Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1913/Fransez a Baol

Eus Wikimammenn
◄   Hug Fransez a Baol Beneat ar Morian   ►



ann eil devez a viz ebrel


SANT FRANSEZ A BAOL
————


Ar zant-ma a ioa ganet e Paol, kear vihan euz a rouantelez Napl enn Itali. Eur paotrik devot oa enn he vugaleach ; dija neuze e karie beza he-unan, ha n’en em blije nemed o pedi Doue. Kelennet mad e oue da genta gant he dad hag he vamm, ha d’ann oad a drizek vloaz e oue lakeat er skol gant ar venac’h euz a Urs sant Fransez a Asiz. Ar re-ma a vije bet joa gantho miret ann tenzor-ze enn ho c’houent ; mes Doue a c’halve Fransez e leac’h all.

Er bloaz varlerc’h ez eaz da bardouna da Rom, da Loretta, da Asiz ha da Introun-Varia-ann-Eiez, ha pa oue distro d’ar gear, e c’houlennaz kounje da vont da ober he ermitach enn eur plas bennag a gostez var douarou he dad.

Mes er plas-se ne gave ket d’ezhan e vije c’hoaz pell aoualc’h dioc’h trouz ar bed. En em denna a eure eta tostoc’h d’ar mor, enn eur garrek kleuz a ioa var bord ann aod. Eno e vevaz d’ann oad a bemzek vloaz evel ermited ann Thebaid guech all. Kousket a rea var ar mean, ne eve nemed dour ha ne zebre nemed al louzeier glaz a c’helle da zastum enn eur c’hoat a ioa e kichen.

Heb dale ne oue ken hano dre ar vro nemed euz a Fransez a Baol, ha gant ann amzer eur maread tud a c’hoanteaz dont da zeski ganthan ann doare d’en em zantelaat. Fransez a guiteaz neuze he garrek kleuz, hag a reaz sevel eur gouent evitho. Evelse e teuaz da veza ar fondatour euz a eunn Urs nevez a venac’h hag a falvezaz d’ezhan a vije hanvet Minimed, da lavaret eo, ar re zistera euz ann dud.

Ann Urs-ma a zo striz meurbed, ha goulskoude ec’h en em skignaz buhan, n’e ket hebken e rouantelez Napl, mes c’hoaz er Sisiil, ha zoken er meaz euz ann Itali. Ar pez a oue kaoz euz ann dra-ze oa ar burzudou a rea ar Zant. Ann donezoun a viraklou hen heulie e peb leac’h.

Eur mab d’he c’hoar en doa bet c’hoant da vont d’ar gouent ; mes n’oa ket bet lezet gant he vamm. Dont a reaz ar maro d’ezhan, hag he vamm alavare : « — Va mab ne vije ket bet marvet mar karjenn beza he lezet da vont da vanac’h. » Pa oue echu offerenn ann enterramant, Fransez a lavaraz kas korf he niz dhe gambr e leac’h hen lakaat er bez, ha raktal e roaz ar vuez d’ezhan adarre dre he bedennou. Goudeze e tiskennaz da gaout he c’hoar : « — Ac’hanta, emezhan, ma vije beo da vab, he lezel a rafez brema da vont d’ar gouent? » « — Euz a greiz va c’haloun, » emezhi. Kerkent ar Zant a red d’he gambr, a visk sae he Urs d’ann den iaouank hag a zistro ganthan d’al leac’h m’edo he c’hoar, enn eur lavaret : « — Sell, setu ama da vab gant he zae a vanac’h. »

Ar brud euz ar burzudou a rea Fransez a erruaz betek Loiz XI, roue Frans. Ar roue-ma n’oa ket iac’h eunn tachad a ioa, ha ne vellea tamm, kaer en doa bet gelver var he dro ar vedisined ar re habila hag implija a bep seurt louzeier. Sonjal a reaz e c’hellje ar Zant he barea dre virakl, ha setu perak e lakeaz pedi anezhan da zont d’he velet. Mes Fransez a respountaz ne raje ket eur veach a bevar c’hant leo evit mont da velet eur roue ha ne c’houlenne eur mirakl diganthan nemed abalamour m’en doa aoun rak ar maro. Neuze Loiz XI a bedaz roue Napl da gomz evithan; mes ar Zant ne zelaouaz ket roue Napl ken nebeut. Loiz XI a skrivaz erfin d’ar pab, hag ar pab, dre druez outhan, a lavaraz da Franses mont. Ar Zant en em lakeaz dioc’htu enn hent.

Epad he veach e oue great muioc’h a henor d’ezhan eget da eur prins. E Napl e oue digemeret evel kannad ar pab ; e Rom, evel eunn eal euz ann env, hag e Frans evel kannad ann Aotrou Doue he-unan. Ar roue Loiz XI a ioa d’ann ampoent e kastell ar Genkis e kichen Tour. Pa glevaz oa digouezet Fransez er vro, en devoue kement a joa ma roaz dek mil skoed d’ar c’henta a zigasaz d’ezhan ar c’helou-ze. Raktal e lavaraz d’he vab ha d’ann dudchentil vraz euz he balez mont da ziambroug ar Zant betek Amboaz, ha pa oue tost da Dour, ez eaz he-unan d’en em strinka d’ann daoulin dirazhan, enn eur lavaret: « — Astennit d’inn va buez, me ho ped. » Mes Fransez a respountaz : « — Prins, buez ar rouaned a zo etre daouarn ann Aotrou Doue evel buez ann dud all; red eo eta pedi Doue evit anaout he volontez, ha beza prest d’en em rezina d’ar pez a blijo ganthan. »

Ar Zant, o veza gouezet n’oa ket a bareans evit ar roue, a lavaraz d’ezhan goudeze : « — Lakit urs enn ho koustians, rak n’oc’h euz mui pell da veva. » Loiz XI a zentaz outhan. Lakaat a eure urs enn he goustians, hag o veza resevet he zakramanchou diveza gant feiz ha gant devosion, e varvaz etre divreac’h Fransez enn eur zoubla a galoun vad da volontez Doue.

Ar zant-ma a dremenaz e Frans ann nemorant euz he vuez. Charles VIII ha Loiz XII a reaz kement a stad anezhan ha Loiz XI. Mes e paleziou ar rouaned, Fransez a ioa bepred ken humbl ha ma’z oa guech all enn he ermitach. Erfin, goude beza guelet sevel meur a gouent nevez euz he Urs e Frans, enn Allemagn hag e Spagn, e kouezaz klanv d’ar zul Bleuniou euz ar bloaz 1507, ha d’ann eil a viz ebrel varlerc’h deiz Guener ar Groaz, e roaz he ene santel d’he grouer; edo neuze o ren he unnek vloaz ha pevar-ugent.


KENTELIOU SANT FRANSEZ A BAOL

Da genta. — Ann den ne vezo biken euruz hag e peoc’h ma ne d-eo vertuzuz ha devot.

D’ann eil. — Ann hini n’e ket humbl ne d’eo e guirionez na devot na vertuzuz.

D’ann trede. — O peger braz eo Doue, ha pegen dister ann den ! Pa’z eo eunn Doue en em izeleat kement, hag en em lakeat henveloc’h netra, penaoz e c’hell ann den klask en em zevel ?

D’ar pevare.— Ann humilite hag ar garantez eo ann daou vean-diazez euz ar zantelez kristen.