◄ Gregor a Nazians | Antonin | Tudi ► |
ntonin a ioa ginidik euz a gear Florans enn Itali, hag a roaz enn he vugaleach merkou kaer euz he zantelez da zont. He vrasa plijadur oa lenn buez ar Zent, hag aliez, goude beza bet er skol, e chome meur a heur dioc’htu da bedi Doue hag ar Verc’hez eharz ann aoteriou. D’ann oad a c’houezek vloaz e c’houlennaz beza resevet enn Urs sant Dominik, ha divar neuze e oue evit ann holl eur skouer a bep seurt vertuziou.
Ato e veze ar c’henta er c’heur evit ann offis a veze kanet da hanter-noz, ha goude ann offis-se e chome var zao betek ann deiz, hag e tremene he amzer o pedi pe o vedita, o skriva pe o lenn. Mar beze avechou re zare gant ar c’hoant kousket, ec’h harpe eunn tammik he benn ouz ar voger hag e rea eur voredenn. Mes ann dra-ze ne bade ket pell ; dihuna a rea buhan, ha kerkent ec’h en em lakea adarre da lenn pe da vedita, pe e kroge adarre enn he bluenn. Ne zebre morse a gig nemed goall glanv e vije, ha n’en doa evit guele nemed ann douar noaz pe eur plankenn kalet. Eur porpant reun a veze ganthan bepred, hag avechou e touge, ouspenn, eur c’houriz houarn hag a zanke enn he gorf betek ar beo.
Petra bennag ma’z oa c’hoaz iaouank-flamm, Antonin ne zaleaz ket da veza hanvet da zuperior, ha bez’ en devoue ar garg-ma e meur a gouent euz he Urs. Hogen, ken humbl oa ma felle d’ezhan ato ober al labouriou distera euz ann ti e kement leac’h m’en em gave. Etre daou e varvaz arc’heskop Florans, hag e oue choazet evit delc’her he blas, kaer en devoue klask miret.
Ne c’houfe den lavaret gant pebez furnez, pebez karantez ha pebez dousder e c’houarnaz he eskopti. Prezeg a rea bep sul ha bep gouel, ha ne esperne netra evit diarbenn ann dizursiou ha lamet ar giziou fall euz a douez ann dud a iliz hag euz a douez ar bobl. He galoun hag he ialc’h a ioa ato digor evit ar beorien ; rei a rea d’ezho kement guennek a c’helle da zioueret, ha pa n’en deveze mui guennek ebed, e verze he arrebeuri, he levriou hag he zillad zoken evit pourvei d’ho ezommou.
Goulskoude ar garantez en devoa Antonin evit ar beorien ne vire ket outhan da goundaoni ar re a laere ann aluzenn pe en em daole d’ar feneantiz. Eunn devez, ur bourc’hiz euz a gear a glevaz daou baour keaz dall o kuzulat entrezho : « — Me, eme unan euz ann daou zall, am euz daou c’hant skoed kuzet em boned. » « — Ha me, eme egile, am euz tri c’hant griet em zae dindan. » Ar bourc’hiz a deuaz da gounta ann dra-ze d’ar Zant, ha kerkent ann arc’heskop a reas digas ann daou baour d’he gaout. Neuze e rebechaz d’ezho ar gaou a reant ouz ar guir beorien o tastum arc’hant evelse divar goust ann dud vad, ha goudeze e lamaz ho femp kant skoed digant-ho enn eur lavaret ec’h en em garge d’ho maga hiviziken. Ar Zant a roaz ar pemp kant skoed-se da verc’hed honest ha n’o doa ket ho zud pe a dra d’ho argoulaoui.
Eunn devez all, Antonin a ioa o tremen dre eur ru pa remerkaz eunn eal var c’horre eunn ti. Raktal e c’hoanteaz gouzout piou a ioa o chom enn ti-ze, ha setu hen ebarz. Hogen, kaout a reaz eno teir blac’h iaouank hag a laboure noz-deiz da c’hounit bara d’ezho ho-unan ha d’ho mamm. Ar Zant en devoue truez ouz ar merc’hed keiz-ma, hag en em gargaz da rei d’ezho eur guchenn arc’hant bep bloaz evit na renkchent mui labourat enn noz. Mes ann teir blac’h iaouank, lakeat enn ho eaz gant arc’hant ann arc’heskop, ne ouent mui ken aketuz d’al labour, enn deiz zoken, hag Antonin, o tremen eur vech all dre ar ru-ze, a velaz var ho zi eunn drouk-spered heuzus e plas ann eal. Neuze e skandalaz ann teir blac’h iaouank, hag e lavaraz ne roje ket d’ezho hiviziken kement a arc’hant hag en doa lavaret rei, gant aoun na deujent d’en em goll dre ar feneantiz.
Komzou ar Zant hebken a dalie hirroc’h eged arc’hant. Eunn droiad, d’ann deiz kenta euz ar bloaz, unan bennag a zigasaz d’ezhan eur banerad frouez. Ann arc’heskop a drugarekeaz ann den-ze enn eur lavaret: « — Doue r’ho paeo ! » Mes ann den-ze a ioa o c’hedal he galanna, hag a ieaz kuit eunn tammik drouk-kountant. Antonin, o veza gouezet ann dra-ma, her galvaz da zont enn dro, hag a reaz lakaat enn eur valans ar banerad frouez hag ar c’homzou: « Doue r’ho paeo ! » skrivet var eunn tamm paper. Raktal e oue guelet ar banerad frouez guinteenn ear : komzou ar Zant a ioa kalz pounneroc’h evithit.
Antonin o veza klanvet d’ann oad a zek vloaz ha tri-ugent, en devoue dioc’htu eur gredenn n’en doa mui pell da veva. Reseo a eure buhan he zakramanchou diveza, ha prest goude e varvaz enn eur boket d’he grusifi er bloaz 1459. Doue a ziskleriaz he zantelez dre eunn niver braz a viraklou.
Beza paour n’e ket pec’hed, ha n’e ket eunn dishenor ken nebeut evit ar re n’int ket kouezet er stad-se dre ho faot ho-unan. Mes mont da glask pa ne vez ket a ezom, astenn ann dorn pa vez c'hoaz er c’hodell arc’hant aoualc’h da veva, ann dra-ze avad a zo laerez ann aluzenn. Mar d-oc'h paour, nemed easoc’h a ze n'ez eo d'ehoc'h gounit ar baradoz. Jezuz-Krist en deuz lavaret enn Aviel : « Euruz ar re baour, rak d'ezho eo rouantelez ann env. » Mes red e d'ehoc'h evit kement-se labourat ato keit ha ma c'hellot, teuler evez rak ar feneantiz, hag en em rezina bepred da volontez Doue e kreiz ho poan hag ho paourentez.