◄ Klotild | Fransez Karaksiolo | Bonifas, Eskop ha Merzer ► |
ransez Karaksiolo a ioa ganet e Villa-Santa-Maria e
rouantelez Napl enn Itali. Azalek he vugaleach e tiskouezaz
kaout eunn devosion vraz evit ar Verc’hez, ha
iaouankik oa c’hoaz p’en em voazaz da lavaret bemdez
he offis bihan hag ar rozera, ha da iun bep sadorn enn
he henor. Remerket e oue ennhan ive eur garantez
dener evit ar beorien, ha rei a rea d’ezho kement a c’helle
da zioueret, betek zoken lod euz he voued he-unan. Ar
c’hoant en doa d’en em viret ato pur ha chast a reaz
d’ezhan klask ann tu da skuiza he gorf, ha setu perak
ec’h en em daolaz d’ar chase. Mes d’ann oad a zaou vloaz
var’nn ugent e oue taget gant al lorgnez, hag oc’h en
em velet enn eur stad ken heuzuz e roaz he c’her da
Zoue d’en em gonzakri holl d’he zervich ma teuje da
barea.
Doue ne c’houlenne nemed ann dra-ze, hag ar Zant a bareaz. Kerkent e verzaz kement tra en doa var he hano, evit rei ann arc’hant d’ann dud paour, ha goudeze ez eaz da Napl gant kounje he gerent. Eno e studiaz ann theoloji epad daou vloaz, ha da fin ann daou vloaz-ma e oue beleget. Neuze ec’h en em lakeaz enn eur vreuriez a ioa bet savet evit kennerzi var ho zremenvan ann dorfetourien a veze koundaonet d’ar maro.
Hogen, eunn devez m’edo o lavaret he vrevier e chapel ar vreuriez-se, e resevaz eul lizer ha n’e ket evithan oa, mes evit eunn all hag en devoa ar memes hano ganthan. Ann hini ma skrivet d’ezhan a ioa pedet da vont d’en em glevet gant daou zen devot, a ioa e Napl d’ann ampoent, divar benn sevel eunn Urs pe eur goumpagnunez nevez a venac’h. Ar Zant, o kredi oa al lizer evithan, ne varc’hataz ket evit he zigeri hag he lenn, ha raktal e sonjaz oa hen a ioa galvet da zikour ann daou zen devot o doa her skrivet.
Mont a eure rak ehun da gaout ar re-ma, petra bennag n’ho anaveze ket. Kounta a reaz d’ezho ar pez a ioa erruet, ha goude beza trugarekeat Doue asambles, ann daou zen devot-se hag hen en em dennaz ho zri enn eunn ermitach a ioa er meaz euz a gear, evit kemeret kuzul ann eil digant egile, ha guelet pe seurt reolenn a vuez a dliet da heul enn Urs nevez.
Pa ouent en em glevet var ar poent-se, daou anezho, ar Zant hag Aogustin Adorno, a deuaz da Rom da ziskouez d’ar pab ar reolenn o doa choazet. Ar pab o veza diskleriet he c’have mad, Karaksiolo hag he gompagnoun a zistroaz da Napl, hag eno e rejont ho veuiou solanel. Neuze eo e kemeraz ar Zant ann hano a Fransez, abalamour d’ann devosion en doa evit sant Fransez a Asiz ; rak he hano badiziant oa Askanio.
A benn daou vloaz goude, Fransez Karaksiolo a oue hanvet da zuperior jeneral euz he Urs : Aogustin Adorno oa bet ar superior kenta, hag a ioa o paouez mervel. Ebarz er garg-se ar Zant a oue evit he vreudeur eur skouer a bep seurt vertuziou. Ne ehane da bedr, da vedita, ha da gastiza he gorf dre ar iun hag ar binijenn. Aliez e tremene ann noz holl, kouls lavaret, enn iliz eharz ann aoteriou. Fallout a rea d’ezhan e vije ato unan bennag euz he venac’h oc’h adori Jezuz er zakramant euz he garantez. Pa veze o veachi, e veve bepred divar ann aluzenn, ha ne loje nemed enn hospitaliou etouez ar re glanv hag ann dud paour.
Bez’en devoue ann eur da velet he Urs oc’h en em astenn kalz enn Itali hag e Spagn ; mes ive ne c’houfe den lavaret pegement a boan a gemeraz evit kement-se. Abarz ar fin e kouezaz klanv e kouent sant Philipp Neri e Agnone, hag e c’houlennaz he zakramanchou diveza.
Antronoz, var dro eunn heur araok kuz-heol, e oue klevet o parlant outhan he-unan evelhenn : « — Deomp, deomp ! » « — Da be leac’h, Tad ? » eme unan euz ar venac’h. « — D’ar baradoz, d’ar baradoz ! » emezhan gant eur vouez sklear hag ar joa o para var he dal. Enn eur gomz evelse, e tremenaz d’ar 4 a viz even euz ar bloaz 1608, oajet hebken a bevar bloaz ha daou-ugent. He gorf a oue kaset da Napl da enterri, hag ar miraklou a c’hoarvezaz var he vez o deuz great d’ann Iliz he lakaat e renk ar Zent.
Ar c’hoant en doa ar zant-ma d’en em viret ato pur ha chast, epad m’edo c’hoaz er bed, a reaz d’ezhan klask ann tu da skuiza he gorf. Kemerit skouer diouthan, tud iaouank ; skuizit ho korf muia ma c’hellot, gant na reot ket a c’haou ouz ho iec’hed. Evelse, e vezo eaz d’ehoc’h he lakaat da zuja d’ar spered. Er c’hountrol, mar oc’h euz re a zamant d’ezhan, ne zaleo ket da ober he vestr d’ehoc’h ha ne c’hellot mui he gabesta.