◄ Euzeb, Belek | Gouel Maria-Hanter-Eost | Rok ► |
r Verc’hez Vari a jomaz c’hoaz tri bloaz var’ nn
ugent var ann douar goude m’oa pignet hor Zalver
enn env. Jezuz he lezaz evelse eur pennad var he lerc’h
evit joa ann Ebestel ha kelennadurez ar gristenien genta
euz ann Iliz. Mes, mar d-edo he c’horf var ann douar,
he spered hag he c’haloun a veze bepred enn env gant
he mab.
Abarz ar fin, eunn eal a deuaz da ziskleria d’ezhi oa
tost he heur da vont euz ar bed-ma. Neuze ann Ebestel
en em asamblaz e Jerusalem evit kimiada dioc’h ho
Mamm ha reseo he bennoz diveza ; sant Thomas hebken
ne c’hellaz ket erruout abred aoualc’h evit ann
dra-ze. Ar Verc’hez a lavaraz d’ezho eur gomz bennag
evit rei nerz d’ho c’haloun, ha goudeze e tremenaz dirazho
heb poan nag angoni ; rak n’e devoa klenved ebed,
ha ne varvaz nemed gant ar vall e doa d’en em gaout e
koumpagnunez he mab.
Jezuz he-unan a deuaz da gerc’hat he ene. « — Ho polontez bezet great ! eme Vari ; pell a ioa ec’h huanadenn varzu ennhoc’h, ha netra ne c’hell ober muioc’h a blijadur d’inn eget beza da viken el leac’h m’emaoc’h. » Kerkent ann elez en em lakeaz da gana eur ganaouenn dudiuz evel ar re a ganer er baradoz, hag ar c’han-ma a oue klevet gant kement hini a ioa enn dro d’ar Verc’hez.
Ann Ebestel hag ann diskibien all a ioa asambles gant-ho a enterraz korf mamm Doue e Jethsemani, tri c’hant kammed dioc’h Jerusalem, ha biskoaz enterramant ne oue great gant muioc’h a zolanite. Hogen, epad tri devez dioc’htu, ann elez ne ehanjont da gana azioc’h ar bez ; a benn fin ann trede devez avad, e tavchont.
Neuze ec’h erruaz ive sant Thomas, hag o veza m’en doa c’hoant braz da velet eur vech c’hoaz ann hini a garie evel he vamm, ann ebestel all a reaz digeri ar bez hag ann arched. Raktal ann ear tro var dro a oue karget-holl a c’houez vad. Mes, o burzud kalz kaeroc’h c’hoaz ! ann arched a ioa goullou, ha ne oa mui ennhan nemed al linser a ioa bet o liena ar c’horf santel.
Ann Ebestel a goumprenaz dioc’htu petra ioa c’hoarvezet. « — Hor Zalver, emezho, en deuz lakeat he vamm hag hon hini-ni dazevel euz a varo da veo, ha kaset he c’horf ganthan d’ar baradoz evel m’en doa dija kaset he ene. » Ha var gement-se ec’h en em daoljont holl d’ann daoulin evit adori ha trugarekaat Doue.
Kredenn ann Ebestel a zo bet ato ive kredenn ann Iliz,
hag ar gouel hirio a zo eunn testeni sklear euz ar gredenn-ze.
Ar gouel-ma a zo bet hed ar vech unan euz ar
re gaera ; mes evit ar Frans eo deuet da veza kaeroc’h
c’hoaz abaoue m’en deuz ar roue Loiz, trizekved
euz ann hano, choazet ann deiz a hirio evit en em voestla
he-unan ha goestla he rouantelez holl d’ar Verc’hez
gloriuz Vari. Abalamour da ze e lavaret guech all :
« Rouantelez Frans, rouantelez Mari. » Abalamour da
ze ive e vez great enn deiz-ma prosesion ar Verc’hez e
kement parrez zo enn hor bro.
Ne c’houfe den lavaret gant pebez henor e oue digemeret mamm Doue enn env. Ann elez hag ann arc’helez a deuaz holl d’he diambroug. Pa he remerkchont o tont aziabell, e ouent souezet o velet peger skeduz oa. « — Piou eo hounnez, emezho, a zav dioc’h ann douar hag a zo henvel ouz ann deiz o c’houlaoui ? » Ann Tad eternel a zaludaz anezhi evel he verc’h, ar Spered-Santel evel he bried, hag hor Zalver Jezuz-Krist he lakeaz da azeza var eunn tron a c’hloar enn tu deou d’he hini, hueloc’h eged ar cherubined hag ar seraphined. Goudeze erfin, ann tri fersoun adorabl euz ann Dreinded he c’hurunaz, dirak ann holl sperejou euruz euz ar baradoz, evel rouanez ann elez hag ann dud. He c’hurunen, eme ann abostol sant Iann, a zo great gant daouzek steredenn ; he mantell a rouanez eo ann heol, hag al loar a zervich da skabell dindan he zreid.
Ann abostol sant Paol, enn eur gomz euz hor Zalver Jezuz-Krist, a lavar e kendalc’h da veza enn env hon alvokad dirak Doue. Euz ar Verc’hez Vari e c’heller lavaret ive gant guirionez e kendalc’h da veza er baradoz hon alvokadez dirak he mab. Goude Doue eta lakeomp bepred hon holl fizians e mamm Doue. « — Goulennit sikour diganthi, eme zant Bernard, hag hi ho selaouo hag a vezo selaouet d’he zro. Jezuz e kichen he dad, ha Mari e kichen Jezuz, setu aze petra dle beza ar mean-diazez euz hon esperans ; rak Doue ann Tad ne c’houfe morse ober ar skouarn vouzar ouz he Vab, na Jezuz ober ar skouarn vouzar ouz he vamm. »