Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1913/Andre

Eus Wikimammenn
◄   Saturnin Andre Tugdual   ►


ann tregontved devez a viz du


SANT ANDRE, ABOSTOL


————


Ar zant-ma a ioa ginidik euz ar Galilee ha breur da zant Per. Beze oue da genta diskib da zant Iann-Vadezour ; mes, eunn devez, o veza klevet hema o lavaret enn eur ziskouez hor Zalver : « — Setu aze Oan Doue,» e kuiteaz anezhan dioc’htu evit heul Jezuz. Hor Zalver a c'houlennaz outhan : « — Petra glaskit? » « — Mestr, eme Andre, e pe leac’h emaoc’h o chom ? » « — Deuit, hag e velot, » eme Jezuz. Andre a ieaz, hag a dremenaz gant hor Zalver ann nemorant euz ann deiz-se, ha marteze zoken ann noz varlerc’h.

Goudeze e kasaz ive he vreur Simon da gaout Jezuz. Ho daou e ouent test euz ar mirakl kenta a reaz hor Zalver enn eured Kana, petra bennag d’ann ampoent ne joment ket c’hoaz aketuz enn he goumpagnunez. Mont a reant ato da besketa ; rak pesketerien oant dre ho stad.

Hogen, eunn devez m’edont gant ho bag var mor Galilee pe lenn Jenezareth, Jezuz a erruaz da dremen ebiou, hag a lavaraz d’ezho : « — Deuit ganen-me, ha me a raio ac’hanhoc’h pesketerien tud. » Kerkent Per hag Andre a lezaz eno ho bag hag ho rouejou evit heul hor Zalver da vad, ha divar neuze n’her c’huitajont mui. N’euz fors da be leac'h ez ea, hi a iea ive, ha pa joazaz ann daouzek abostol, hi a oue choazet gant ar re genta.

Goude m’oa pignet hor Zalver enn env ha diskennet ar Spered-Santel var ann Ebestel, Andre a brezegaz ann Aviel e kostez ar Sithii hag ann Thras, ha gounit a reaz da Zoue er broiou-ze eunn niver dreist kount a eneou. Ac'hano e teuaz da gear Patras er Gres, hag er gear-ma e lakeaz ive eur maread paianed da zigeri ho daoulagad da sklerijenn ar feiz.

Evelato ne c’hellaz ket dont a benn euz ar gouarner Ejee. Hema a ioa eur paian aheurtet, hag a falvezaz d’ezhan, er c’hountrol, ober d’ann Abostol kinnig eur sakrifis d’ann doueou faoz. Mes Andre a respountaz ker buhan : « — Me, emezhan, a ginnig bemdez var ann aoter, d’ar guir Doue holl-c’halloudek n’euz ken Doue nemethan, n’e ket kig ha goad loened mud, mes ann Oan a zo ar zantelez dre natur, hag ann oan-ze, goude m’en deuz ar bobl fidel debret he gorf, a jom bepred enn he bez ha leun a vuez. »

Ejee a ieaz enn egar o klevet ar c’homzou-ma, hag a ordrenaz teuler Andre er prizoun. Antronoz her galvaz adarre dirazhan ; mes, o velet ne c'hellje biken he lakaat da adori ann idolou, e koundaonaz anezhan erfin da vervel var ar groaz. Eunn hevelep setans a gargaz a joa kaloun ann Abostol, ha p’edot oc’h he gas d’ar maro, e saludaz a-ziabell ar groaz a ioa savet evithan, enn eur lavaret a vouez huel: « — O kroaz dudiuz, o c’houi a zo deuet da veza eunn dra ker kaer abaoue m’eo bet staget ouzoc’h korf va Zalver ; o kroaz a ioa va zonj ennhoc’h keit all a zo, kroaz am euz kement karet ha klasket heb ehana ; setu c’houi eta prest d'am digemeret ! Hastit affo lamet ac’hanon euz a douez ann dud, ma’z inn da gaout va Mestr d’ar baradoz ! Hastit affo astenn d’inn ho tivreac’h, ma’z inn divar ann divreac’h-se etre divreac’h ann hini en deuz va frenet dreizhoc’h-hu ! »

Andre a ioa bet dija skourjezet betek ar goad, hag abalamour da ze ar gouarner a lavaraz he staga ouz ar groaz var bouez kerdinn : aoun en doa na varvche re vuhan ma vije staget gant tachou. Ann abostol kalounek a jomaz eta daou zevez c’hoaz beo, hag epad ann amzer-ze e prezege heb ehana divar he groaz evel divar eur gador zakr. Abarz ar fin goulskoulde, e laoskaz he huanad diveza, hag he ene, dispartiet diouz he gorf, a oue douget d’ann env enn eur c’harr tan. He relegou a oue kaset divezatoc’h da gear Amalfi, e rouantelez Napl, hag he groaz a virer enn Abati sant Viktor, e Marseill.


SONJIT ERVAD

Ar groaz a zo dous ha dudiuz evit guir ziskibien Jezuz-Krist. Ne dleer ket eta beza souezet mar o deuz ar Zent karet kement ar groaz. Tud ar bed ne goumprenont ket ann dra-ze abalamour n’o deuz biskoaz tanveat ar joa a skuill hor Zalver e kaloun ar re a heul anezhan betek menez Kalvar. Mes grit ann ese, hag e velot pegen euruz eo ann hini a gerz varlerc’h Jezuz dre hent ar groaz. Goude beza bet eunn tanva hebken euz ann dousder hag al laouenedigez dudiuz-ze, n’o pezo ken c’hoant nemed da dostaat bepred muioc’h mui ouz ho Salver enn he Basion.