Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1913/Gi, pe Gion

Eus Wikimammenn
◄   Pasiant Gi, pe Gion Maorill   ►



ann daouzekved devez a viz guengolo


SANT GI, PE ZANT GION, KLOC’HER
————



Ar zant-ma a ioa ganet e bourg Anderlek, tost da gear Bruseell er Beljik, hag abalamour daze e oue leshanvet Paour Anderlek. He dad hag he vamm a ioa tud euz ar renk izela hervez ar bed. Mes, o veza m’edo doujans Doue enn ho c’haloun, ne espernjont nag ho foan, nag ho amzer, evit kelenn ervad ho c’hrouadur, p’e guir ne c’hellent ket he gas d’ar skol. Deski a rejont d’ezhan abred karet Doue hag ar Verc’hez, ha kaout heuz ouz ar pec’hed.

Ho foan ne oue ket poan gollet, ha dre ma kreske Gi enn oad, e kreske ive he furnez hag he zevosion. Bep vech ma c’helle tec’het dioc’h he dud, e rede d’ann iliz da lavaret he Bater. A hent all, ec’h en em blije enn he stad paour abalamour Jezuz-Krist he-unan hag ann Ebestel o deuz bevet er stad-se. Leun oa a respet evit ar re binvidik ; mes n’en doa tamm avi ebed ouz ho danvez. Ann istim en devoa evit ar baourentez a rea d’ezhan ive karet ar beorien all, ha petra bennag n’en doa ket ato aoualc’h evithan he-unan, e roe d’ezho lod euz ann nebeut en devoa, hag avechou zoken ez ea da glask evitho.

Eunn devez m’edo o pedi enn iliz Laeken, eunn hanter-leo dioc’h Bruseell, persoun ar barrez-se a oue souezet o velet peger kalounek e pede. He c’helver a eure d’ar sekreteri, ha goude beza kaozeet ganthan eur pennadik, ec’h anavezaz raktal oa eat dija lark var hent ar zantelez, petra bennag ne oa c’hoaz nemed pemzek vloaz. Abarz ar fin e kinnigaz d’ezhan chom eno da gloc’her, rak n’oa kloc’her ebed d’ann ampoent, ha Gi a jomaz dioc’htu : eunn dudi oa evithan sonjal e vije bepred var dro ti ann Aotrou Doue.

Al labour en doa da ober oa skuba ann iliz, sini ar c’hleier, respount ann offerennou, renka ar bokedou var ann aoteriou, ha delc’her peb tra enn urs er sekreteri. Hogen, biskoaz kloc’her ne reaz guelloc’h eunn hevelep labour. Gi ne roe ket a amzer d’ar boultrenn da staga e nep leac’h, na d’ar c’hinid da steui ho guiad, ken aketuz oa d’ho c’has kuit kerkent ha m’ho remerke. Evelse, ma n’oa ket peb tra kaer ha skeduz enn iliz Laeken, da vihana peb tra a veze ato neat ha kempenn.

Ar c’hloc’her devot-ma ne ziskuize dioc’h he labour nemed oc’h en em deuler d’ann daoulin dirak eunn aoter bennag pe dirak imach ar Verc’hez, hag aliez e tremene darn euz ann noz o vedita. Mes gant ann dra-ze oa bepred humbl ha Jaouen e kenver ar re o deveze ezomm da gomz outhan, ha setu perak oa karet hag istimet gant ann holl.

He c’hounidegez n’oa ket braz ; mes, o veza m’oa boaz da iun ha da veva gant nebeut a dra, e c’helle c’hoaz rei kalz sikour d’ar beorien. O velet pegen troet oa da ober aluzenn, eur marc’hadour euz a Vruseell hen aliaz da vont daou-hanter ganthan var he gommers, var digarez ma c’hounezche muioc’h evelse ha ma c’hellje ive dre eno ober muioc’h a vad d’ar paour. Gi en em lezaz da veza touellet, ha setu hen ha kuitaat he blas, heb goulenn kuzul digant den, evit heul ar marc’hadour. Mes ne zaleaz ket da anaout oa kouezet enn eur roued stegnet dirazhan gant ann drouk-spered.

Eul lestr, karget a varc’hadourez hag en doa he lod ennho, a oue kollet marc’hadourez hag all pa oa prest dija da erruout er porz. Raktal Gi a zigoraz he zaoulagad hag a velaz sklear oa faziet o chench micher euz he benn he-unan. Kement a geuz en devoue ma lakeaz enn he spered mont da bardouna da Rom ha da Jerusalem evit ober pinijenn euz he faot.

Seiz vloaz e oue oc’h ober he veach, ha p’edo o tistrei d’ar gear, ez eaz adarre var he giz evit ober koumpagnunez da eur chaloni a Anderlek a ioa en em gavet ganthan e Rom, hag en doa c’hoant ive da vizita ann Douar Santel. Ar chaloni-ze o veza marvet er Palestin, Gi a zigasaz he vizou d’he genvreudeur a Anderlek, ha divar neuze ar re-ma a zalc’haz ar Zant enn ho zervich. Mes ne vevaz mui pell goudeze, ha Doue her galvaz davethan d’ann 12 a viz guengolo euz ar bloaz 1012. Eur maread miraklou a c’hoarvezaz var he vez, ha divezatoc’h e oue savet eno eunn iliz gant arc’hant ar re a ioa bet pareet o tont di da bardouna.


SONJIT ERVAD

Nag a dud a veler c’hoaz hirio o chench micher hag o vont divar ar meaz er c’heariou enn esper gounit muioc’h a arc’hant. Mes gant ann darn vuia anezho ec’h erru ive ar pez a erruaz gant sant Gi : e leac’h pinvidikaat, dont da veza paouroc’h eo a reont. Ouspenn-ze, aliez siouaz ! e kollont ho feiz, kaera tenzor o doa er bed-ma. Mar d-oc’h eta sur a vara enn ho micher, ha mar d-eo eaz d’ehoc’h ober ho silvidigez ennhi, ne d-it ket d’he zreki oc’h eunn all hag a c’hell ho lakaat da goueza er brasa dienez, ha beza kaoz d’ehoc’h d’en em zaoni.