Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1913/Ann Introun-Varia-a-Vir-Zikour

Eus Wikimammenn
◄   Donasian ha Rogasian Ann Introun-Varia-a-Vir-Zikour Gregor VII, Pab   ►



ar pevare var ’nn ugent a viz mae


GOUEL ANN INTROUN-VARIA-A-VIR-ZIKOUR
————


Eunn eston eo klevet hano euz ar pez e deuz great aliez mamm Doue evit sikour ar bobl kristen da veza treac’h da enebourien ar relijion. Evelse n’euz ket c’hoaz pell, e velemp e buez sant Pi V e c’hounezaz ar gristenien eur viktor gaer var ann Turked d’ar seiz a viz here euz ar bloaz 1571. Ar viktor-ze a zo bet lakeat ato var gount sant Pi V, abalamour d’ar pedennou en doa great he-unan pe ordrenet ober evit he obten. Mes ar pedennou-ma a ioa dreist peb tra pedennou enn henor d’ar Verc’hez, ar pedennou-ma oa dreist peb tra ar re a lavar asambles enn iliz ar breudeur hag ar c’hoarezed euz a vreuriez ar Rozera. Ar pab santel a zonjaz eta n’oa ken kaoz nemed ar Verc’hez m’o doa kollet ann Turked, hag evit diskouez d’ezhi he anaoudegez vad hag anaoudegez vad ann holl dud fidel, e reaz lakaat enn he litaniou ar c’homzou-ma n’edont ket ennho araok : « Auxilium christianorum, ora pro nobis. Sikour ar gristenien, pedit evidomp. »

Eunn dra dinoc’h c’hoaz da veza remerket hag a c’heller da gemeret evit eur mirakl eo ar pez a c’hoarvezaz enn amzer ar pab Pi VII. Ar pab-ma a ioa bet he-unan o sakri ann impalaer Napoleon Kenta e Paris er bloaz 1804, ha goudeze, d’ar 6 a viz gouere euz ar bloaz 1809, e oue tennet euz he balez e Rom abarz ann deiz, ha kaset da gear Savoonn evel eur prizounier dre urs ar memes impalaer. Eno ne oue lezet den ebed, kouls lavaret, da dostaat outhan ; eskop Savoonn zoken ne c’helle komz ganthan nemed dirak testou. Ar pab eta n’en doa mui ar frankiz a renk da gaout evit gouarn ann Iliz egiz ma’z eo dleet, evit pourvei da holl ezommou ann dud fidel ha kas he gelennadurez dre bevar chorn ar bed ; rak n’en doa kounje da skriva nemed pa veze var al leac’h ar re a ioa karget d’he ziouall, ha kement lizer a reseve a veze digoret araok hen rei d’ezhan.

Hogen, ann dra-ze a badaz meur a vloaz ; mes Pi VII ne fallgalounaz ket : goude Doue, he holl fizians a ioa e mamm Doue. E Savoonn ez oa eunn imach d’ar Verc’hez hag a ioa brudet pell a ioa dre ar miraklou a rea, ha dre ann niver braz a bardounerien a zirede a bep tu da zaoulina dirazhan. Euz a voeled he brizoun, ar pab santel ne ehane da bedi ha da lakaat pedi Introun-Varia Savoonn da zellet a druez outhan hag ouz ar gristenien baour, a ioa evel bugale emzivad ne c’hellent mui guelet ho Zad, na goulenn kuzul ha sklerijenn diganthan pa vije eunn nec’hamant bennag var ho spered. He bedenn a oue selaouet erfin.

Napoleon en devoa lakeat digas Pi VII da Fontenblo e kichen Paris, enn esper ober he vestr d’ezhan easoc’h a ze. Mes ar c’hountrol eo a c’hoarveaz. Ar pab a zalc’haz mad da zifenn guiriou ann Iliz, hag ann impalaer he-unan a renkaz plega abarz ar fin ha rei urs da lezel Pi VII da zistrei da Rom. Ar pab a guiteaz Fontenblo d’ann 23 a viz genver euz ar bloaz 1814 ; mes ne erruaz e Rom nemed d’ar 24 a viz mae. Dija var he hent en devoa resevet a bep seurt merkou a respet hag a garantez e kement leac’h ma tremene; mes ann digemer a oue great d’ezhan e Rom a oue c’hoaz kalz kaeroc’h ha dudiusoc’h. Kalounou ann holl a zride gant ar joa ; peb hini a ioa laouen evel ann heol, ha ne glevet a bep tu, e kreiz trouz ar c’hleier o vralla hag ar c’hanoliou o krozal, nemed moueziou skiltr o krial a bouez-penn: « — Buez hirr d’ann Tad Santel ! Buez hirr d’ann Tad Santel!! » D’ann ampoent, Napoleon ne oa mui impalaer e Frans ; didronet oa bet d’he dro goude beza didronet ar pab hag he zalc’het er prizoun epad pemp bloaz, ha setu aze petra c’hounezer oc’h ober brezel da vikel Jezuz-Krist var ann douar.

Kenta tra a reaz Pi VII, goude m’oa deuet euz he brizoun, a oue diskouez he anaoudegez vad da vamm Doue ; rak kredi a rea stard oa dleour d’ezhi euz he liberte. Enn eur dremen dre gear Savoonn, e lakeaz he-unan gant eur zolanite vraz eur gurunenn aour var benn ann imach sakr a henoret er gear-ze dindan ann hano a Vamm a drugarez, ha pa oue digouezet e Rom ha pignet adarre var he dron, ec’h ordrenaz ma vije great bep bloaz, da genver ann deiz-ma, eur gouel hag eunn offis nevez enn henor d’ar Verc’hez, dindan ann hano a Introun-Varia-A-Vir-Zikour, e memor euz he zistro euruz e Rom d’ar 24 a viz mae 1814.


SONJIT ERVAD

« Doue, eme zant Bernard, a zo falvezet d’ezhan skuill varnomp he c’hrasou dre zaouarn Mari. Roet en deuz d’eomp he Vab evit beza hon alvokad dirazhan, ha Mari evit beza hon alvokadez dirak he Vab. Daoust ha Doue a c’hellfe biken ober ar skouarn vouzar ouz he Vab, ha Mab Doue ober ar skouarn vouzar ouz he vamm ? » Pedit eta Mari gant fizians, henorit-hi evel ho rouanez, karit-hi evel ho mamm, hag ar Verc’hez benniget-se a veillo bepred varnhoc’h hag ho sikouro enn hoc’h holl ezommou. Auxilium christianorum, ora pro nobis ! Sikour ar gristenien, pedit evidomp !