Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1913/Guinal

Eus Wikimammenn
◄   Gouel ann Anaoun Guinal Charles Borromee   ►


ann trede devez a viz du


SANT GUINAL, ABAD


————


Guinal pe gueneal (eal guenn) a ioa ganet e Kemper e tro ar bloaz 454. Eur paotrik koant oa enn he vugaleach ; mes eur paotrik a spered oa ive hag eur paotrik devot. He dad hag he vamm a ioa tud a zoujans Doue ; deski a rejont d’ezhan abred he bedennou hag he gatekiz, ha goudeze hen lakejont er skol gant eur mestr fur ha vertuzuz.

Ne oa c’hoaz nemed seiz vloaz pa zigouezaz da zant Guennole, abad Landevennek, tremen dirak ti he dad. Guinalik a ioa eno o c’hoari e kichen ann or asambles gant he gamaladed. Mes kerkent e lezaz ar c’hoari a gostez evit chom da zellet ouz ar Zant. Neuze Guennole a c’houlennaz outhan: « —Krouadur, dont a rafez ganen-me da Landevennek ? » Guinalik a respountaz raktal: « — Ia, c’hoant am euz da vont da zervicha Doue enn ho koumpagnunez ha da gaout ac’hanhoc’h da zuperior. » Sant Guennole n’edo ket o c’hedal eunn hevelep respount. Setu perak e oue souezet-maro o klevet ar paotrik, hag e lavaraz d'ezhan : « — Re iaouank oud c’hoaz ; Landevennek a zo pell ac’hann : n’oud ket goest da vale betek eno. »

Mes Guinal a respountaz adarre : « — Ann nep piou bennag, eme ann Aviel, a grog enn alar hag a zell adren he gein, hennez ne ket mad da vont d’ar baradoz. Evidon-me n’em euz ket a geuz d’ar pez am euz lavaret, ha netra ne viro ouzinn da zelc’her d’am ger. »

Sant Guennole a oue souezetoc’h eget biskoaz o velet pegen habil oa dija ar paotrik var ann Aviel. Goulenn a reaz eta konje digant he dad hag he vamm d'her c’has ganthan da Landevennek, hag he dad hag he vamm a asantaz var ann heur.

E kouent Landevennek Guinal en em roaz holl d'ar studi ha d’ar bedenn. P’edo o ren he zek vloaz, e oue guisket d’ezhan sae ar venac’h, hag heb dale, enn despet d’he oad tener, e oue remerket etouez ar re all dre he humilite hag he basianted, dre he garantez evit Doue hag evit he nesa, ha dre he aked da viret reolenn he Urs.

Poania a rea dreist peb tra da vouga enn he galoun tan ar goall ioulou ; evit kement-se e tiskenne bemnoz er ster, hanv-goanv, pa veze kousket ar venac’h all, hag e chome enn dour betek he gazeliou, n’euz fors peger ien e vije ann amzer ha nemed he borpant reun ganthan, keit ha ma veze o lavaret ar zeiz salm a binijenn evithan he-unan hag evit ann holl dud fidel.

Sant Guennole o veza prest da vervel a joazaz anezhan evit delc’her he blas var he lerc’h, hag ar choaz-se a oue kavet mad gant ann holl venac’h all nemed gant Guinal. Hema a argilaz kement ha ma c’hellaz, hag a benn seiz vloaz goude e roaz ann dilez euz he garg.

Petra bennag m’oa erruet dija enn huela pazenn euz ar zantelez, e felle d’ezhan tizout hueloc’h c’hoaz. O veza eta lakeat henvel eunn abad all enn he leac’h, e treuzaz ar mor evit mont d’ann Irland ha da Vro-Zaoz, enn esper deski gant diskibien sant Patris ar feson d’en em zantifia muioc’h-mui.

Pevar bloaz e oue oc’h ober he dro, hag epad an amzer-ze e c’hounezaz eur maread paianet da feiz Jezuz-Krist hag e reaz eunn niver braz a viraklou. Pa oue distro da Vreiz-Izel, e savaz teir gouent nevez var douar Kerne, ha goudeze ec’h en em dennaz e kostez Guened. Eno e varvaz leun a veritou, d’ann 3 a viz du euz ar bloaz 518, oajet a bevar bloaz ha tri-ugent. E kathedral Guened e virer c’hoaz darn euz he relegou.

SONJIT ERVAD

Guinal, erruet dija enn huela pazenn euz ar zantelez, a fell d’ezhan tizout hueloc’h c’hoaz. Setu aze penaoz e vez ato ar Zent : morse ne gav d’ezho e vent c’hoaz santel aoualc’h. Hag, evit guir, e servich Doue chom heb mont araok a zo dont adren. Pa ne vez mui a dan er galoun, ar skorn n’ema ket pell : eunn ene ha ne nij mui etrezek ann env var diouaskell ar garantez a ziruill buhan d’ann traon, hag a zo d’ar red pladet oc’h ann douar. Labouromp eta bepred ha bizomp huel, enn aoun ne c’helfemp ket tizout rouantelez ann env.