Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1913/Franseza, Intanvez

Eus Wikimammenn
◄   Iann Doue Franseza, Intanvez Ann daou-ugent Merzer   ►



ann naved devez a viz meurs


SANTEZ FRANSEZA, INTANVEZ
————


Franseza, ganet e Rom er bloaz 1384 a dud a lignez huel, a c’hell servichout da skouer d’ar merc’hed ha d’ar gragez kristen a bep oad. O veza c’hoaz enn he c’havell, e tirolle da lenva pa ne veze ket kloz aoualc’h ann dillad var he zro, ha n’oa ket evit gouzanv goaz ebed da douch outhi. Kenta tra a zeskaz enn he bugaleach a oue offis bihan ar Verc’hez, ha d’ann oad a unnek vloaz e reaz he zonj da jom bepred guerc’hez he-unan. Mes he zad a falvezaz d’ezhan a-grenn he dimezi da eunn dijentil iaouank ha pinvidik, ha Franseza a zentaz petra bennag m’oa kontroliet-braz gant ann dra-ze.

Eur vech dimezet, e poaniaz da genta da anaout doare he fried ha da ober he volontez e peb tra ha var ann heur ; rak kredi a rea e tlie suja d’ezhan ato evel d’ann hini a zalc’he enn he c’henver plas ann Aotrou Doue. Setu perak ne varc’hate ket evit lezel he fedennou hag he devosionou a dreuz pa veze galvet ganthan da ober eunn dra all bennag, ha Doue a ziskouezaz dre eur mirakl kaer ar mirit e devoa o senti ker buhan.

Eunn devez m’edo enn he c’hambr, ez ejot a berz he fried da lavaret d’ezhi diskenn. Diskenn a eure raktal a greiz lavaret eunn antiphonenn euz a offis ar Verc’hez. O veza distroet d’he c’hambr goude beza great ar pez a felle d’he goaz, n’e doa ket bet c’hoaz a amzer da achui ann antiphonenn pa oue galvet adarre da zont d’ann traon. Kerkent e tiskennaz heb kas ann antiphonenn da benn, hag ann dra-ma a erruaz betek peder guech dioc’htu. Hogen, pa bignaz varlaez evit ar bederved vech, e kavaz ann antiphonenn e devoa lezet a dreuz skrivet gant eunn eal e lizerennou aour.

Goude he eured, ar Zantez a ieaz da jom da di he zud kaer, hag eno ez oa kalz mevellien ha kalz plac’hed. Franseza a rea stad anezho holl evel pa vijent bet breudeur ha c’hoarezed d’ezhi, ha pa gouezent klanv, ec’h entente outho he-unan. Mes, a hent all ive, ne esperne netra evit ho c’helenn, evit ober d’ezho beza aketuz d’ho deveriou a relijion, evit lakaat ar peoc’h hag ar garantez kristen da ren bepred enn ho zouez. N’e devoa damant da zen, nag aoun rak netra, pa veze leac’h da viret na vije offanset Doue enn he zi pe roet tro d’ar re all d’hen offansi; neuze d’he zro e rea he mestrez d’he fried. Eunn droiad, hema en doa bet eul levr fall digant unan euz he vignouned. Kerkent ar Zantez a ia goustadik da lamet al levr euz a dre he zaouarn, ha goudeze e stlap anezhan enn tan kaer en devoue he goaz grougnal ha skandalat.

Franseza e devoue meur a grouadur, mes ne anavezer nemed tri anezho : Iann-Vadezour, Iann-Avieler hag Agnes. Iann-Vadezour a jomaz beo varlerc’h ar re all, a zimezaz hag en devoue bugale d’he dro. Iann-Avieler a varvaz evel eur zant d’ann oad a nao bloaz. O veza kouezet klanv, e c’houlennaz ar belek, ha goude beza resevet ann absolvenn, e lavaraz d’he vamm : « — Me zo o vont da velet Doue d’ar baradoz ; roit d’inn eta ho pennoz diveza. » Prest goude, e tremenaz ha ker buhan eur verc’h vihan euz ann ti all, hag hi dilavar pell a ioa, a lavaraz enn eunn taol kount : « — Sell ! sell ! ene Avielerik o nijal d’ar baradoz e kreiz etre daou eal ! »

A benn bloaz goude, Iann-Avieler en em ziskouezaz dirak Franseza gant eur sklerijenn gaer enn dro d’ezhan, hag enn he gichen ez oa eunn all hag a ioa c’hoaz skedusoc’h evithan. Kounta a eure d’he vamm edo enn env etouez ann arc’helez. « — Mes hema, emezhan, enn eur gomz euz ann hini a ioa enn he gichen, hema a zo c’hoaz dreist on-me. Hema a zo eunn arc’heal a zigas Doue d’ehoc’h, va mamm, evitho tiouall ha beza ho koumpagnoun epad ann nemorant euz ho puez. Me avad a deu da gerc’hat va c’hoar Agnes. »

Agnes a ioa neuze o ren he femp bloaz. Koueza a reaz klanv hag heb dale ez eaz ive da gaout he breur d’ar baradoz. Setu aze ar frouez hag ar rekoumpans euz ann deskadurez kristen a roe ar Zantez d’he bugale azalek ann oad ann tenera. Ann arc’heal a ioa bet digaset d’ezhi a berz Doue gant he mab Avieler n’he c’huiteaz mui betek he maro. Ann arc’heal-ze en devoa furm eur bugel nao bloaz, hag he viskamant a ioa guenn-kann evel ann erc’h.

Franseza a vevaz daou-ugent vloaz gant he fried heb na oue morse ann distera trouz, nag ann distera kasouni entrezho. Goude maro he goaz ec’h en em dennaz enn eur gouent a ioa bet savet ganthi e Rom evit ar merc’hed hag ann intanvezed iaouank o devoa c’hoant d’en em rei holl da zervich Doue, heb ober ar veuiou a ra al leanezed. Eno e varvaz leun a veritou er bloaz 1440, oajet a c’houec’h vloaz hag hanter-kant.


SONJIT ERVAD

Epad ann daou-ugent vloaz m’e deuz bevet gant he fried, santez Franseza e deuz great ato he volontez e peb tra ha var ann heur ; setu perak n’ez euz bet biskoaz etrezho ann distera trouz nag ann distera kasouni. Ar Zantez e deuz poaniet, er memes amzer, da zelc’her urs vad enn he zi heb damant ebed da zen, ha da zevel he bugale e doujans hag e karantez ann Aotrou Doue. Setu aze petra dleit da ober ive, gragez kristen, mar oc’h euz c’hoant da veva e peoc’h ha d’en em zantifia er stad a briedelez.