var bord ar mor Baltik ; goudeze ez eaz d’ar Sueed, d’ann Danemark ha d’ar Skos, hag ac’hano e skoaz adarre etrezek ar Rusii. Redet a reaz betek ar Mor Du, ha zoken betek ann Azii hag enezennou ar Gres, hag enn eurzont enn dro e chomas eur pennad e kear Kiovii.

Hogen, epad m’edo eno, eunn arme a Dartared, tud hanter-c’houez ha c’hoaz paian, a zaillaz var gear hag a lakeaz ann tan ennhi. Pa glev ar c’helou-ze, Hiasent a dec’h kuit gant he venac’h, enn eur zougen ar sibouer sakr enn eunn dorn hag imach ar Verc’hez enn he zorn all. Erruout ara evelse dirak eur ster ledan, ha n’euz pount na bag ebed d’he zreuzi. Mes ar Zant ne jom ket da varc’hata, hag a gerz var ann dour egiz pa vije bet var ar c’halet. He venac’h a dreuzaz ar ster var he lerc’h enn eur vale var he vantell en doa ledet dirazho var ann dour.

Goude beza labouret evel eunn abostol epad tost da zaou-ugent vloaz dioc’htu, Hiasent a glanvaz e Krakovii da zeiz gouel Introun-Varia-ann-Erc’h, Da zeiz gouel Maria-Hanter-Eost e resevaz he zakramanchou diveza, hag enn deiz-se zoken e roaz he ene da Zoue er bloaz 1257, d’ann oad a bevarzek vloaz ha tri-ugent.


SONJIT ERVAD

Ar zant-ma n’oa ket evit gouzanv e kollje eur begad euz he amzer. Amzer ar vuez-ma a zo berr hag a dremen buhan, ha goulskoude ann distera pennad euz ann amzer-ze a zo talvouduz meurbed, p’e guir e c’hell servichout d’eomp da c’hounit ar baradoz pe da greski ar rekoumpans a zo eno ouz hor gortoz. Bezit eta piz var hoc’h amzer, ha diouallit d’he implija, ne lavarann ket hebken oc’h offansi ann Aotrou Doue, mes c’hoaz e traou ha ne dalvezint d’ehoc’h da netra pa viot eat euz ar bed-ma.