Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1913/Albin

Eus Wikimammenn
◄   Ruelin Albin Jaoua   ►



ar c’henta devez a viz meurs


SANT ALBIN, ESKOP
————


Ar zant-ma a ioa ganet e parrez Languidik enn eskopl Guened, hag en em dennaz abred enn eur gouent euz ann eskopti-ze. Ne oue ket pell eno na oue treac’h d’ann holl venac’h all dre he humilite ha dre he aked d’ar bedenn.

O veza ne felle d’ezhan beva nemed evit Doue, e rea d’he gorf dioueret kement plijadur ha kement eazamant a c’heller da gaout var ann douar, hag ato e veze var evez gant aoun na deuje eunn dra bennag da zistrei he zonj dioc’h ann env ha dioc’h silvidigez he ene. Petra bennag ne glaske ket plijout d’ann dud, ar venac’h all n’oant ket evit miret d’he garet ha d’he istimout abalamour d’ar vertuziou kaer a remerkent ennhan, ha da varo ann abad pe ar superior, e oue choazet gantho holl evit delc’her he blas. Albin a ioa neuze oajet a bemp bloaz ha tregont.

Lod euz ar venac’h a ioa eunn tammik laoskeat e servich Doue ; ne oant mui ken devot ha m’oant bet da genta, na ken aketuz d’ann deveriou euz ho stad. Ann abad nevez a boaniaz d’ho c’helenn ervad, ha dre he furnez hag he zousder e teuaz a benn da c’hoonit ar sperejou ar muia aheurtet ha da zigas adarre var hent ar zantelez ar re a ioa eat pella diouthan.

Pemp bloaz var’nn ugent a ioa ma c’houarne Albin ar gouent-se pa oue hanvet da eskop enn Anjer. Ne gemeraz ar garg-ma nemed enn despet d’ezhan, hag eur vech sakret eskop ne oue tamm dishenvel dioc’h ar pez m’oa bet diagent. Kendelc’her a eure da viret reolenn he Urs ha da gastiza he gorf dre ar rusta pinijenn.

Ar pez a glaske dreist peb tra, evel eskop, oa disc’hrizienna ar giziou fall euz a douez ar bobl. Unan euz ar giziou-ze oa ann dimiziou etre ar gerent tosta hag etre ar breudeur hag ar c’hoarezed-kaer. Sant Albin en em zavaz gant kalz a nerz a enep eunn hevelep dizurs. Mont a reaz he-unan da velet sant Sezer, eskop Arlez, evit goulenn kuzul diganthan var ar poent-ma, ha lakaat a eure ann trede konsil a Orlean da zougen eul lezenn evit koundaoni ar seurt dimiziou-ze.

N’en doa damant da zen pa veze hano da zifenn lezennou ann Iliz. Eunn dijentil braz o veza bet eskummunuget abalamour d’ar skouer fall en doa roet o timezi da eur garez d’ezhan, ann eskibien all o doa c’hoant da lamet ann eskummunugenn divarnhan. Albin hebken n’oa ket avis a gement-se. Evelato, o veza m’edo he-unan dioc’h he gostez, e sentaz erfin oc’h ann eskibien all. Mes pa lavaraz ar re-ma d’ezhan kas bara benniget d’ann dijentil, evel m’edo ar c’hiz enn amzer-ze, evit diskouez her c’hemere adarre evit eur c’hristen fidel, ar Zant a respountaz : « — Me raio ho polontez p’e guir emaoc’h holl a enep d’inn. Mes, guelet a reot, ar pec’her-ze ne zaleo ket da veza skoet gant dorn Doue ma n’e ket din e ve lamet ann eskummunugenn divarnhan, hag evidon-me a gred n’e ket din. »

Ar pez a lavare Albin a deuaz da veza guir. Ann dijentil eskummunuget a gouezaz maro-mik enn eunn taol kount araok ma erruaz ar bara benniget betek ennhan. Ar gentel-ma a reaz d’ann eskibien all beza hiviziken startoc’h enn ho dever.

Doue en doa roet d’ar Zant ann donezoun a viraklou, hag ann dra-ze a greske c’hoaz ar respet hag ann istim o devoa ann holl evithan. Gouarn a eure he eskopti betek ann oad a bevar-ugent vloaz, ha d’ar c’henta a viz meurs euz ar bloaz 550 e roaz e peoc’h he ene da Zoue. He gorf a oue enterret enn iliz Sant-Per ; mes a benn c’houec’h vloaz goude e oue kaset ac’hano da eunn iliz nevez a ioa bet savet dre urs ha divar goust Childebert, roue Frans. Ouspenn tri-ugent parrez, ken e Breiz, ken e Frans, o deuz choazet sant Albin evit ho fatroun.


SONJIT ERVAD

Ann dimiziou etre ar re a zo kerent dre ar goad pe dre allians hebken a zo difennet gant ann IIiz betek ar bederved lignez. Evelse daou zen iaouank ne c’hellont ket dimezi ann eil d’egile mar d-int kendirvi gompez, pe vugale, pe vugale vihan da gendirvi gompez. Er memes tra, eunn intanv ne c’hell dimezi na d’he c’hoar-gaer, na da eur vaouez hag a ioa he c’hreg kenta hag hi kinitervezed kompez, pe vugale, pe vugale vihan da gendirvi gompez. Ar seurt dimiziou-ze n’int ket hebken difennet dindan boan a bec’hed, mes nul int c’hoaz dreizho ho-unan ha n’o deuz talvoudegez ebed dirak Doue ha dirak ann Iliz pa vezont great heb dispans. Hogen, eunn hevelep dispans ne dle beza goulennet nemed evit eur rezoun vraz bennag, ha c’hoaz ann Iliz ne gar ket he rei ; rak ann natur he-unan a verk n’e ket ann dra-ze eunn dra vad ha deread. Ar gerent a zimez entrezho a ia buhanoc’h ho goad da fall, hag ar vouenn anezho ne bad ket keit : ann dra-ma a zo anavezet a bell zo. Setu perak hon Tad santel ar Pab Pi Nao en deuz, brema ez euz eunn nebeut bloaveziou, savet he vouez a nevez evit dizalia ar gristenien fidel dioc’h ar seurt dimiziou-ze. Sentit outhan, ha ne glaskit morse dimezi gant ho kerent tosta nemed eur rezoun dreist-ordinal o pefe.