Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1913/Fidel

Eus Wikimammenn
◄   Jorj Fidel Mark, Avieler   ►



ar pevare var ’nn ugent a viz ebrel


SANT FIDEL A ZIGMARINGEN, MERZER
————


Sant Fidel a ioa ganet e kear Sigmaringen enn Allemagn, er bloaz 1577. He hano badiziant oa Mark. Dija epad medo oc’h ober he studi, e kastize he gorf dre ar binijenn : dougen a rea bepred eur c’houriz reun ha ne eve morse banne guin ebed. Goude beza great he philosophi e skolach Fribourg er Suis, e oue resevet doktor. Neuze tri zijentil iaouank euz ar vro her pedaz da vont gantho da ober eur bale dre holl rouanteleziou ann Europ, ha Mark a ieaz var bouez ma vije kemeret evit eunn tad hag eur mignoun kentoc’h eged evit eur mestr.

Epad ar veach-se, e kendalc’haz da ren eur vuez kristen ha devot. Aketuz oa ato da dostaat ouz ar zakramanchou da zul ha da c’houel, ha pa errue enn eur gear bennag, he vrasa plijadur oa bizita ann ilizou ha chom eno meur a heur dioc’htu var he zaoulin da adori Jezuz-Krist e sakramant ann aoter. Redet a rea ive d’ann hospitaliou da lavaret eur gomz vad bennag d’ar re glanv, ha kement a druez en doa ouz ar beorien ma roe d’ezho avechou lod euz he zillad.

Mark a zistroaz d’ar gear a benn c’houec’h vloaz, ha goudeze e oue alvokad eur pennad e kear Kolmar enn Alsas. Ar brud euz he vouiziegez hag euz he lealded a reaz da galz a dud lakaat ho fizians ennhan. Ar pez a glaske dreist peb tra oa ma vije roet he vir da bep hini, d’ar paour evel d’ar pinvidik. Mes aoun en doa d’en em goll er stad-se, hag e savaz c’hoant ganthan da vont da vanac’h.

Da genta goulskoude e c’houlennaz reseo ann Ursiou sakr, hag eur vech belek e viskaz sae ar venac’h euz a Urs sant Fransez e kouent Fribourg. Neuze e kemeraz ann hano a Fidel, ha superior ar gouent a reaz d’ezhan eur zarmoun gaer var ar c’homzou-ma euz ar Skritur Sakr : « Bezit fidel betek ar maro, ha me aroio d’ehoc’h ar gurunenn a vuez. » Bez’e oue e guirionez fidel betek ar maro.

Ebarz er gouent ar Zant a greskaz he bedennou hag he binijennou. Ne zebre nemed ar pez a ioa red evit miret outhan da vervel gant ann naoun, hag epad ann azvent hag ar c’horaiz e iune bemdez divar bara ha dour hag eunn nebeut frouez seac’h. Pa oue echu he deoloji ganthan, e oue karget da rei misionou er Suis, ha goudeze e oue kaset, euz a berz ar pab, da vroar Grizoned.

Tud ar vro-ze o devoa dilezet ar relijion gatholik evit heul fals relijion ar brotestanted. Mes Fidel a labouraz eno evel eunn abostol, ha dre ann nerz euz he gomzou e lakeaz heb dale eur maread heretiked da zigeri ho daoulagad d’ar virionez ha da guitaat ho c’hredennou faoz. Lod anezho goulskoude a jome ato aheurtet, hag a gemeraz kement a gaz ouz ar Zant ma rejont ho zonj da lamet he vuez diganthan.

Fidel ne c’houlenne ket guell eget skuill he c’hoad evit ar feiz, ha pell a ioa e pede bemdez ann Aotrou Doue da rei d’ezhan ar c’hras da veza merzer. He bedenn a oue selaouet erfin. Eunn devez ez eaz da brezeg da vourg Sevis, petra bennag ma c’houie e tlie mervel enn deiz-se. Epad m’edo enn iliz, e oue laosket eunn tenn varnhan, mes ne oue ket tizet. Goudeze e teuaz kuit, ha var ann hent ec’h erruaz ganthan eunn ugent soudard protestant bennag : eur ministr a ioa er penn araok.

« — Te eo eta, eme unan euz ar zoudarded, ann den diskiant a fell dezhan ober ar prophet. Lavar ne d-oud nemed eur gaouiad.

— N’em euz prezeget nemed ar virionez, eme ar Zant. Ar pez am euz klasket rei d’ehoc’h da gredi eo ar pez o deuz kredet ho tadou koz.

— N’emaomp ket ama evit koll hon amzer, eme eur zoudard all. Protestant e fell d’id beza eveldomp-ni, ia pe nann ?

— Digaset ounn bet enn ho touez, eme ar misioner kalounek, evit lakaat ac’hanhoc’h da zilezel ho kredennou faoz, ha nann evit heul va-unan ar c’hredennou-ze. »

Kerkent eur zoudard a zistagaz ganthan eunn taol sabrenn, hag e oue pilet d’ann douar. Mes sevel a reaz adarre enn he za, ha neuze ec’h en em strinkaz d’ann daoulin hag e lavaraz, enn eur zellet ouz ann env hag he zivreac’h astennet e kroaz : « — Pardounit d’ezho, va Doue ! Tud dall ma’z int, ne c’houzont ket petra reont. Va Zalver Jezuz, o pet truez ouzinn ! Mari, mamm da Jezuz, sikourit ac’hanon! »

Ar c’homzou-ma a oue he gomzou diveza. Eunn taol sabrenn all a faoutaz he benn outhan, ha raktal e kouezaz a stok he gorf, beuzet enn he c’hoad. Gant aoun na vije ket c’hoaz maro-mik, ar zoudarded hen treuzaz gant ho c’hlezeier hag a drouchaz d’ezhan he c’har gleiz. He verzerenti gloriuz a erruaz d’ar 24 a viz ebrel 1622.


SONJIT ERVAD

Epad c’houec’h vloaz ma oue o veachi, ar zant-ma ne vankaz morse da dostaat ouz ar zakramanchou da zul ha da c’houel. Nag a gristenien a zo hirio hag a lez a gostez, n’e ket hebken ho devosionou, mes c’hoaz ho deveriou a relijion, pa vezont pell dioc’h ar gear hag avechou zoken pa n’o deuz great nemed mont er meaz euz ho farrez! Pe seurt feiz o deuz eta ar gristenien-ze ? Ne c’houzont-hi ket ema Doue e peb leac’h, hag e tleont e peb leac’h he anaout evit ho Mestr, evit ann hini en deuz ho c’hrouet hag a zalc’h bepred ho buez etre he zaouarn ? N’euz fors pegeit e veac’h dioc’h ar gear da zul ha da c’houel berz, bezit fidel ato da gonzakri ann deiziou-ze da zervich Doue hervez ho kalloud; bezit fidel ato dreist peb tra da glevet ann offerenn enn deiziou-ze.