Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1913/Ediltrud

Eus Wikimammenn
◄   Paolin Ediltrud Ginivelez sant Iann-Vadezour   ►



ann trede var ’nn ugent a viz even


SANTEZ EDILTRUD, GUERC’HEZ HA ROUANEZ
————


Ediltrud a ioa merc’h da eur roue euz a Vro-Zaoz, hag a oue savet e doujans Doue gant he zud. Ar c’henteliou hag ann aliou mad a resevaz digantho a zougaz kement a frouez ma roaz a-vihanik merkou anat euz he zantelez da zont ; rak dija neuze e rea fae var madou ha plijadureziou ann douar, ha n’e doa avi nemed ouz gloar ar Zent hag euruz ded ann env.

Pa oue enn oad da fortunia, e timezaz d’ar prins Tonbercht evit senti ouz he zud ; mes, o veza m’e devo great he zonj da jom bepred guerc’hez, ec’h en em glevaz gant he fried da veva ho daou evel breur ha c’hoar hag a benn tri bloaz goude, ec’h en em dennaz enn eunn enezenn hag a ioa d’ezhi a leve. Eno e renaz epad pemp bloaz eur vuez henvel ouz buez eunn eal. N’e devoa nemed disprij evit traou ar bed, joa oa ganthi ne vije ket sellet outhi, ha ne ehane noz-deiz da gana meuleudiou ann Aotrou Doue.

Etre daou e varvaz ar prins Tonbercht, hag Ediltrud a oue goulennet adarre da bried gant Ejfrid, roue Northumberland. Ar goulenn-ma a oue eunn dra gasauz evithi, rak ne felle ket d’ezhi a briz ebed koll he guerc’hded. Goulskoude, Ejfrid o veza roet he c’her da veva ganthi evel m’en doa bevet ar prins Tonbercht, ar Zantez ne argilaz mui. Dimezi a eure evit ann eil guech pa c’houezaz e c’hellje miret ato he zenzor muia karet.

Goude he eured e tremenaz daouzek vloaz e palez Northumberland, hag epad ann amzer-ze e oue evit ann holl eur skouer a bep seurt vertuziou. Mes pell a ioa n’edo ket he spered hag he c’haloun er palez-se. C’hoant mont d’ar gouent e doa, hag abarz ar fin e devoue kounje digant ar roue da heul he c’hoant. Pebez kelou dudiuz evithi pa glevaz e c’hellje erfin treki he guiskamanchou a rouanez oc’h sae dister al leanezed !

Divar neuze Ediltrud ne zougaz mui nemed dillad du ha groz. Iun a rea peurvuia bemdez, nemed eur gouel braz bennag a erruje, pe ne vije ket iac’h aoualc’h, hag ato e klaske en em lakaat er renk izela. O veza bet hanvet da zuperiorez, ne felle d’ezhi diskouez oa ar genta euz ar gouent nemed dre he aked d’ann oberiou a binijenn hag a zevosion. Ne veze fin ebed d’he fedennou, ha goude beza bet enn offis a hanter-noz e chome c’hoaz da bedi betek sao heol.

C’houec’h vloaz a ioa abaoue m’oa karget da c’houarn he C’hoarezed pa oue taget lod euz ar re-ma gant eur c’hlenved speguz. Ar Zantez a ententaz outho evel ma’c’h entent eur vamm ouz he bugale ; mes koueza a eure klanv he-unan, ha prest goude e varvaz leun a veritou, d’ann 23 a viz even euz ar bloaz 679. Araok mervel e devoa difennet ober muioc’h a henor d’ezhi evit he enterramant eget na veze great d’al leanezed all. Sentet e oue outhi ; mes, a benn c’houezek vloaz goude, e oue digoret he bez, hag e oue kavet he c’horf ker fresk ha pa vije beo. Raktal e oue savet eur volz kaer var c’horre, ha Doue a ziskleriaz santelez he zervicherez dre eur maread miraklou.

SONJIT ERVAD

Santez Ediltrud, rouanez ha diou vech dimezet, a zo chomet ato guerc’hez var ann tron hag er stad a briedelez. Doue en deuz diskouezet a vare da vare ar seurt skoueriou-ze d’ar bed evid rei d’eomp da anaout priz ar guerc’hded, hag ober mez d’ar re a lavar ne c’hellont ket beva chast. Petra ! Setu ama eur brinsez hag a zo chomet guerc’hez a benn diou vech er stad a briedelez, ha c’houi ne c’hellit ket beva chast enn hoc’h hini ! « — N’ounn ket evit va zech, » a leverot marteze. « — N’oc’h ket evit ho tech... ; nann, ac’hanhoc’h hoc’h-unan ; mes, gant sikour gras Doue, n’euz tech fall na goall ioul ebed ha ne c’hellfac’h ket beza treac’h d’ezho, ha gras Doue ne vanko biken d’ehoc’h mar bezit aketuz d’he goulenn egiz ma’z eo dleet. » Evit guir, rouez eo ann dud zo galvet da viret no guerc’hdet e stad ar briedelez. Mes, pa garer Doue a wir galoun, e c’heller diskuez ato ar c’hoant a ve da gaout eunn henvelidigez vrasoc’h gant Jezuz, pried ar guerc’hezed.