Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1913/Ar Pevar Gurunet ha Pemp all

Eus Wikimammenn
◄   Tremeur Ar Pevar Gurunet ha Pemp all Dedi iliz hor Zalver e Rom   ►


ann eizved devez a viz du


AR PEVAR GURUNET HA PEMP ALL, MERZERIEN
————


Niver ar verzerien a zo ker braz ma renk ann Iliz henori meur a hini anezho er memes devez. Evelse, hirio e ra memor euz a nao asambles, hac ann nao-ma a veve holl enn amzer ann impalaer Dioklesian. Ar pevar genta a ioa pevar breur, tud a feiz ho fevar, ha prest da skuill ho goad evit Jezuz-Krist. N’o doa aoun ebed evit diskouez ann heuz o devoa oc’h ann idolou, hag ar brud euz a gement-se o veza eat betek ann impalaer, hema a roaz urs da gregi ennho ha d’ho c’has dirak imach ar fals doue Eskulap.

Dioklesian ne espernaz netra evit ober d’ezho kinnig ezans d’ann doue faoz-se ; mes ar pevar breur kristen ne rejont van evit he glevet. Neuze ann impalaer a reaz diviska ho dillad digantho, hag ho skourjeza gant fouetou ploumm enn eur feson ken didruez ma oue bruzunet ho eskern ha ma varvchont dindan ann taoliou.

Mes Dioklesian a ioa kement a gounnar ennhan ma ne falvezaz ket d’ezhan ho lezel e peoc’h goude ho maro zoken. Ordren a eure stleper ho c’horfou d’ar chas ; mes ar chas a oue chentiloc’h eged ann dud, hag a ziouallaz ar c'horfou santel epad pemp devez dioc’htu heb ober drouk ebed d’ezho. Abarz ar fin ar gristenien a ieaz d’ho c’herc’hat dre guz, hag ho enterraz enn eur vengleuz c’hrouan a ioa e kichenik Rom.

Goulskoude ann dud fidel all ne c’houient ket pe hano o doa ar pevar breur kalounek, ha setu perak ne oue great anezho nemed ar Pevar Gurunet. Mes divezatoc’h Doue a ziskleriaz da eunn den santel oant hanvet Sever, Severian, Karpophor ha Viktorin. Ar pab Honorius a reaz sevel eunn iliz enn ho henor, hag ho relegou a oue digaset d’ann iliz-ma pa oue echu.

Tost d’al leac’h m’oa bet enterret da genta korfou ar Pevar Gurunet, oa bet enterret enn ho raok pemp merzer all hag a ioa ho hano Glaoda, Nikostrat, Simphorian, Kastorius ha Semplisius. Micher ar re-ma oa labourat gant ar gizell hag ober patromiou pe imachou. Semplisius a ioa c’hoaz paian ; mes ar pevar all a ioa kristenien, ha ne vankent morse da ober sin ar groaz abarz staga d’al labour. Hogen, Semplisiuz a remerkaz e labourent guelloc'h ha bravoc'h evithan, goude beza great sin ar groaz evelse, ha ne dorrent ket kement a ostillou. Setu perak e c'houlennaz outho petra zinifie ar groaz-ze a verkent varnho ho-unan araok kregi enn ho c’hizell.

Simphorian a gemeraz tro ac'hano da gomz d’ezhan euz ar guir Doue hag euz hor Zalver Jezuz-Krist. « Mab Doue, eme Zimphorian, a zo maro evidomp holl var ar groaz, hag abalamour da ze n’euz netra galloudusoc’h eged sin ar groaz, abalamour da ze dre zin ar groaz e c’heller dont a benn euz a bep tra. »

O klevet ar c’homzou-ma, Semplisius a gredaz dioc’htu e Jezuz-Krist, ha prest goude e oue badezet. Divar neuze e rea ive sin ar groaz abarz staga d’al labour, hag he labour kerkouls ha ker brao hag he bevar goumpagnoun.

Etre daou, ann impalaer Dioklesian a lakeaz pedi ar pemp micherour da ober evithan patrom ar fals Doue Eskulap. Mes hi a respountaz ne c’hellent ket en em garga euz eunn hevelep labour. « — Ann dra-ze, emezho, a ve rei tro d’ar baianed da goueza er pec’hed a idolatri, ha ni a zo kristenien hag on euz horrol ouz ar pec’hed-se. »

Ar respount-ma o veza bet kaset d’ann impalaer, Dioklesian a lakeaz ar pemp micherour etre daouarn eur barner, hanvet Pallad, hag ar barner-ze a glaskaz da genta ober d’ezho adori idol ann heol. Goudeze. e reaz ho zeuler er prizoun, hag o veza ma choment bepred stard enn ho feiz, e koundaonaz anezho da veza skourjezet betek ar goad. Mes, a greiz m’edot ouz ho bourrevi, Pallad a oue mouget gant eunn drouk-spered.

Ann impalaer a ieaz enn egar pa glevaz petra ioa erruet, ha raktal e roaz urs da lakaat ar pemp merzer ez-veo e pemp arched ploumm ha d’ho stleper evelse e goeled a ster. Mes, a benn seiz sizun goude, ho c’horfou a deuaz d’ar bord, hag eur c’hristen, he hano Nikodem, ho enterraz enn he di. Divezatoc’h e ouent digaset ive d’ann iliz a ioa bet savet gant ar pab Honorius enn henor d'ar Pevar Gurunet, ha setu perak e vez great gouel ar pemp sant-ze er memes devez gant gouel ar re-ma.


SONJIT ERVAD

Pebez vertuz n’en deuz ket sin ar groaz ! Ober a ra d’ann den labourat guelloc’h ha bravoc’h. Lavaret a c’heller c’hoaz e vir outhan ive d’en em c’hlaza ken aliez, petra bennag n’e ket merket ann dra-ma e buez ar pemp micherour m’emaomp o paouez kounta ho merzerenti. Lakit evez eta da ober ato sin ar groaz araok staga d’al labour. Evelse e reot d’ann diaoul tec’het divar ho tro hag e virot outhan da laerez diganehoc’h ho poan hag ho mirit. Mui a nerz o pezo da labourat hag ho skuisder a dalvezo kalz hirroc’h dirak Doue.