Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1913/Guillou, Abad

Eus Wikimammenn
◄   Ginivelez sant Iann-Vadezour Guillou, Abad Iann ha Paol   ►



ar pemped var ’nn ugent a viz even


SANT GUILLOU, ABAD
————


Ar zant-ma ioa ganet e kear Verseil enn Itali. Bihanik oa c’hoaz pa varvaz he dad hag he vamm ; mes eunn eontr d’ezhan a gemeraz ar zoursi d’he zevel e doujans Doue. D’ann oad a bevarzek vloaz ez eaz da bardouna da Zant-Jakes a Gompostell e Spagn. Ober a reaz he dro eno diarc’henn. nemed eur zae ganthan, ha daou gelc’h houarn enn dro d’he gorf. Ne c’houfe den lavaret pegement a boan en devoue gant ar riou hag ann dommder, ha gant ann naoun hag ar zec’hed : e riskl e oue zoken da goll he vuez.

Pa oue distro d’ann Itali, e falvezaz d’ezhan mont da Jerusalem da vizita bez hor Zalver ; mes Doue her galve e leac’h all hag a viraz outhan da vont. Neuze ec’h en em dennaz var eur menez e rouantelez Napl, ha var ar menez-se e tremene he holl amzer o pedi, o iun, hag o kastiza he gorf dre a bep seurt pinijennou. Eunn den dall o veza goulennet sikour diganthan, Guillou a roaz d’ezhan ar gueled. Mes ar mirakl-ma a ziskuillaz he zantelez, hag abalamour da ze e c’hoanteaz tec’het euz ar vro. Ober a reaz adarre he zonj da vont da Jerusalem, ha setu hen enn hent, laouen hag herr ennhan.

Mes Doue he-unan a lavaraz d’ezhan e raje muioc’h a vad o chom enn Itali. Neuze e pignaz var gern eur menez all, a reat Menez-Virjil anezhan. Ne oue ket pell eno na deuaz eur maread tud d’he gaout evit deski ganthan skiant ar Zent. Guillou ho resevaz, hag o veza savet eur gouent evit ho loja, ne ehane d’ho hencha, ken dre he gomzou, ken dre he oberiou, da erruout enn huella pazenn euz ar zantelez. Sevel a reaz ive var c’horre ar menez eunn iliz enn henor d’ar Verc’hez, hag abaoue ar menez-se a zo hanvet Menez-ar-Verc’hez.

Ar Zant a zavaz c’hoaz goudeze kalz kouenchou all e rouantelez Napl ; rak niver he ziskibien a greske bemdez. He viraklou eo a ioa kaoz. Rei a rea ar prezeg d’ar re vud, ar c’hleved d’ar re vouzar, ar cherzed d’ar re gamm ; dioc’h a bep seurt klenvejou e vezet pareet ganthan, betek zoken dioc’h ar re ne oa louzou ebed outho. Chench a eure ive ann dour e guin evel hor Zalver enn eured Kana, hag ober a reaz c’hoaz eleiz a vurzudou evel hennez.

Rojer, roue Napl, o veza klevet menek anezhan, her galvaz da vont d’he balez. Epad m’edo eno, eunn introun vraz a glaskaz he zougen d’ar pec’hed. Guillou a respountaz d’ezhi: « — Deuit d’am c’haout e verr d’ann heur-ma’nn heur, » hag ann introun a erruaz d’ann heur merket. Mes peger mantret ne oue-hi ket pa velaz ar Zant gourvezet var glaou beo. Ar glaou beo-ze a lakeaz ann introun da skrija ; diroll a reaz da vouela enn eur c’houlenn pardoun euz he fec’hed hag hiviziken e renaz eur vuez ker santel ha ker pinijennuz ma veritaz beza lakeat goude he maro e renk ar plac’hed euruz.

Guillou ne espernaz netra evit lakaat ar roue Rojer da zelc’her urs vad enn he balez hag enn he rouantelez, hag evit ober d’ezhan beza ato leal e kenver he zujidi ha sentuz e kenver ann Iliz. Mes, o c’houzout e tostea he heur diveza, ar Zant en em dennaz e kouent Guglieto, hag eno e varvaz e peoc’h er bloaz 1142, goude beza lavaret d’he ziskibien he enterri gant ann dillad a ioa enn dro d’ezhan.


SONJIT ERVAD

Ar glaou beo m’oa gourvezet sant Guillou varnho a lakeaz da skrija ann introun e devoa klasket he zougen d’ar pec’hed. Goulskoude, petra eo tan ar bed-ma e skoaz tan ann ifern ? Tan ar bed-ma ne bad nemed eur pennad, tan ann ifern a bado da virviken, hag eur pec’hed marvel hebten a zo aoualc’h evit beza koundaonet d’ann tan-ze. Pa viot eta tentet da offansi Doue dre eur pec’hed marvel bennag, livirit ennhoc’h hoc’h-unan : « — Ha mont a rinn-me, evit eur blijadur verr, evit eur vogedenn a henor, evit eur c’hounidegez dister, d’en em lakaat e riskl da leski da viken e tan ann ifern ? »